Tag

merc’hed

Browsing

Ur c’hamp emren e brezhoneg e miz Suilhet [Gouere] 2018 :

Petra ‘vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.
Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Devezhioù ‘zo ‘vo klasket aozañ kentelioù brezhoneg evit ar re a fello dezho mont. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.
Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget ar c’hentelioù, an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit deomp, enta, petra ‘fell deoc’h aozañ.

Penaos ‘vo graet ?

Etre ar Yaou 12 hag ar Meurzh 17 a viz Suilhet ‘vo graet. Gwelloc’h eo ma c’hellit chom a-hed ar c’hamp, pe daou zervezh d’an nebeutañ.Ne fell ket deomp e vije ker ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 5 pe 7 euro bennak evit kement devezh ‘vo bet chomet er c’hamp. Ne servijo ket an arc’hant nemet da baeañ ar boued.

Pelec’h e vo ?

War un tiegezh [ur menaj, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.
Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg…

Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?

N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]), a-raok ar 5 a viz Suilhet. Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.
Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp.

Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».

A-benn lidañ an 8 a viz Meurzh « Devezh Stourm Etrebroadel evit Gwiriou ar Merc’hed » hon eus dibabet da gemer perzh er c’houlzad « Shengal » da zastum arc’hant evit kas lienennoù hemostatek da stourmerezed YJS (Unvezioù Merc’hed Shengal) ha YPJ (Unvezioù Gwarez ar Merc’hed) e Shengal hag er Rojava.

Petra eo ar c’houlzad Shengal ?

Tapet hon eus an diviz da aroueziñ ar c’houlzad en ur skignañ war un dachenn ledan tre skritelloù ma weler Ivana Hoffman warne. Piv eo Ivana Hoffman ?

Ar stourmerez wregelourez , etrebroadelourez a oa aet d’an anaon 3 bloaz zo, d’ar 7 a viz Meurzh 2015 er stourm enep DAESH er Rojava. Peget zo bet skitellou un tamm pep lec’h e Breizh e Naoned, Roazhon, Gwengamp, Lannuon, Brest ha Kiberen a-benn lakaat war wel ar muiañ ar gwellañ ur c’houlzad a saveito buhezioù.

Ar gasadenn gentañ gant lienennou hemostatek Celox zo erru er Shengal div sizhun zo hag an eil zo war an hent !

Kemerit perzh: pegit pe roit !

Ma fell deoc’h kemer perzh oc’h pedet da bellgargañ ar skritelloù da begañ anezhe e lec’h a garfed. Deuit e darempred ganeomp dre shengalbreizh(at)gmail.com, bez e c’hellit ivez ober un donezon en linenn dre al lec’hienn www.shengal.xyz

Enor da gKendal Breiz

E Karaez e vimp d’ar sadorn 10a viz Meurzh evit rentañ enor d’hor c’hamalad Kendal Breizh (Olier) lazhet er c’hurdistan e Afrin d’an 9 a viz c’hwevrer e-pad ur vombezadeg durk.

Deuit e darempred ganeomp !

Heuliit ac’hanomp dre dTwitter war @shengalbreizh !

Kiberen
Naoned
Lannuon

Sed amañ un destenn hollvrezhonek hon eus lennet war lec’hienn Indymedia Naoned. Dedennus eo gwelet ez eus brezhonegerezed ha brezhonegerien o aozañ seurt kampoù en un doare emren ha moarvat e vo laouen lennerien/lennourezed zo o kemer perzh en devezhioù labour en tiegezh-se e Plougastell-Daoulaz.

E miz Suilhet o tont, e Plougastell-Daoulaz.

Ur c’hamp evit bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.

Fliked, faskourien : chomit er gêr.

• Petra ‘vo graet ?

Bevañ e brezhoneg, ha n’eo ket kaout ur bern kentelioù.

