Tag

ofisiel

Browsing

Dec’h, d’an 29 a viz Meurzh, pa’oa bet votet steuñv neveziñ ar politikerezh yezh gant kuzul-rannvro Breizh velestradurel, stourmerien Breizhistance o doa lakaet o azgoulennoù war wel. E-pad breud kuzul-rannvro Breizh velestradurel hon doa dispaket ur giton “Brezhoneg yezh ofisiel=Parlamant“, en ur bouezañ war al lugan-mañ hag en eu deurel traktoù gant hon azgoulennoù. Dre ur gallaoud politikel lec’hel e vo roet d’ar brezhoneg ar plas a dle kaout er vuhez pemdeziek.

« N’eo ket politikerezh yezh kuzul-rannvro Breizh velestradurel a fell deomp dispriziañ » eme unan eus ar vanifesterien. “ ha c’hoazh :   « Faot a ra deomp lakaat ar gaoz war an diouer a zemokratelezh e Breizh ha diefeusted an ensavadurioù evel ma vezont betek bremañ

E penn-kentañ an nozvezh e oa en em vodet un tregont stourmer bennak eus Breizhistance, gant tud UDB, dirak ar Rannvro.

Adembann a reomp neuze n’eus nemet ur strollegezh, bodet enni an holl zepartamantoù (Liger-Atlantel en o zouez) hag ar rannvro, dezhi barregezhioù lezenniñ, ha kemeret ganti hent ur parlamant lec’hel gwirion, a vo gouest da remediañ ouzh ar berrentezioù-se.

N’eus nemet ur parlamant breton a c’hello reiñ d’ar yezh vrezhonek ar binviji ret da zerc’hel anezhi bev ha d’he ziorren, hag a walc’ho an diouer a zemokrateleezh lec’hel war holl diriad Breizh.

Maiwenn Salomon souhaite affirmer sa solidarité avec le jeune homme interpellé samedi pour avoir collé des autocollants sur les murs de la poste de Guingamp.

La revendication d’Ai’ta pour l’utilisation de la langue bretonne dans le service public postal est juste. Le service public devrait être au service de tous les bretons de Brest à Clisson, tous les usagers devraient être accueillis dans la langue du pays s’ ils le souhaitent.

Il existe une autre route que celle de la répression !

Il faut créer une atmosphère sereine pour trouver une solution au problème mis en évidence par Ai’ta.

Nous demandons à la direction de la Poste de ne pas porter plainte contre les membres d’Ai’ta.

Nous demandons à la direction de la Poste d’accepter toutes les demandes de formation émanant des salariés de cette entreprise pour apprendre la langue bretonne.

Nous demandons à la direction de la Poste de mettre la langue bretonne en évidence de façon claire dans leurs bâtiments et leurs communications.

Nous demandons aux syndicats des salariés de la Poste de faire connaitre leur positions.

Nous réaffirmons que nous lutterons jusqu’à l’officialisation de la langue bretonne !

Malgré la répression de l’état français les bretons ont continuer à parler leur langue, les jeunes d’Ai’ta vaincront !  Continuons la lutte !

Maiwen Salomon et Pacal Richard candidats Breizhistance Indépendance et Socialisme sur la circonscription de Guingamp.


Brezhoneg e pep lec’h !

Fellout a ra da vMaiwenn Salomon embann ez eo skoaz-ouzh-skoaz gant ar paotr yaouank bet harzhet disadorn abalamour m’en doa lakaet pegsunioù ouzh mogerioù an ti-post e Gwengamp.

Azgoulenn Ai’ta evit ma vo implijet ar brezhoneg e servij publik ar post zo ur goulenn reizh. Ar servij publik e Breizh a dleefe bezañ e servij an holl vretoned eus Brest betek Klison, rankout a rafe an holl dud a fell dezhe ober gant ar brezhoneg bezañ degemeret e savadurioù an ti-post e yezh ar vro ma blij dezhe en ober.

Estroc’h evit hent ar waskerezh a c’heller tapout !

Ret eo krouin un aergelc’h seder evit rein un diskoulm d’ar gudenn lakaet war wel gant Ai’ta.

Goulenn a reomp digant renerezh ar post chom hep sevel klemm a-enep da stourmerien Ai’ta.

