Tag

Lezenn Molac

Browsing

E pep lec’h e Breizh e kaver anvioù-straed roet da vrezhonegerezed pe brezhonegerien ha peurliesañ ez int hollc’hallek. Ha pa vefe kaoz eus enoriñ tud bet oberiant-tre evit ar brezhoneg… evel Anjela Duval pe Pêr-Jakez Helias.

An doare disprizus-se zo ur mod soutil da ziverkañ hor yezh eus an egor publik. Pep strollegezh lec’hel pe tiriadel (en o mesk an tiez-kêr) zo rediet gant al lezenn Molac da sikour kelenn, skignañ ha brudañ ar yezhoù a reer « rannvro » anezho.

Lakaat brezhoneg war ar panelloù-straed zo un doare simpl da gregiñ ganti. Setu perak omp bet e meur a gumun, e pep korn ar vro, da staliañ panelloù divyezhek.

Fellout a ra deomp degas da soñj ivez dre an oberenn-mañ o doa a-hed red an istor, brezhonegerien ha brezhonegerezed, levezonet ar gevredigezh hag o c’hempreded. Ha kement-se dre o ijin, o arz, o stourmoù, o oberennoù, o zonkad…

Douget e vez pri dezho e galleg — d’ur c’houlz mard eo splannoc’h-splannañ digresk an niver a dud a zo gouest d’ober gant ar yezh — neuze ez eo a-bouez degas da soñj d’an holl, ha dreist-holl d’ar re yaouankañ, ez eus bet a-viskoazh tud, deuet da vezañ brudet, a oa perzh eus ar gumuniezh vrezhonek. Evit ar memes abeg hor boa divizet filmañ ha skignañ ar videoioù bihan-se war ar rouedadoù sokial, evit ledañ ar c’houlzad simpl-mañ e-maez hor metoù.

Grit eveldomp, diskouezit he deus degaset kalz tud brudet evit oberenn-mañ-oberenn ar gumuniezh vrezhonek evel m’en prou ar plakennoù-straed niverus pe an anvioù a gaver war ar savadurioù publik (skolioù, skolajoù, ospitalioù…).

Cheñchit ar blakenn-straed, kasit ar video deomp *… ha displegit dre lizher d’ho Maer·ez perak ho peus graet an dra-se.

@bretagne.info

Plakennoù straed e #brezhoneg e pep lec’h ! Des plaques de rues en #breton partout ! Sonerezh / Musique : SAB (Stourm ar Brezhoneg) – Kreiz-T #BZHG #LangueBretonne #Bretagne #BZH #Plouvagor #Ploumagoar #Laenneg #Laënnec

♬ son original – Bretagne Info

War ar memes tro : goulennit, bloaz a-raok ar votadegoù-kêr, hag-eñ e vefe asantet dispignout un euro dre annezad er respedad 2026-2032 gant an tolpad-kêrioù pe ar veurgêr stag ouzh ar gumun, ha kement-se evit lakaat e pleustr al Lezenn Molac en ur mod lec’hel en ur sikour an dud, ar frammoù (peurliesañ kevredigezhel) a dreuzkas hag a implij ar brezhoneg en ho strollegezh…

Pep strollegezh etrekumun (tolpad-kêrioù pe meurgêrioù) zo gant barregezhioù ret a c’hell servij d’en em harpañ evit sevel ur politikerezh yezh lec’hel. Da skouer : er magourioù, e tiez ar re gozh, er c’hreizennoù dudi, en oberennoù sevenadurel dre vras, er salioù arvest… Gellout a reont arc’hantaouiñ ivez radioioù kevredigezhel, kreizennoù stummañ, kreizennoù sevenadurel, emglevioù-bro… Peurliesañ ne vez ket graet pe re nebeud. Techet eo ar re a zifenn ar brezhoneg da rebech d’ar Stad hepken he c’hiriegezh istorel e diskar ar brezhoneg. Evel-just, endro ensavadurel ar republik gall zo evel-just negativel peurliesañ war dachenn gwirioù yezhel an dud a ra gant ar brezhoneg, an euskareg… an holl yezhoù a reer « rannvro » anezho… Met e gwirionez, penaos lakaat un deiz bennak ar Stad da cheñch emzalc’h ma ne rediomp ket an dilennidi/dilennadezed lec’hel da implijout an nebeud frankizoù a gaver e lezenn Molac, a chom dianav ha dizimplij evit kalz deus he melladoù ?

