Tag

PCPG

Browsing

Robert Neal Baxter

(Ezel eus strollad labour etrebroadel BNG)

Da greisteiz d’ar 25 a viz Gouere, Devezh Broadel Galiza, en em gavas en tu all da 25.000 den bodet en unan eus plasennoù pennañ Sant-Jakez, kêrbenn ar vro, o kanañ a-gevret kan broadel Galiza goude ma oa bet lennet ar manifesto unvan gant tud brudet pe vrudetañ ar bed ar sevenadur hag ar c’hevredigezhioù. Ar bazenn gentañ e vo evit kregiñ da sevel ul listenn c’halizeg unvan distag diouzh an holl strolladoù spagnolat da geñver an dilennadegoù stad ar bloaz-mañ.

Evel bep bloaz e kemeras perzh er vanifestadeg Bloc’had Broadelour Galiza (BNG), aozadur brogarour pennañ ar vro. Un darvoud istorel e oa ar bloaz-mañ, avat, rak evit ar wezh kentañ e oa bet galvet d’ur vanifestadeg unvan gant ur gensavenn geodedel ledan, Evit an Unvaniezh, dezhi da lugan A Nación Galega (‘Broad Galiza’).

Mont a reas meur a aozadur da heul ar galv, en o zouez ar sindikad broadelour Kengevread Etresindikadel Galiza (CIG), ar sindikad spagnolat Bodadoù ar Vicherourion (CCOO), ar c’hevread Sevenadur Galiza, hag ar gevredigezh Distreiñ d’ar Vro, a zifenn gwrioù galiziz rediet muioc’h-mui da vont kuit o klask labour en estrenvro, ouzhpenn meur a strollad hag aozadur politikel all: Strollad Komunour Pobl Galiza (PCPG), Cerna (strollad disrannet diouzh Anova), ar Bloc’had Dizalc’hour, Bremañ Galiza (nevez savet gant ez-izili Nós-UP, emzivodet e miz Mezheven), Kengevreadur Galiza (CG), Engouestl evit Galiza (CxG) ha zoken an aozadur spagnolat Tu-kleiz Unvan (IU, liammet ouzh Strollad Komunour Spagn).

Diouzh e du, avat e kavas gwell Anova (strollad savet gant tud aet kuit diouzh BNG deuet da vezañ abaoe kevelerion IU e Parlamant Galiza) aozañ ul lid evite o-unan penn ha daoust ha ne oa ket bet galvet gante d’ar vanifestadeg unvan e voe zisklêriet gante memestra e c’hellfe izili ar strollad kemer perzh er vanifestadeg mar felle dezhe…

E meur a lec’h dre ar vro e oa bet prientet an devezh bras gant predoù hag oberezhioù dudi hag arc’hadur all er sizhunioù kent, met loc’han a reas an traoù da vat en derc’hent, da greisteiz d’ar 24, ma oa bet sinet un emglev anvet Disklêriadur Bonaval etre BNG, EH-Bildu (Euskadi) ha CUP (Katalonia).

Nebeut war-lerc’h e oa bet aozet gant Galiza Nova (yaouankizoù BNG) al lid hengounel gant prezegennoù hag arvestoù sonerezh evit dougen bri da gCastelao, tad ar vroadelouriezh galizeg a-vremañ, ha Rosalía de Castro, ar varzhez vroadel.

Da 8 eur noz e loc’has ar manifestadeg unvan ar yaouankizoù, dezhi da lugan Venceremos nós! (‘Trec’h e vimp!’), galvet a-gevret gant Agir, Briga, Comités, Galiza Nova, Isca!, Liga Estudantil Galega, Terra ha Xeira, ha da c’houde an holl da bakañ ur banne er Festigal, ar gouel broadelour bras aozet gant Galiza Nova hag an diazezadur Galiza Sempre a bad betek serr an noz d’ar 25 gant arvestoù sonerezh evit mann, kendivizoù, levrioù da werzhañ ha kevredigezhioù a bep seurt.

Poltred @galizacontre info https://twitter.com/gzcontrainfo?lang=fr
Poltred @galizacontre info https://twitter.com/gzcontrainfo?lang=fr