Goulenn a reomp digant renerezh an ti-post sentin ouzh kement goulenn stummadur evit deskiñ brezhoneg a vo savet gant gopridi an embregerezh-se.

Goulenn a reomp diganto avat lakaat ar brezhoneg war wel en un doare splann en o savadurioù hag en o doareoù kehentiñ.

Goulenn a reomp digant sindikadoù labourerien ar post reiñ o soñj.  Adembann a reomp e stourmimp betek ma vo ofisiel ar brezhoneg.

Daoust da wask ar stad o deus kendalc’het ar vretoned d’ober gant ar brezhoneg , trec’h e vo tud yaouank Ai’ta !

Dalc’homp gant ar stourm !


Hervez an UNESCO e vefe ar brezhoneg e-touez ar yezhoù en arvar. Anat eo d’an holl ez eo da gentañ ar stad c’hall a zo kiriek eus diskar ar brezhoneg. Embann kement-mañ na vir ket ouzhomp da embann fraezh ha sklaer ez eo kiriek ar vretoned o-unan eus tonkad o yezh.

Bemdez e rankomp deskiñ, komz, lenn ha difenn anezhi. Pep hini ac’hanomp a c’hell ober un dra bennak evit cheñch penn d’ar vazh. Pep hini ac’hanomp a rankfe bemdez strivañ war an dachenn hiniennel evit ma chomfe ur yezh vev. Ober kement all na c’hell ket mirout ouzhomp da gemer perzh e darvoudoù stroll evit ma vefe doujet ouzh ar brezhoneg er vuhez bublik. Evel m’o doa graet da skouer , stourmerien Breizhistance.IS en ur gemer ar gaoz e brezhoneg dirak lezvarn Roazhon d’ar 16 a viz Meurzh.

Abaoe ma oant bet kaset da sutal en un doare prim ha dismegansus gant Pierre Dillange , barner gall stag ouzh lezvarn engalv Roazhon ez eus bet meur a strollad oc’h embann o skoazell d’ hor stourmerien hag en ur c’houlenn gant ar republik madelezhus cheñch emzalc’h da geñver hor gwirioù yezhel.

Mennegomp neuze ar strollad Ai’ta ha re yaouank an UDB ha 44= Breizh . Ar frammoù anvet “Breizh Unvan/ Bretagne Réunie” evel “Kevre Breizh” o deus skrivet da vaodiern ar justis e Pariz o c’houlenn e vefe doujet ouzh ar brezhoneg, en ur  zisplegañ e oa bet feuket darn eus ar vretoned gant komzoù hag  emzalc’h ar barner hag o c ‘houlenn e kinnigfe, en ur mod pe un all, digarezioù d’ar vretoned. Kement-mañ zo bet graet ivez gant Kristian Troadec ha Kristian Derrien , bet dilennet n’eus ket pell zo e kuzul-meur Penn-ar-Bed evit ar strolladBreizh War-raok/Mouvement Bretagne et Progrès” .

Trugarez vras dezho !

N’hon eus ket klevet c’hoazh : Strollad Breizh/Parti Breton, UDB, Europa Ekologiezh,an NPA,  un toullad dilennidi…N’eo re ziwezhat.

O c’hortoz o c’hemmenadenn  ne c’hellomp nemet pediñ ac’hanoc’h da gemer perzh niverus en darvoudoù a heul evit plas ar brezhoneg er vuhez foran :

D’ar sadorn 9 a viz Ebrel e Roazhon gant ar strollad Ai’ta  ha Skeudenn Bro Roazhon dirak an ti-kêr da 2 e gm

D’ar Merc’her 13 a viz Ebrel da 10e00, plasenn Breujoù Breizh evit klevet barnidigezh lezvarn Roazhon a-enep d’hon daou ezel hag embann e kendalc’himp gant hor c’houlzad evit ma vefe doujet ouzh ar vrezhonegerien gant an ensavadurioù gall.

-Etre an 10 hag an 12 a viz Even e Kawan evit Gouel broadel ar Brezhoneg !

http://www.gouelbroadelarbrezhoneg.org/

-D’ar sadorn 18 a viz Even e NAONED evit unvaniezh hor bro hag evit hor yezh.

http://44breizh.com/