Tag

Kuzul-rannvro Breizh

Browsing

Aotrou Prezidant  , Aotrounez, Itronezed kuzulierien ha kuzulierezed Rannvro Breizh

E miz Even 2023 en doa distanket Rannvro Breizh 24 miliard a eurioù evit an diorren ekonomikel, an neveziñ hag an implij.

Er budjed se dilennidi Breizh o doa votet un donezon par da 150 000 euro d’ar strollad gall Thalès, un embregerezh arbennik war teknologiezhioù an armañ, a rann e genwerzh a varo gant Israel. E-mesk produioù Thalès e kaver un dron savet evit evezhiañ ha stourm, kensavet gant teknologiezh ar brasañ embregerezh a ra war dro an teknologiezh milourel  a gaver e Israel «  Elbit Systems ».

Implijet eo bet an dron e Afghanistan, en Irak hag e Gaza.E Gouere 2023 e adprene Thalès an embregerezh Israelad « Imperva » arbennik war ar surentez ar roadennoù evit 3,6 miliard dollards. Perc’henn eo Thales neuze war iskevredadoù staliet war-eeun en Israel. Goude argad a r 7 a viz Here pa groge Israel gant ar gorventenn tan war Gaza e embanne Thales ar c’hresk uhelañ er c’hCAC 40 hervez ar gelaouenn Capital. An embregerezh Thales zo e sell da grouiñ 220 post-labour e Stredell e departamant Il-ha-Gwilen evit sevel kirri-nij brezel. Evit an abeg se e oa bet divizet da reiñ 150 000 euro gant Rannvro Breizh.

Fellout a ra deomp gouzout hag e vo ur skoazell a-seurt se e raktresoù Kuzul Rannvro Breizh e 2024 en desped d’an 30 000 den marvet e Gaza, lazhet evit lod gant teknologiezh Thales bet arc’hantaouet gant ar vretoned ?

Karout a rafemp gouzout hag ez eus bet labouret da reiñ ur yalc’had bennak d’an embregerezh se , ha kement se daoust da ali Lez-varn etrebroadel ar justis a ra anv deus « ur riskl a ouennlazh » e Gaza ?

Emskiant oc’h e c’hellfec’h bezañ kaset dirak al lezvarn evel kendorfedour ?

Fellout a ra deomp gouzout hag e vez graet war-dro goulennoù yalc’had all evit embregerezhioù a ra kenwerzh gant Israel war dachenn ar surentez hag an difenn ? 

E broioù zo e vez arc’hantaouet ar skoazell denel hag ar peoc’h, n’omp ket evit asantiñ e vefe roet gant Breizh peadra da vagañ mekanikoù lazhañ gant arc’hant publik. 

Aliañ a reomp deoc’h reiñ dre un donezon ar sammad se par da 150 000 euro d’an URNWA , ur framm a ra war-dro repuidi Palestin skarzhet deus o douar abaoe 1948.

Un ober enorus e vefe evitoc’h hag evit Breizh.

Da c’hortoz ho respont , degemerit ni ho ped hor gwellañ soñjoù evit ar peoc’h ha nanndrevandennour.

 

War-Sav, dizalc’hourien ha dizalc’hourezed an tu-kleiz.

 

Abaoe un nebeud deizioù e weler pennadoù er c’helaouennoù diwar-benn ur sinadeg, bet harpet gant hogos 10 000 den , evit goulenn ma vo cheñchet ar reolennoù a c’hellfe sterniañ marc’had al lojañ e Breizh.

Dont a ra da heul un tamm mat a vanifestadegoù, emvodoù a-bep seurt diwar-benn an hevelep problemategezh.

Pal ar re o deus roet lañs d’ar c’houlzad se zo bountañ war meur a live, hini ar stad evit ma vo lakaet kumunioù Rannvro Breizh en takad tenn , met ivez goulenn gant Rannvro diskouez he youl da verañ kembeli al lojañ.

Sed aze testenn glok ar galv da sinañ bet lakaet e brezhoneg. Evit sinañ e ranker tremen dre aze.

 

TRAWALC’H GANT ENKADENN AL LOJAÑ ! BREIZH TAKAD TENN !