Al Lezenn niv. 2021-641 eus an 21 a viz Mae 2021 diwar-benn gwareziñ glad ar yezhoù rannvro hag o vrudañ, a reer lezenn « Molac » anezhi, a laka e rank ar Stad hag ar strollegezhioù tiriadel sikour kelenn, skignañ ha brudañ ar yezhoù rannvro.

E kod hollek ar strollegezhioù tiriadel e lenner er mellad L1111-4, « Ar barregezhioù a sell ouzh ar sevenadur, ar sport, an touristerezh, brudañ ar yezhoù rannvro hag an deskadurezh poblek zo fiziet er c’humunioù, en departamantoù, er rannvroioù hag er strollegezhioù ur statud ispisial ganto ».

El Lezenn NOTRe e talc’her da vont war an tu-se peogwir e tisklêrier eo stag ar politikerezhioù evit harpañ ar yezhoù rannvro ouzh barregezhioù kenlodennet.

Mellad 103 al Lezenn NOTRe : « Ar strollegezhioù tiriadel hag ar Stad a zo karget asambles eus ar pezh a sell ouzh ar sevenadur en ur zoujañ d’ar gwirioù sevenadurel embannet gant ar c’henemglev diwar-benn gwareziñ ha brudañ liesseurted an eztaol sevenadurel, votet d’an 20 a viz Here 2005 ».

60 DPKE (= Diazezadur publik a genlabour etrekumunel) zo e Rannvro Breizh ha 16 e Liger-Atlantel, da lavaret eo 76 etre tout neuze. Meret int gant dilennidi/dilennadezed ar c’humunioù az a d’ober an tolpadoù kêrioù, meurgêrioù…

Er studiadennoù diwezhañ e weler splann ivez ez a war gresk an niver a dud yaouank a oar brezhoneg er meurgêrioù, er c’hêrioù, er C’hornog koulz hag e Reter hor bro. Stag eo ouzh dasparzh an nerzhioù ekonomikel er vro. Setu perak hon eus lusket hor c’houlzadig en tachennoù-se ivez ha pas hepken e parrezioù diwar ar maez e « Breizh-Izel ». Un tamm mat eus dazont hor yezh a vo er c’hêrioù-bras, pe bras-tre, er strollegezhioù…

Evel-se e skigner mennozhioù pleustrek da lakaat hor yezh da vevañ, eus Brest betek Klison !
Evel-se e lakaer ar brezhoneg e-kreiz an eskemmoù keodedel ha demokratel evit ma vevo e pep lec’h dre ar vro !

War-sav, evit sevel aozadur strategel an tu-kleiz dizalc’hour.


* Titouroù diwar-benn ar c’houlzad :

Penaos prientiñ ur banell divyezhekaet ?

  • Sellit en ho kumun an anvioù-straed a blijfe deoc’h brezhonekaat o klikañ amañ.
  • Pellgargit ar fichennaoueg PDF dre amañ, ma vo kavet un toullad panelloù plakennoù-straed graet dija
  • Ma ne gavit ket an anv a fell deoc’h ober, skrivit da warsav.bzh(@)gmail.com (tennit ar c’hrommelloù) ha kasit an titouroù ho peus ezhomm (anv, deiziadoù, perzh, …) 
  • Moullit e A3 hag e liv ma’z eo posubl deoc’h en ober
  • (Evit ma vo bravoc’h, troc’hit ar gwenn a zo tro-dro)
  • M’ho peus an dafar, klaskit neuze plastikaat ar skritellig evit ma c’hello padout hiroc’h
  • Implijit scotch daoudu evit pegañ ouzh ar banell hollc’hallek
  • Bec’h dezhi da vrezhonekaat ar c’hartêr !

Peseurt stumm video ?

  • Filmit e kalite uhelañ o hezoug (4K, ma c’hellit, pe HD da vihanañ)
  • Stumm “poltred” (a-blom, evel skouerioù ar videoioù all skignet war ar rouedadoù sokial war kontoù Bretagne Info)
  • Komzit a vouezh uhel a-walc’h hag hep trouzioù e-kichen ma’z eo posubl (kirri-tan…)
  • Enrollit 10/20 eilenn o tisplegañ peseurt panell ho peus dibabet hag o lavar e vo lakaet e brezhoneg
  • 5/10 eilenn ouzhpenn eus an den o pegañ ar skritell war ar banell
  • 5/10  eilenn eus ar blakenn divyezhekaet !
  • Ha tout-se, hep fiñval re, mar plij ! 😀
  • Kasit, da skouer, dre We Transfer : warsav.bzh(@)gmail.com (tennit ar c’hrommelloù)
  • Trugarez vras deoc’h !
@bretagne.info

Plakennoù straed e #brezhoneg e pep lec’h ! Des plaques de rues en #breton partout ! #BZHG #LangueBretonne #Bretagne #BZH @Anton Burel

♬ GOAÑVAAT – Plouz & Foen

D’ar sadorn 21 a viz Mae ez eus bet dalc’het ur vanifestadeg dindan al lugan « Brezhoneg e pep lec’h ! » diwar intrudu ar skolioù Diwan. D’an devezh se e tremene ar Redadeg dre Naoned.