Labouret ‘vo er parkeier, kinniget ‘vo atalieroù a bep seurt, fardet ‘vo boued asambles, hag amzer a vo ivez da vont d’an aod pe da bourmen. Bemdez, e-pad un eurvezh pe ziv e vo aozet kentelioù brezhoneg evit ar re a fello dezho mont. Tabutal ha kaozeal a rimp ivez, evel-just.

Gant ar stajidi eo ‘vo kinniget ar c’hentelioù, an atalieroù hag ar beilhadegoù. Lavarit demp, enta, ma fell deoc’h aozañ un dra bennak pe labourat war ur poent yezh bennak.

• Penaos ‘vo graet ?

Div lodenn a vo er staj-mañ :

– d’ar Meurzh 11 ha d’ar Merc’her 12 a viz Gouere e vo staliet an traoù, renket al lec’h, aozet ar program. Digor e vo d’an holl dija.

– d’ar Merc’her 12, war-dro 5 eur goude merenn e krogo ar staj da vat, betek ar Sul 16.

N’eo ket dav deoc’h chom a-hed ar c’hamp, met mat eo ma lavarit demp peur e teufec’h, demp da brenañ boued d’an holl.

Ne fell ket deomp e vije kêr ar sizhunvezh. Goulennet ‘vo gant pep hini reiñ 5 pe 7 euro bennak evit kement dervezh ‘vo bet chomet er c’hamp. Ne servijo ket an arc’hant nemet da baeañ ar boued.

• Pelec’h e vo ?

War un tiegezh [ur menaj, m’ho peus c’hoant] e Plougastell-Daoulaz. Saout, deñved, yer ha legumaj a zo war an tiegezh, setu arabat deoc’h kas ho chas ganeoc’h.

Un dachenn vras a vo evit kampiñ, setu kasit un deltenn ganeoc’h. Ma ne c’hellit ket kampiñ (evit abegoù yec’hed, da skouer), lavarit deomp. Un disoc’h bennak a vo kavet.

• Petra ‘zo da c’houzout a-raok dont ?

Digor eo ar c’hamp d’an holl. Dre se e klaskimp doujañ ouzh an holl, ha surtout ouzh an dud vinorelaet er gevredigezh-mañ : merc’hed, tud paour, heñvelreizhidi hag an holl LGBTI, tud estren pe tud a vev feulster abalamour da liv o c’hroc’hen… Ni fell deomp e vefe an dud-se en o aes er c’hamp-mañ.

E brezhoneg ‘vo graet tout. Anat deoc’h ne vo amprouenn yezh ebet da zervezh kentañ ar staj : deuit memes ma ne gomzit ket mat (c’hoazh), met dav deoc’h gouzout ne vo ket troet ger ebet deoc’h d’ar galleg.

• Me fell din mont ! Penaos ‘ran evit lakaat va anv ?

N’ho peus ken nemet skrivañ ur mail da brezhoneg [at] riseup.net (lakaat @ e-lec’h [at]). Displeget ‘vo deoc’h war-lerc’h pelec’h emañ an tiegezh resis, hag all.

Skrivit d’ar mail-se ivez m’ho peus goulennoù da ober ouzhomp.

• Piv omp ?

Ur strolladig tud eus Plougastell ha tro-war-dro, ha eus pelloc’h ivez. Lod ac’hanomp a zo ezel eus kevredigezh « Re diwar ar maez ».

Gant Robert Neal Baxter.

Ar pennad-se zo bet embannet da gentañ e galizeg er gelaouenn Terra e Tempo.

N’eo ket alies ma vez embannet pennadoù diwar-benn an dilhad war al lec’hienn-mañ. Hag e gwirionez ne vefe ket gwall dedennus kemenn deoc’h e vo prest ma brozh nevez a-benn nebeut… nemet m’eo ur paotr ac’hanon.