Kalz a stourmoù zo bet e-doug ar bloaz 2022 o tennañ da enkadenn al lojañ ha d’an diskoulmoù evit klask he disteraat. N’eus ket bet ur sizhun hep na vefe anv er media eus an diaez m’eo kavout lojeiz e Breizh. E pep lec’h war ar maez, war an aod hag an inizi, er meurgêrioù ha betek e Kreiz-Breizh hag a seblante bezañ gwarezet betek-henn, emaomp gant enkadenn al lojañ !

Hiziv an deiz ez eo diaes-bras chom da vevañ, dont pe distreiñ da Vreizh evit an darn vrasañ eus an dud. Goullonderet e vez kumunioù ha karterioù zo hag a zeu da vezañ mirdioù. Dister eo ar c’hinnig lojeiz a-hed ar bloaz hag e pep lec’h e kan an traoù evit a sell ouzh priz ar feurmoù ha prizioù ar prenañ.

Kement-mañ a redi an dud da bellaat diouzh al lec’hioù bevañ ha labourat pe da asantiñ koll galloud prenañ evit gallout chom. Heuliadoù eeun zo d’an dra-se : kresk ar saotradurioù liammet ouzh an dilec’hiañ ha kresk an digevatalderioù ha kreizennadur ar pinvidigezhioù.

Anavezet mat eo abegoù :

    • Re a eiltiez e takadoù zo.
    • Diorroadur sofkont ar Feurmoù Berrbad ha diouzh ar c’houlz.
    • Digresk arc’hantadur ar parkad lojeiz sokial publik
    • An diouer a bolitikerezh youlek da gaout nebeutoc’h a lojeizoù vak, dinatur ha diyac’hus..

Diskoulmoù da lakaat e pleustr zo koulskoude : goulenn a reomp groñs ma vo astennet an takad tenn e Breizh a-bezh, ar pezh a roio an tu da lakaat un toullad diarbennoù da dalvezout :

  • sterniadur ar feurmoù,
  • bevenniñ ar feurmoù berrbad,
  • dreisttaosañ an eiltiez hag an tiez vak.

 

 

Diarbennoù all zo ret a-hend-all :

Adarc’hantaouiñ al lojeiz sokial publik kement ha ma’z eus ezhomm ha kreskiñ ar Skorennoù Personelaet evit al Lojeiz (SPL)

– kelaouiñ, broudañ, rediañ obererien ar parkad tiez prevez ha publik da nevesaat ha da adkempenn al lojeizoù vak, dinatur, diyac’hus hag al lojeizoù difuet fall.

– Lemel al logoù kemedel war ar feurmoù berrbad.

– Suraat ha frammañ diorroadur an annez kevelourel, pennaenn ar c’hen-feurmiñ, an annez skañv hag ar font kengred hag enep-arvrokañ.

– P’emañ 50% eus al lojeizoù da feurmiñ e dalc’h 3,5% eus ar boblañs, e rank ur politikerezh kemedel uhel e balioù stourm a-enep dreisttolpadur ar berc’henned vras. Evit Stourm Asambles a-enep enkadenn al lojañ e c’houlennomp groñs :

1) digant dilennidi ha dilennadezed ar strollegezhioù lec’hel (kumunioù, etrekumunelezhioù, departamantoù) mont e darempred gant an holl ensavioù evit ober diouzh ar gwellañ gant ar binvioù reoliñ zo anezho ha bezañ sikouret en o difrae.

2) digant Kuzul-rannvro Breizh e vefe goulennet gantañ en ur mod ofisiel digant ar Stad an aotre d’ober e vad eus ar Gwir d’an arnodiñ evit a sell ouzh an Annez hag al Lojeiz hag e vefe rummet Breizh evel Takad tenn.

3) digant ar Gouarnamant e respontfe a-du gant goulennoù ar C’huzul-rannvro.

4) digant ar gannaded ha kannadezed, senedourien ha senedourezed ober o mad eus lezenn-reizhañ ar finañsoù evit degas hag ouzhpennañ elfennoù lezennel a yafe muioc’h a-du gant koazhadur enkadenn al lojañ.

Ur gwir eo kavout da lojañ ha n’eo ket ur gwir-dreist, sinomp ar sinadeg, deuit da stourm ganeomp.

Sinerien gentañ :: Douarnenez Droit à la Ville, DouarnVendez, Tregor Argoat Goelo Zone Tendue, Tous et Toutes Un Toit Lorient,Comité Logement du pays de Morlaix.