An Diada, devezh broadel Katalonia, a vez dalc’het d’an 11 a viz Gwengolo. Aozet e vez e koun difennourien Barcelona, lazhet o tifenn kêrbenn ar vro e 1714 a-enep soudarded Roue Bro-Spagn. Un devezh vak an hini eo er Generalitat.
Lidoù, predoù, ambrougadennoù liesseurt a vez aozet gant an holl vrogarourien. Talvoudus eo evit priziañ chal-dichal an nerzhioù broadelour hag o barregezh da lakaat o deiziataer broadel e-kreiz ar jeu politikel.
Ar frammoù brogarour brasañ : ANC hag Omnium, bet aozet ganto ar referendom dalc’het e 2017 a-zivout an dizalc’hiezh, o defe bodet ar bloaz-mañ 100 000 den en darvoud pennañ e manif Barcelona. Muioc’h eget warlene eta pa oa deuet tro 80 0000 da lavarout ne oa ket echu emgann pobl Katalonia evit an dizalc’hiezh. Ma ouzhpenner an darvoudoù bet dalc’het d’an derc’hent e Girona hag all e erruer da 130 000 den o defe kemeret perzh en Diada en ur mod pe un all.
An tu-kleiz dizalc’hour strollet evit an dilennadoù dindan logo ar c’hCUP Candidatura d’Unitat Popular en defe strollet 8 000 den e Barcelona en abadenn bennañ aozet ganto. Diouzh ar beure e oa deuet miliadoù a dud er straed carrer Ferran e-lec’h ma oa bet lazhet ur paotr yaouank anvet Gustau Muñoz, d’an oad a 16 vloaz e 1978 gant polis Madrid da zevezh an Diada. Bep bloaz e teu e familh ha tud yaouank ar strollad Arran da rentañ enor dezhañ ha da c’houlenn justis, kar n’eo ket morse barnet ar poliser en devoa tennet d’an devezh se. Ar bloaz mañ avat , derc’hent an Diadà en deus roet da c’houzout gouarnamant Madrid, hini ar maodiern kentañ sokialour Pedro Sanchez, e vefe digollet ar familh gant ur sammad a 250 000 euro. Un doare eo da anzav kirrigiezh ar stad e muntr ar c’homunour yaouank.

Ur strollad faskour katalan, estrengasourien Aliança Catalana, en doa klasket d’an 10 a viz Gwengolo mont da lakaat bleunioù war bez stroll difennourien 1714, el lec’h ma echu an dibunadegoù broadelour e lidoù an Diadà war ar blasenn Fossar de les Moreres. Ranket o doa kuitaat al lec’h gwarezet gant ar polis kar e oant kelc’hiet a bep tu gant stourmerien enepfaskour deuet a viliadoù da skarzhañ anezho.
An deiz goude ez eo ar strolladig nazi spagnol Nucleo Nacional gant 70 den zo bet chaseet gant tud yaouank an tu-kleiz radikal. Emgannoù zo bet gant ar polis da heul. 18 den a vije bet tapet ha kaset d’ar c’homiserdi.
Un Diada gant muioc’h a berzhidi, hag a ziskouez nerzh padus ar vrogarourien, met un devezh a ra heklev da zevezhioù teñvaloc’h diktatouriezh Franco. Bonreizh 1978 lakaet e plas goude e varv, a roas ar statud a emrenerezh zo e plas e Katalonia betek bremañ. Tro 8 000 000 a dud zo o chom e Katalonia hiziv. N’eus nemet un 20 % anezho a oa en oad da vouezhiañ da vare ar referendom diwar-benn an emrenerezh e 1978…..