Ar vrozh a zo ar pezh dilhad eeun bet implijet a-hed an amzer koulz gant paotred ha gant maouezed abaoe ma oa bet ijinet ar berrwisk kentidik. Gwisket e veze gant ar baotred en Henegipt (shenti) hag gant an Azteked (maxtlatl), hep ankounac’haat c’hiton ar Henc’hresianed. Hag hiziv c’hoazh e vez gwisket ingal gant paotred ha merc’hed dre ar bed a-bezh, da skouer an izaar pe ma’awaz er broioù arabek, al lungi pe mundu en Iskevandir Indez, ar sarong en Indonezia ha Sri Lanka, pe c’hoazh ar pareo er Polinezia, ar macawiis e Somalia hag ar malong er Filipinez, ha tostoc’h ouzhimp ar fustanela hengounel e meur a vro valkaniek, brudet a-drugarez d’an evzoned, ar warded a gaver dirak Parlamant Gres…

Ha koulskoude, estreget ur re nemedenn ral pe raloc’h, en o zouez ar c’hilt pe fèileadh hag ar soutanenn, e broioù ar C’hornôg hag en amzer a-vremañ e vez sellet ouzh ar vrozh evel ur pezh dilhad evit ar merc’hed nemetken. Hag abalamour da se, he deus talvezet ar vrozh ivez a-hed an istor da lakaat a wel d’an holl saviad izeloc’h ar maouezed er gevredigezh, arouez ar fed m’az eo bodoù diskiant anezhe, perc’henniezh o zadoù hag o gwazed, dres evel ar vugale hag ar chatal. Lakaet e vez sklaer-tre war wel al liamm-se etre ar vrozh hag ar galloud sokial pa seller ouzh al lid-tremen gwezhall anvet breeching e saozneg, pa veze gwisket bragoù gant ur paotr evit ar wezh kentañ pa oa deuet d’an oad-gour, hini ar skiant. Setu aze un oad, hini ar vajoriezh, difennet groñs ouzh ar maouezed e dizhout, hag int tonket da viken da wiskañ dilhad ar vugale. Hag arabat disoñjal ivez, betek nevezik ’zo e veze lakaet da dorfed mont war goust gras kaer ar baotred-se e meur a vro dre are bed, en o zouez $tadoù-Unanet AmeriKKKa, bet harzhet eno maouezed en XIXvet kantved tamallet da vezañ gwisket bragoù. Eno ivez en XXvet kantvet c’hoazh e veze difennet oute o gwiskañ er Sened, ha kaset d’an toull-bac’h ur vaouez e 1938 abalamour dezhi gwiskañ bragoù el lez-varn. Pebezh torfed a-enep d’an urzhiadurezh!

N’on ket sot gant ar mod, na tamm ebet, met a-viskoazh em eus kavet brav ar brozhioù evit ar baotred ijinet gant Jean-Paul Gaultier hag fellout a rae din kaout unan heñvel evidon. Divizout a ris kregiñ tamm-ha-tamm gant ur c’hilt, rak kreñv eo an aon a c’hell sevel diwar pouez ar gwask sokial. N’on ket o klemm avat, evel ma ra paotred ’zo, peogwir eo ‘berzet’ ouzh ar baotred sañset (Gant piv? Pelec’h?) ober traoù a c’hell ar maouezed ober (stammañ, gwriat, hag all herveze…), rak pozitivel em boa kavet an taol-arnod kentañ er straedoù dre vras, estreget ur re selloù kurius. En em divlevañ a ran abaoe pell ivez, ar pezh a ya a-enep da batrom hengounel ar baotred. Met disheñvel-krenn eo an dilerc’hioù pa ya ar baotred a-enep d’ar reolennoù diouzh ar rebecherezh sokial kreñv a deu war wel pa ya ar maouezed a-enep d’o fatromoù doare-bezañ, degaset da soñj dezhe ha kreñvaet a-drugarez da wask ar ar vruderezh a beb seurt a gavont tro-dro dezhe war ar pemdez.

Diouzh un tu, e c’hellfed lâret n’eus abeg ebet pa seller ouzh an istor evit a virfe ouzh ar baotred gwiskañ brozhioù. Ret eo kas an traoù un tamm pelloc’h avat, o vont war dachenn ar politikerezh kentoc’h evit hini an dibaboù hiniennel, o lakaat ar vrozh gwisket gant ar baotred da vezañ ur benveg a sikourfe da gas d’an traoñ an doareoù-soñjal diamzeret ha kilstourmer diazezet war ar batriarkiezh.