Fellout a ra d’ar rouedad Skolioù dre soubidigezh e vefe un emglev Stad-Strollegezh lec’hel par da hini Rannvro Breizh evit treuzkas hag implij ar brezhoneg.

 

 

Tro 800 den o doa dibunet dindan un heol skedus e straedoù kêrbenn Breizh.

Etre 800 ha 1000 den o tibuniñ e straedou Naoned. Ar wezh kentañ e oa d´ar gumuniezh vrezhonek dibuniñ e straedoù kêrbenn istorel hor bro. Dazont ar brezhoneg zo ivez er c’heriou bras, er meurgeriou.
N’eus ket tu lezel ur bembvedenn deus hor bro hep emglev stad-strollegezh lec’hel, bloaz goude e vije bet votet al lezenn Molac.
Un devezh kaer dindan an heol skedus, leun a vrogarouriezh, mousc’hoarzhus , gant kalz a bennou yaouank hag a gomzou digemplez. Gant un dibenn plijus hag un engroezig entanet da zegemer Ar Redadeg war un ton bras.
Ur vanifestadeg all a vo war hent ar Redadeg evit un eil skolaj e Aodoù-an-Arvor.
 
 
Lod a soñjo marteze ne oa ket uhel a-walc’h an niver a vanifesterien. Degas a reomp d’o soñj e oa ar wezh kentañ d’ar gumuniezh vrezhonek en em aozañ da zibuniñ dindan he gerioù-stur digemplez e straedoù Naoned. Ur sifr da genveriañ gant ar manifestadegoù a veze aoazet er bloavezhioù 90 e Kemper pe Brest evit ar brezhoneg hag a vode kantaoù pe a-wezhoù un nebeud miliadoù a vretoned kar-o-yezh. Ne dremener ket deus 0 da 15 000 manifester evel ma oa bet warlene e Gwengamp e-korf un devezh.
 

 
Kalz a gevredigezhioù brezhonek o doa galvet da gemer perzh, evel un nebeud a frammoù politikel (War-Sav, UDB..) koulz hag un dornad dilennidi.
 
Da heul prezegenn Yann Uguen prezidant Diwan o deus daou zen yaouank bet skoliataet e Diwan Naoned Mevena Guillouzig-Gouret hag Awen Looten Roynard embannet o  soñj, kavout a rit amañ dindan o frezegenn.
 
 
Diwan a ro emgav deoc’h er c’hKM 2018 disadorn dirak gar-mor Gwened da zougen c’hoazh azgoulennou evit ma tapo hor yezh tachenn ha gwiriou nevez evit an dazont !
 

 

Skoliataet omp bet e Skol Diwan Naoned. Ar skol a oa bet digoret daoust da bep tra e 1979… goude pemp bloaz he doa ranket serriñ. Tri bloaz goude gant kalz a youl a-berzh ar familhoù he doa addigoret e 1987.

Digeriñ skolioù Diwan n’eo bet aes gwezh ebet e lec’h ebet. Da gentañ abalamour da enebiezh ar stad, ar bonreizh, ha peogwir e oa ur mennozh araokour-tre krediñ skoliata bugale dre soubidigezh e brezhoneg, ur mennozh az ae enep an dispriz a oa bet plantet e penn ar vretoned ha bretonezed da geñver o yezh, o bro, o istor…

Diaesoc’h eo e Bro Naoned avat. Abalamour d’ar mod m’eo bet rannet hor bro hep na vije bet goulennet gwezh ebet ali pobl Breizh.

 

 

E 1989 setu ar pezh a lavare Skol Diwan Naoned : L’école Diwan de Nantes accueille 22 éleves en maternelle et primaire. Mais cette demande croissante des familles pour une éducation en breton en Loire-atlantique exige :

– Des locaux décents

– Une prise en charge financière correspondant au service public qu’assure Diwan à Nantes car Diwan est une école laique, gratuite et ouverte à tous.

