Tag

Kenurzhierezh Demokratel Breizh….

Browsing

Un engroezig nerzhus ha yaouank a oa en em gavet e Naoned d’ar Sadorn 28 a viz Gwengolo. Tro-dro mil den o doa treuzet straedoù kêrbenn Breizh da zegas da soñj emañ Bro-Naoned e Breizh hag e fell dezho e vefe savet ur galloud politikel Breizhat eus Brest betek Klison. Brezhoneg ha galleg zo bet klevet mesk-ha-mesk el luganoù.

Un emgav pouezus evit adlavaret e rank ar stourm-se bezañ kaset er straedoù ivez ha pas hepken en un nebeud kendivizoù “keodedel” gant un dornad “Happy Few” pe pennoù-bras dilennet pe get.

Un tropelladig Kanakiz a oa deuet da zibuniñ ganeomp, un degemer c’hwek zo bet graet dezho.

“Divizomp e Breizh eus Brest betek Klison” a oa ger-stur ar vanifestadeg. Setu amañ dindan komzoù talvoudus an aozerien a zispleg-mat ster al lugan. Ur ger-stur a c’hellfe bezañ diazez ur c’houlzad padus evit adluskañ deiziataer politikel hor bro war diazezoù brogarour, evel ma vez kinniget ar framm “Kenurzhierezh Demokratel Breizh” en doa kaset a-benn ar vanifestadeg.

Diskleriadur manifestadeg Naoned
27/09/2025

Ar c’hendivizoù sioul-meurbet dalc’het e saloñsoù koulz hag ar mennadoù na vezont ket kemeret e kont, n’int ket evit kontantiñ ac’hanomp. Evit brudañ an ezhomm zo da sellet ouzh Breizh, ha Breizh en he fezh, evel un egorenn bolitikel, e ranker bezañ er straedoù, da zeiziadoù reoliek, evit ingalañ en deiziataer politikel breizhad lidoù a zo deomp-ni.

Hag evit displegañ perak ur galloud politikel breton eus Brest da gKlison zo ur gwir raktres da wellaat hon doareoù bevañ a vo lakaet diaes c’hoazh gant budjedoù strizh.

En e raktres e soñje an Aotrou Bayrou goulenn ur striv par da 5,3 miliard a euroioù digant ar strollegezhioù lec’hel evit ar bloavezh 2026 : en gwirionez, gouez da gevredigezh ar vaered, e tlefe bezañ par da 9 miliard a euroioù ! Ma vez adkaset seurt budjed gant an Aotrou Lecornu e vo lakaet diaes abominapl barregezh ar c’humunioù pe an etrekumuniezhioù da greñvaat ar servijoù publik lec’hel zo dindan o atebegezh. Mirout a raio ouzhomp da respont d’an azgoulennoù reizh evit muioc’h a lojeiz sokial, evit ar medisinerezh e framm ar servij publik, evit postañ muioc’h a arc’hant er skolioù publik, evit gwellaat goproù kargidi ar velestradurezh publik tiriadel, evit ambrougañ ar c’hevredigezhioù niverus a labour bemdez evit ma c’hello an holl ober sport, ober anaoudegezh gant ar sevenadur pe un dudi bennak.

Ne oa ket kaoz da arboellañ arc’hant pa oa ret sevel aveadurioù sport koustus tro-dro da bPariz evit ar C’hoarioù Olimpek. Ne oa ket kaoz da arboellañ arc’hant pa veze dispignet miliardoù e Kanaky da skeiñ gant hor breudeur ha c’hoarezed Kanak o doa kredet sevel enep an trevadenniñ. Ne oa ket kaoz da arboellañ arc’hant pa oa ret dourañ en un doare brokus ha gant arc’hant publik an embregerezhioù sevel armoù a werzh anezho da Israel evit lazhañ pobl Palestina pe evit ma kreskfe c’hoazh ar riskl brezel.

Amañ, e Liger-Atlantel, e anduromp ouzhpenn, hag abaoe pell, merañ strizh ha rust Rannvro Broioù al Liger gant Christelle de la Morançais. Un efed drastus zo war bed an arzoù hag ar sevenadur, ha muioc’h c’hoazh war rouedad ar c’hevredigezhioù breizhek a zo en diavaez da Rannvro Breizh ha na c’hellont ket en em harpañ war ar memes sikourioù pe war ar memes emglevioù, da skouer evit treuzkas hag implij ar brezhoneg.