Tennañ a ra d’al luskad gender fuck a glask krouiñ gourevelezhioù nevez o vont dreist da reoladoù ar gourevelezhioù hengounel pennañ oc’h empentiñ ar genad evel un doare performance pe doare-emdalc’h foran. Ar pal a zo kas d’an traoñ bevennoù ar binom benel/gourel, abeg pennañ ar patromoù kizreoladel hag arralreoladel. Setu pennaenn ar batriarkiezh: disrannañ an dud e daou strollad disheñvel-mik an eil diouzh egile, gant bep e interestoù, barregezhioù hag doareoù-bevañ sañset diazezet war un diforc’h biologel ‘naturel’ don. Diwar seurt mennozhioù eo ma tiwan stereotipòu ideologel evel “Ar baotred a deu eus Meurzh hag ar merc’hed eus Gwener”. Gwir eo, ar maouezed a zo anezhe ur strollad resis mac’homet abalamour d’o genad en ur gevredigezh patriarkel evel hon hini hag a abalamour da se e ranker anzav ec’h eo diheñvel o interestoù-i diouzh re ar baotred ha ret eo d’al luskadoù araokaour derc’hel kont eus an diforc’hioù-se. Met sokial eo an diforc’h-se ha n’eo ket biologel pe naturel: n’eo ket peogwir e teu ar maouezed hag ar baotred eus planedennoù disheñvel, met peogwir e vezont desavet hervez patromoù disheñvel, o lakaat an eil re da vezañ dindan beli ar re all. Tu ’zo neuze da lakaat en arvar ha da dispennañ an diforc’hioù-se. Dever an holl luskadoù araokaour an hini a rank bezañ rak o tiskar ar batriarkiezh e vez lakaet da horellañ sichennoù ar gevalaouriezh ivez war un dro, maget diouzh he zu gant rannadur al labour.

N’o deus ar sportoù genad ebet, nag ar c’hoarielloù, ha ne dlefe ket e gaout an dilhad ivez. N’eo ket peogwir e wisker bragoù ma vezer ur paotr, na peogwir e wisker ur vrozh ma chomer hep e vezañ. Ar pal a glasker eo bezañ ur paotr en un doare disheñvel, da lâret eo ur gour emskiant nevez, krouet a-ratozh o vont a-enep d’an talvoudoù diazezet war ar batriarkiezh, an arallrevelezh hag ar gizgenadelezh evit dizhout dieubidigezh pep hini dreist d’ar genad biologel ha sokial. Evel ma skrivas ar varzhez c’halizeg Rosalía de Castro e 1880, un nebeut bloavezhioù goude ma tisklêrias Sojourner Truth “Ha n’on ket me ur vaouez?”, n’heller ket asantiñ d’ar batriarkiezh termeniñ an identelezh c’henadel hervez ar reoladoù sokial hepken:

An holl a lâr o deus ene ur plac’h

ar re a gan meuleudi d’ar c’houlmed ha d’ar bleunioù.

Met pa n’hen ran ket, Itron ar C’houlmed,

Petra on me neuze?

N’on ket ken sot na ken fougaser da grediñ e kemmo ar bed hag e vo lakaet fin d’an gwallziforc’h a-enep d’ar maouezed nemet peogwir e wiskan me ur vrozh. Met tamm-ha-tamm ec’h a an traoù war-raok ivez avat ha pehini eus e du a c’hell stourm oc’h ober traoù bihanoc’h pe vrasoc’h evit freuzañ ar stereotipoù he deus ezhomm dioute ar batriarkiezh evit gallout kenderc’hel gant an disrannadur genadel, solenn ar gevalaouriezh. Ret eo stourm war bep tachenn, evel ma skrivas Añjela Duval, hag e meur a doare a-enep d’an holl voustrerezh (genadel, revel, broadel, trevadennel, gouennel…) evit sevel ur vro dieub da vat e pep keñver hag evit an holl.