– La reconnaissance politique par les élus de Loire Atlantique

– L’application en Loire Atlantique comme dans les autres départements bretons du protocole signé avec l’éducation nationale.

Assez de promesses electoralistes ! Nous voulons des actes positifs !

 

Abaoe 1989, daoust d’an diaesterioù eo kresket kalz an niver a vugale skoliataet e Naoned, tost da 200 bugel e Naoned, met ivez ur skol e Sant Ervlan, unan e Sant-Nazer, unan e Savenneg, unan e Gwennrann, ha bremañ skolaj Diwan Sant Ervlan ha maorvat daoust d’an diaesterioù ur skol e takad Kernitron-al-Lann dindan nebeut.

400 bugel zo skoliataet dre soubidigezh en departamant. Hag 800 gant an holl hentennoù all. C’hoant hon eus ez afe c’hoazh war gresk !

Da heul skouer Diwan ez eo en em gavet ar brezhoneg er skolioù publik an deskadurezh stad. Ha kement se n’eo ket bet aes kennebeut. Evelto e fell deomp e vefe simploc’h d’ar familhoù skoliata o bugale e brezhoneg en holl hentennoù divyezhek.

Kar m’emañ dazont ar brezhoneg en e gavell istorel emañ ivez er c’herioù bras, er meurgerioù : e Brest, e Roazhon met ivez evel-just e Naoned ha tro-war-dro.

Da heul c’hoazh, ar brezhoneg n’eus kavet e blas e Naoned en ur vagouri, er skol-veur, er radio, er stummadur dibaouez, el levraoueg, er c’hentelioù-noz, war ar panelloù, el levrigoù familh… Ha n’eo ket echu !

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Naoned hon eus c’hoant un emglev stad-strollegezh lec’hel evel ma ‘z eus unan e Rannvro Breizh.

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Breizh a-bezh hon eus c’hoant e vefe kemmet mellad 2 bonreizh ar republik a laka da netra an holl yezhoù a reer yezhoù rannvro anezho.

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Breizh hon eus c’hoant e vefe ur statud ofisiel d’hor yezh.

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Breizh hon eus c’hoant e vefe lakaet un termen d’an disparti a vir ouzhomp da alaniñ a-stroll ha gwitibunan evit reiñ un dazont all d’hor yezh ha d’hor bro.

Bro Naoned e Breizh ! Brezhoneg ofisiel ! Diwan a vevo ! Diwan a gresko !

 

Le Conseil Constitutionnel vient de censurer 2 articles fondamentaux de la loi Molac. Cet organe garant de la Constitution Française ne pouvait en effet remettre en question l’article 2 de la Constitution qu’elle préserve. Un peu de sérieux si on se met dans la peau des Sages. L’article 2 pose la langue française comme langue de la République. Donc l’enseignement en immersion en breton, basque, catalan, corse, alsacien ou occitan dans l’enseignement public est anticonstitutionnel. Une fois encore logique si on se met dans la peau des mêmes Sages. Et puis le français, langue de la République, ne peut reconnaître les signes diacritiques des langues n’étant pas la sienne. La boucle est bouclée. Dans un précédent communiqué, nous faisions part de nos craintes quant aux suites données à la loi Molac. Nous ne nous sommes malheureusement pas trompés. Mais jusqu’à quand le Peuple Breton fera t-il l’aumône envers Paris ? Jusqu’à quand le Peuple Breton croira t-il en l’utilisation des institutions françaises pour qu’enfin ses droits les plus élémentaires soient reconnus et appliqués ? Nous avons, une fois encore, la fois de trop espérons-le, la preuve que cette stratégie ne marche pas et ne marchera jamais. Nous appelons donc à la construction d’un pouvoir propre en Bretagne muni de compétences législatives dans les domaines linguistiques, éducatifs, économiques, sanitaires et environnementaux. Cette construction ne semble pas être à l’agenda des diverses listes voulant toutes « plus de Bretagne » à l’occasion des prochaines élections régionales. Si nous oeuvrerons à la construction cette justice sociale nous seront également dans la rue aux côtés de celles et ceux qui lutterons pour parvenir à cet objectif. A commencer par le samedi 29 mai à Guingamp à 13h30, place de la Gare, pour la grande manifestation pour l’officialisation de la langue bretonne, à l’occasion de l’arrivée de la Redadeg 2021.

Pour l’organisation de la Gauche Indépendantiste, War-Sav.