Ar budjedoù strizh omp rediet da c’houzañv diwar urzh Pariz o deus torret ar servijoù publik a-denn d’ar yec’hed, evel e vez miret ouzh miliadoù a vretoned d’ober war-dro o yec’hed. An diouer a bolitikerezh youlek war dachenn al lojañ meret e Breizh, a vir ouzh miliadoù a labourerien e Breizh da vevañ dindan o zoenn. Ar gwir hon eus da lavarout un dra bennak ha da zibab amañ ar mod ma vo dispignet arc’hant ar vretoned gant Pariz.

Enebiezh ar renkadoù sokial en deus un efed ivez, ur ment, kenetre takadoù ar stad. Ekonomiezh ar c’hevala er stad-c’hall zo profitabl da gentañ tout d’an embregerezhioù bras ha d’ar greizenn impalaerour gall e Pariz ha d’un dornad meurgêrioù.

Evit an holl abegoù-se e rankomp unvaniñ Breizh, da sevel ur galloud e servij ar bobl e Breizh, ha pas hepken da reizhañ un diviz nann demokratel a ra fae ouzh istor Breizh. Dav e vo adunaniñ Breizh evit dasparzhañ en un doare reizh ar servijoù publik meret ganeomp, evel ma rankomp merañ hon-unan produ hon tailhoù.

Evel-just e vo ret mouezhiañ e Liger-Atlantel, evel e peurrest Breizh, da dermeniñ hon-unan petore barregezhioù a fell deomp mestroniañ ni, pobl Breizh. Arabat eo lodenniñ neuze ar stourm evit adunvaniñ Breizh ouzh ar stourm evit ur gwir c’halloud politikel, eus Brest da gKlison !

Arabat eo dizertiñ ar straed, na lezel ar straed d’ar faskourien. Trugarez d’an holl dud zo deuet hiziv. Miliadoù e oamp e Roazhon evit lidañ gouel Erwan en ur mod all d’ar 17 a viz Mae tremenet. E 2026 e vo lidet devezh gouel Erwan, devezh broadel Breizh, war hentad ar Redadeg a zegouezho e Naoned d’ar 16 a viz Mae 2026. Greomp tout evit ma tassono, er c’hilometradoù diwezhañ, luganoù evit ar brezhoneg, an demokratelezh, ar gwir da bobl Breizh d’en em dermeniñ.

Arabat eo dizertiñ ar straedoù : emgav d’ar Sadorn 26 a viz Gwengolo amañ war blasenn Breizh e Naoned.

Breizh, Breizh en fezh, zo hor bro,
hag ar gwir zo ganeomp da zibab hon dazont !

Abaoe meur a viz ez eus peadra da vezañ kollet gant an holl sinadurioù implijet gant paotred ha merc’hed Breizh dizalc’h. Un nebeud tud zo en em strollet en ur framm anvet (da c’hortoz) « War-Sav » da ginnig un hent nevez.

An dud o deus kemeret perzh da sevel ar skrid zo bet oberiant e Emgann, Breizhistance, SLB Skol-Veur, Dispac’h, UEB-USB, Kenurzhierezh Demokratel Breizh…

Sed aze o skrid diazez, un dielfenn an hini eo, awenet gant ar c’hoant da vont war-raok hag an emvarn. Un deiziataer a vo kinniget a-benn nebeut evit eskemm tro-dro d’an destenn ha war kinnig ar framm strategel.

Abalamour d’an enkadenn yec’hed liammet gant ar gCOVID ez eus bet labouret dre hanterouriezh doareoù kehentiñ a-vremañ. Ne viro ket ouzhomp da glask bodañ tud buan en gwir.

Da c’hortoz e kemeromp an anv War-Sav.

Bevet Breizh Dieub ha Sokialour !

 

Digor d’an holl eo an nor. Evit mont e darempred ganeomp :

Mail : warsav.bzh(at)gmail.com
Twitter : https://twitter.com/war_sav
Telegram : https://t.me/war_sav

Ezhomm zo un aozadur strategel evit : 