Geriaoueg

Dre ma n’eus ket bet embannet kalz diwar-benn danvez ar revelezh hag ar genad e brezhoneg eo bet ret din sevel un toullad nevezc’herioù hag implijout lod all dianav a-walc’h :

arallrevelezh: hétérosexualité

arralreoladel: hétéronormatif

genad: genre

gourevelezh: masculinité

identelezh c’henadel: identité de genre

kizgenadel: cisgenre

kizreoladel: cisnormatif

lid-tremen: rite de passage

reolad: norme

Kerzhadeg noz hep ar baotred d’ar merc’her 11/03 e Roazhon

Merc’hed, lezbianezed, etrereviad.ezed

 

Piv omp ni ?

Ni zo merc’hed, lezbian, , divreviadez, arallreviadez, queer, etrereviadez, du, bras, komunourez, liberterez, tev, gant ur c’harr-samm, gant ur gouel war hon fenn, gant liv war hon dremm, gant brozhioù, moan, bihan, blevek pe divlevet, yaouank, kozh, studierez, mekanikourez, klañvdiourez, labourerez ar reizh, ijinourez, mamm, c’hoar, divugel, merc’hed gant bugale, dibaper, gallez, breizhadez, enbroadez, merc’h da dud enbroet, anreviad, dirollet. Ni zo an holl draoù-se ha lorc’h ennomp.

Ur gerzhadeg ? D’ober petra ?

Evit adperc’hennañ an egor foran ha mont e-maez an dachenn brevez e lec’h omp sañset bezañ dalc’het diwar c’hoant ar gevredigezh patriarkel.

Evit krediñ kemer ar gaoz ha bezañ gwelet hep mezh nag aon.

Evit embann hor gwir da vezañ er straed n’eus forzh pegoulz ha gwisket evel ma fell deomp, gant ur gouel, ur vrozh, pe botoù gant seulioù uhel, ur re vragoù berr, ur pijama pe dilhad sport…

Perak ‘ta e-pad an noz ?

 Peogwir e fell deomp adperc’hennañ an noz ha peogwir e plij an noz deomp.

Evit al lodenn vrasañ ac’hanomp hon eus aon pa vezomp hon unan en noz, aon da vezañ barnet , galvet, heuliet, taget, gwallet, harzet…

Peogwir omp lakaet izel ha goanet gant ar gevredigezh hag he frezegenn a embann «  he deus paket ar pezh a glaske » .

Abalamour da betra kerzhet en un doare nann gemmesk ?

 -Evit adperc’hennañ hon dizalc’hiezh

-Peogwir n’hon eus ket ezhomm eus gwaz ebet evit bezañ en hor bleud e-pad an noz.

-Peogwir «  Arabat eo dit dieubiñ ac’hanon, gouest on d’en ober ma unan ! »

-Evit ar c’henc’hoarezh, evit talvoudekat ar c’hengred etrezomp, er straed, er stourmoù, er vuhez…

-Peogwir e vez eus emzalc’hioù disprizius evit ar merc’hed pe an heñvelreizhidi e pep lec’h : er manifoù, en davarn, e metoù ar stourmerien, er gêr, en tren-buzhug , e straed ar sec’hed , er skol-veur, er preti, war al lec’h labour….

 

Kredomp adkemer ar straed ! Gwregelourezed e vefomp keit ma vo ezhomm !

 

Emgav d’ar merc’her 11 a viz Meurzh , 7e30 noz plasenn Hoche Roazhon.

Kenaozet gant : Strollad enep faskour Roazhon, CNT-KBL, RUSF-RSMHH, Studierezed ar Sindikad Solidaire-Kengred ,izilizo eus an UNEF-UBSF

 

Goude an 8 a viz Meurzh n'eo ket echu ar stourm.
Goude an 8 a viz Meurzh n’eo ket echu ar stourm.