An ali goulennet digant Kuzul ar vonreizh gant tri-ugent kannad perzh deus LREM da heul vot al lezenn diwar-benn ar yezhoù reer rannvroel anezho a addegas da soñj an holl ez eo ar strollad-se ha da gentañ tout JM Blanquer, enebour liesseurted ar yezhoù.

Peogwir n’eo ket bet kadarnaet al lezenn dindan pemzektez gant ar prezidant o deus gellet ar gannaded ober seziz evel ma vije bet raktreset en a-raok.

N’eo ket reizh e 2021 e vefe dibabet dazont ar brezhoneg hag ar yezhoù all, dalc’het penn gante dirak ar Stad-C’hall distrujus e-pad ken pell, diouzh ali ur c’huzul nann dilennet war ur vonreizh votet e 1958.

E Breizh e c’hellomp en em glevet evit treuzkas hor yezh, gellet mestroniañ dre ensavadurioù dizalc’h ur politikerezh yezh adperc’hennañ ledan a ra diouer deomp.

Mat eo deomp bepred mont skoaz-ouzh-skoaz er straed adarre gant an holl vretoned kar-o-yezh evit ma vo doujet d’hor gwirioù broadel.

Dizalc’hourezed ha Dizalchourien an tu-kleiz/War-Sav 

Anzav a ra dizalc’hourien ha dizalc’hourezed a-gleiz bezañ bet souezhet war an tu-mat gant ar vot e parlamant Pariz diwar-benn ar yezhoù a reer « Rannvro » anezho.

En ostant d’ an hentoù proseziñ evit kas dirak ar c’huzul bonreizhel al lezenn nevez gant kevredigezhioù gouestlet da zifenn al likelezh en ur mod strizh e fell deomp ezteurel ar pezh a heul :

Dont a ra ar vot mañ da suraat an deskadurezh dre soubidigezh ha digeriñ a ra hentoù nevez en deskadurezh publik.

Da gentañ ez eo trec’h an dud bet oberiant da adperc’hennañ hor yezh hag o c’henseurted er broioù all n’o doa ket gortozet a lezenn-mañ evit mont war hent an oberoù pleustrek da dreuzkas ar yezh.

Fellout a ra deomp e rofe diouzhtu maered Breizh a zo dleet en ober an treziad skol d’ar skolioù Diwan kenkaz n’o defe ket graet kement-se c’hoazh hep gortoz dekred arverañ al lezenn

Karout a rafemp e chomfe an holl war evezh evit ma vo lakaet e pleustr perzhioù al lezenn nevez e Liger-Atlantel ivez, kar el lodenn se deus hor bro servijoù an deskadurezh-stad a vez aliez a feiz fall a-benn lakaat e pleustr ar polikerezhioù publik gouestlet d’ar brezhoneg.

Ouzhpenn d’ar c’helenn al lezenn a ro gwirioù evit ar panellerezh er strollegezhioù foran ha war an hentoù koulz ha d’an arouezennoù diakritek.

D’ar stad eo da lakaat e pleustr al lezenn nevez er servij publik a zeskadurezh. A-benn reiñ ur ster d’an arakadennoù e vo ret stummañ ar gelennerien ha digeriñ muioc’h a bostoù er c’honkourioù. Kenkaz ne vefe ket graet kement all e vefe reizh deomp lakaat ar stad dirak he c’hirriegezhioù da heul al lezenn votet gant he dilennidi.

Padal ma na vestroniomp ket amañ e Breizh ar binviji ensavadurel evit mont war an hent mat e vo start lakaat e pleustr ar pezh zo bet gounezet.

Hep barregezh lec’hel nevez, evel hini ar c’helenn hag ur youl bolitikel splann gant ar c’humunioù, an departamantoù, an tolpad-kerioù, ar Rannvro n’ez aimp ket gwall bell.

Evit treuzkas ur yezh ha lakaat anezhi da vevañ hon eus ezhomm doareoù ambrougiñ war dachenn an dudi, an obererezhioù sevenadurel, ar sportoù, ar mediaoù, ar stummadur, ar vuhez ekonomikel hag a zo war dachenn barregezhioù lec’hel termenet gant an Emglev Stad-Rannvro evit yezhoù Breizh hag o implij er vuhez foran.

Ezhomm hon eus un emsav pobl ledan evit lakaat ar Rannvro da c‘houlenn groñs digant ar gouarnamant kreiz un emglev youlek evit mont da vat war hent ofisialisadur hor yezh vroadel.

War-Sav.