Ur goulenn ofisiel zo bet graet evit ma vo aotreet implij ar c’herneveureg war ar panelloù a weler war hentoù Kerne-Veur. Soñjal a ra da Guzul Kerne-Veur — Konsel Kernow — e vefe talvoudus evit brudañ ar yezh ha reiñ lorc’h d’ar boblañs.
Evit poent n’en deus ket ar galloud d’en ober. Setu m’en deus skrivet da c’houarnamant Londrez evit goulenn ar gwir-se, evel ma c’haller ober e Kembre hag e Bro-Skos.
Ministrerezh an Treuzdougen er Rouantelezh-Unanet en deus roet da c’houzout e oa tonket da harpañ ar c’herneveureg. Meneget en deus memes tra ar reolennoù strizh a zo da heuliañ evit ar panelloù-hent, abalamour da surentez an dud.
Dan Rogerson, kuzulier liberal-demokrat atebeg an treuzdougen e Kuzul Kerne-Veur, en deus lavaret :
« Implij a reomp dija ar c’herneveureg evit plakennoù anvioù ar straedoù… Ar pezh am eus goulennet em lizher eo gallout implij ar yezh gerneveurek war ar panelloù all.
Anavezet eo bet ar c’herneveureg ha roet ez eus bet dezhañ, er Rouantelezh-Unanet, ur statud par da hini ar c’hembraeg pe da hini gouezeleg Bro-Skos. Ret eo d’an anaoudegezh-se kaout heuliadoù pleustrek.
M’emañ ar c’hembraeg war ar panelloù-hent ha ma vez implijet gouezeleg Bro-Skos war ar panelloù e lod eus ar Rouantelezh-Unanet, e rank ar c’herneveureg kavout e blas ivez. A-hend-all ne vo ket lakaet da dalvezout ar youl embannet da sevel un ingalded etre ar yezhoù. »
Pouezet en deus Dan Rogerson war ar fed ne goustfe ket keroc’h da Guzul Kerne-Veur ober kement-se, rak ne vefe lakaet an div yezh war ar panelloù nemet pa vefe poent dezho bezañ erlec’hiet.
« N’eus ket anv da dennañ an holl banelloù zo e-plas hiziv. Met, tamm-ha-tamm, pa vint erlec’hiet e c’hallimp tapout an digarez da vroudañ muioc’h ar c’herneveureg dre ar panelloù-se. »
Displeget en deus en doa respontet ar gouarnamant dezhañ e oa bet roet da Gembre ha da Vro-Skos galloudoù a ro tro dezho da implij o yezhoù. Ret e vefe eta kemm al lezenn evit ma vo roet ar memes gwirioù d’ar c’herneveureg.
« Setu ar pezh a respontin : ha gallout a rafemp kenlabourat evit degas ar c’hemm ret el lezenn ? Prest eo Kuzul Kerne-Veur da genlabourat gant ar gouarnamant evit ma c’hallo ar c’herneveureg bezañ implijet er memes mod. »
Abaoe un nebeud bloavezhioù o doa meur a gevredigezh engouestlet evit yezh Kerne-Veur goulennet ar gwir-se evit ar c’herneveureg.
Kredapl bras e vo ewelusoc’h yezh Kerne-Veur en dazont, a-drugarez da youl he difennerien. War-dro 500 den zo gouest da ober gant ar yezh en un doare mat. Hervez kont e vefe etre 2 000 ha 5 000 den all zo gouest d’he implij, en un doare pe en un all.


