Tag

parla català

Browsing

Gwir eo e tap ar brezhoneg e blas e kehentiñ kluboù mell-droad Breizh abaoe un nebeud bloavezhioù.

Soñjomp er boaz tapet gant Sportva Roazhon da ganañ ar « bVro-gozh », e Klub An Oriant a ra alies gant ar brezhoneg ivez war ar rouedadoù niverel ha dre ar c’han ivez. Arabat eo disoñjal Klub Rugby Gwened a ra gant rochedoù skrivet warno «Me zo ganet e -kreiz ar mor» ha «hep brezhoneg Breizh ebet ».

A-viskoazh eo bet tomm suporterien ha renerien klub mil vrudet Barcelona FC ouzh ar c’hatalaneg. Emañ ar c’hlub oc’h adlakaat yezh ar vro e-kreiz e zoare da gehentiñ gant ur c’houlzad nevez anvet « Parla blaugrana, parla català ». Da lavaret eo : «Komz glas-ruz vouk, komz Katalaneg ». Ruz vouk pe granat zo an doare liv ruz a gaver e-kichen al liv glas e arouezioù ar c’hlub.

Pal ar c’houlzad aozet gant ar c’hlub zo da skignañ, gwareziñ, broudañ implij ar yezh.

En un doare pleustrek eo bet roet lañs d’ar c’houlzad gant ur rummad videoioù war ar rouedadoù sokial. Klevet ha gwelet e vez e c’hoarierien ha c’hoarierezed FC Barcelona oc’h ober gant ar yezh, o tisplegañ o darempred ganti. Dreist-holl ar re zo bet tremenet e kreizenn stummañ ar c’hleub ha genidik deus ar vro, met ivez ar re zo o tont eus lec’h all hag a ra ar striv da berc’hennañ, kalz pe nebeud, yezh ar vro.

Unan eus ar c’hoarierien vrudetañ eus ar mare er stad-Spagn a-bezh, Fermin Lopez, ganet e Andalouzia a lavar : « pouezus-meurbet eo azasaat ouzh ar sevenadur katalan ha soñjal a ra din e rankfe kement hini o tegouezhout er vro ober ar striv da gaozeal ha da zeskiñ ar yezh ».

Kika Nazareth, perzh deus skipailh ar merc’hed hag a orin deus Portugal a zispleg pegen pouezus eo bet dezhi ar c’’hatalaneg evit ebarzhiñ muioc’h er gevredigezh lec’hel.

https://www.youtube.com/watch?v=tMnM0DkIwz8

 

Ha klevet ho peus ur c’hoarier e Breizh o lavar kement all ?

Peseurt klub bras e Breizh gant ur greizenn stummañ en deus soñjet plantañ un nebeud eurioù kelenn ar brezhoneg e programm e akademiezh ?