    • Evit dielfennañ ar mare ha kevredigezh ar renkadoù e Breizh hag e lec’h all, en ur implij rikted ar varksouriezh. Talvoudus e vo evit termeniñ war-zu peseurt renkadoù mont da zigentañ tout da sevel an unvaniezh pobl ha mont war-zu ar poent terriñ demokratel a zigoro hentad Republik Sokialour ha Gwregelour Breizh. Sevel unvaniezh ar bobl a dalvez ijinañ frammoù ledan da strollañ an holl o deus un interest da cheñch penn d’ar vazh da vat war an dachenn sokial.
    • Evit skrivañ ur steuñv strategel hag ul linenn bolitikel mennet evit an dizalc’hiezh, ar sokialouriezh, ar wregelouriezh evit enskrivañ ar palioù-se e deiziataer politikel Breizh.
    • Evit stummañ stourmerien ha stourmerezed gouest hag emren da gemer perzh er gevredigezh evel dizalc’hourien/dizalc’hourezed ha dispac’hourien/dispac’hourerezed, sternidi gwirion dre ur c’helc’hiad stummañ strizh.
    • Evit dougen glad ideologel an tu-kleiz dizalc’hour ha taolioù arnodiñ dispac’hel dre ar bed, ar stourmoù a zieubidigezh vroadel all, ar skiant-prenet gant ar stadoù sokialour, ar stourm a-enep an impalaerezh, evit an etrevroadelouriezh hag ar wregelouriezh.
    • Evit skignañ ha kehentiñ — dre hanterouriezh doareoù a-vremañ — hor gerioù-stur hag hon urzhioù evit ma teuio da vezañ ewelus kemmenadenn an tu-kleiz dizalc’hour hag evit ma raimp ganti dre stourmadegoù kabaliñ.
    • Evit doujañ d’ar greizennerezh demokratel ha d’ar c’henurzh dispac’hel en ur labourat en un doare reoliek da gentañ war an dachenn lec’hel, hini ar sindikadoù hag ar sevenadur.
  • Evit kenurzhiañ talbennoù stourm ar bobl, ar c’habaliñ, dispac’h ar barlamantouriezh vihan er c’huzulioù kêr hag er « Rannvro », ar stourmoù sokial pe reoù an endro.

Anzav a reomp e fell deomp goveliñ ur renerezh politikel hag ideologel evit ar stourm a zieubidigezh vroadel. Ne c’hell ket bezañ graet e framm un aozadur ledan, dav eo bezañ savet da gentañ gant ar stourmerien/stourmerezed mennet da vat, skiant-prenet ganto pe gant lod a garfe mont war an hent-se. Fellout a ra deomp mont da oberaeter stroll, evit kas ar pellañ ma c’heller barregezhioù emaozañ pobl Vreizh war-zu ur gevredigezh reishoc’h. Evel m’en lavare an dispac’hour sardad Gramsci e talvez e rankomp bountañ war an emsavadegoù emdarzhek emaozet gant renkadoù izel hor bobl war-zu ur poent terriñ uhel.
Estregedomp a c’hell derc’hel gant ur gaoz dizalc’hour hag a-gleiz, ha doujañs hon eus evit ar gamaraded hag ar c’hamaladezed o deus graet dibaboù disheñvel diouzh hor re.
Soñjal a ra deomp e ranker ober gant meur a live stourm.

Labour renerezh an aozadur n’eo nemet evidomp hini un tour-tan uvel. « E holl e gened, hon uhelvennad demokratel ha sokialour, a gas war-zu an trec’h klok da vat hag hollbouezus dre an hent berrañ hag eeun » (Lenin e « Daou daktik ar sokial-demokratelezh » 1905). Strollad pe aozadur, ar renerezh a ro diarselloù, met treuzskeudenn an tour-tan a gas da soñjal e meur a vag o fiñval, perzh eus ur strollad gant meur a lodenn dizalc’hour hag a-gleiz.

Setu ma c’hell kenvevañ lodennoù hag elfennoù an tu-kleiz dizalc’hour en ur genurzhierezh a ranker termeniñ hec’h harzhoù. Evit kengec’hiañ avat o deus d’ober da gentañ gant labour ar genurzhierezh demokratel evit ar gwir da zibab hag evit unvaniezh Breizh.

Dilennadegoù rannvro 2021 a vo ul lodenn all eus ar stourm politikel-se. N’eus ket ezhomm evit-se eus ar memes live stourm hag unaniezh ideologel, hag an emglevioù — evit ar framm-se — a rank bezañ diazezet war ar gwir d’en em dermeniñ. Dre aze e c’heller klask sevel an Unvaniezh Pobl evit lakaat da gengec’hiañ an holl nerzhioù stourm en ur framm unvan a-walc’h met skañv.

Hor briorelezh a zo da gentañ sevel arnodva an dizalc’houriezh dipac’hel a-vremañ evit Republik Breizh Sokialour ha Gwregelour ha stummañ ar re a zougo dislavarioù ar renkad e-mesk ar bobl gant ur pal hepken : gwellaat buhez pemdeziek al labourerien/labourerezed. Da gentañ e fell deomp kinnig diarselloù evit tremen dreist an digevatalderioù bro, sokial, yezh, hag istorel komprenet gant pobl Vreizh.

Fiziañs hon eus e barregezhioù emaozañ pobl Vreizh. Ar strollad pe an aozadur n’eo nemet un oberataer a rank ober sintezenn an taolioù arnodiñ a zieubidigezh bet e lec’h all, a rank ivez ober emvarn ha derc’hel eñvor an taolioù bet a-raok evit chom hep adober ar memes fazioù.