Tag

prizonidi polikel

Browsing

D’ar 6 a viz Kerzu : e Breizh hag e lec’h all, ra vo muioc’h a oberou evit dieubidigezh Georges Abdallah !

Ar stourm evit dieubidigezh Georges Abdallah na c’hell ket bezañ distag diouzh ar stourm evit frankiz ar pobloù !    

Ul lodenn eus ar stourm evit dieubiñ ar brizonidi politikel ha dispac’hel an hini eo !

 

Georges Abdallah , ur c’homunour Libanad anezhañ, zo engouestlet e dieubidigezh Palestin.

Gallout a rafe bezañ dieub abaoe 1999, nac’hañ a ra Stad-C’hall e vefe laosket da vont, peogwir e talc’h da zougen mouezh ar stourm er brezel a zieubidigezh enep d’an impalaeriezh hag e eztaol sionour. Georges Abdallah zo ar prizoniad politikel koshañ en Europa- goude 40 vloaz en toull-bac’h. Sevel a ra ar bloaz mañ evit an 10vet gwezh ur goulenn dieubiñ amplegadek.

D’ar 15 a viz Du, lez-varn-dalc’h ar c’hastizoù e Pariz he doa klevet ar 4000 den deuet da sikour anezhañ e Lanamesa e-lec’h m’emañ bac’het Georges Abdallah. Heklev o c’hoant dibleg ha pennek da zerc’hel gant ar stourm betek ma vo dieub ar prizoniad dibar-se zo bet klevet ganto.

D’ar 15 a viz Du, lez-varn-dalc’h ar c’hastizoù e Pariz he doa klevet trouz ar c’houlzad evit dieubidigezh Georges Abdallah o vont war greñvaat hag al lañs poblek a c’heller klevet e pep lec’h er C’hwec’hkorn koulz ha war an dachenn etrevroadel o huchal a unvouez  «  Frankiz evit Georges Abdallah !» evel ma oa bet graet d’ar 14 a viz Du e 35 kêr kenurzhiet er stourm.

 

D’ar 15 a viz Du, lez-varn-dalc’h ar c’hastizoù e Pariz he doa klevet ne ra al lañs a genskoazell bet kroget ouzhpenn 20 vloaz zo nemet mont war gresk , en em silhañ a ra e pep lec’h, er miziou diwezhañ dreist-holl, evit dont da vezañ ur wagennad greñv evit ma teufe dieubidigezh Georges Abdallah- hag asambles gantañ, ar stourm reizh evit Palestin- da vezañ e deiziataer politikel hon holl stourmoù a wel d’an holl war an dachenn bolitikel.

 

D’ar 15 a viz Du, lez-varn-dalc’h ar c’hastizoù e Pariz he doa komprenet ne  « tougfe morse Gaza banniel gwenn ar c’hodianañ. Nag ar sionourien, na nerzh torfedel ebet na vo trec’h war youl taliñ ar rezistañs e Gaza » evel ma oa splann e vije graet kement all gant Georges Abdallah hag ar re a harp anezhañ, kar Georges Abdallah zo perzh deus hon stourmoù hag e dieubidigezh da vat zo perzh deus hon emgann betek an trec’h pe an trec’h !

 

Ya ‘vat,  ar 15 a viz Du zo bet un trec’h politikel ha lezennel , met dalc’homp da stourm ! Evit enebiñ ouzh ar galv kaset a-benn gant ar prokulor a lakaa astal war diviz ar-l lezvarn a roe e frankiz da Georges Abdallah e kemeromp perzh e galv nevez ar c’hKoulzad Unvan evit Dieubidigezh Georges Abdallah (KUeDGA) evit ma vo « mil oberenn o vleuñviñ evit e dieubidigezh war an dachenn lec’hel, broadel pe etrebroadel »

.

E pep lec’h e Breizh, e-lec’h ma vez roet kalz arc’hant gant ar strollegezhioù lec’hel da Thalès ha d’al lobi milourel-industriel a denn gounidoù deus an dagadenn impalaerour e Liban-Palestin, bezomp niverus o kemer perzh d’ar 6 a viz Kerzu 2024 , en devezh stourm etrevroadel kenurzhiet evit dieubidigezh Georges Abdallah, Ra vo stank an tolpadegoù, prezegennoù, skritellaouegoù, gitonioù dispaket pe oberennoù arzel.

 

Ar stourm evit Georges Abdallah zo stag da vat ouzh an emgann evit dieubigezh pobloù Liban ha Palestin. Perzh eo deus an emgann evit dieubidigezh ar brizonidi politikel pe dispac’hel bac’het gant Stad-C’hall, hag en o mesk :  re hor c’hamaladed deus Kanaky, Korsika pe Euskal Herria.

 

Itziar Moreno ha Alaitz Aramendi o doa yunet e-pad daou zevezh e toull-bac’h ar merc’hed e Roazhon. An div euskaradez o doa graet kement-se da ziskouez o c’henskoazell a-bell gant Iñaki Bilbao “Txikito” a zo o kas un hir a stourm en un toull-bac’h er stad-Spagn ( Puerto 3).

Bac’het pell diouzh e vro , e unan deus prizonioù kaletañ stad-Spagn Iñaki Bilbao Goikoetxea “Txikito” en deus tremenet 36 bloaz en toull. Perzh eo deus al lodenn deus ar brizonidi politikel a vro Euskal a nac’h e vije bet dilaosket hent an armoù gant ETA. Un dek bennak dionte o deus kuitaet EPPK ( Strollad Prizonidi Politikel Euskadi) evit derc’hel gant ul linenn bolitikel kalet. Harpet int gant ul luskad politikel hag a zifenn ger-stur an distaoliadeg. Iztiar hag Alaitz zo perzh deus EPPK avat. 

 

Daoust da se e felle dezhe sachañ evezh war harz-debriñ hag harz-yec’hed Txikito. Chomet e oa a sav gant ur yun bet dalc’het etre an 9 a viz Gwengolo hag an 30 a viz Here evt azgoulenn “An dizalc’hiezh hag ar sokialouriezh evit Bro-Euskal“. Goude un ehan eo krog en dro d’en ober hag ar wezh-mañ hep evañ, abaoe an eil a viz Du.

 

Ar strollad dizalc’hour bras deus an tu-kleiz “Sortu” en deus embannet ne gomprene ket pal harz-debriñ hag harz-evañ Txikito kar ne oa diskoulm pleustrek ebet d’e azgoulenn. Goude kement a zevezhioù yun emañ e vuhez en arvar bras.

Ouzhpenn da Itziar hag Alaitz prizonidi all er stad-Spagn , en o-mesk komunourien GRAPO/PCE-R a nac’h debriñ a bep eil evit harpañ Txikito en e stourm.  Un nebeud manifestadegoù zo bet ivez gant al luskad a zifenn an doullbac’hidi radikal.

 

Evit skrivañ d’ar prizoniadezed a vro-Euskal bac’het e Breizh : 

Moreno Martinez, Itziar 9599 hag Aramendi Jaunarena, Alaitz 9544 18 bis, Rue de Châtillon    B.P. 3107 35031  Roazhon Cédex    

Saioa Sanchez Iturregi Maison d’Arrêt des Femmes de Nantes Rue de la Mainguais 44300 Naoned.

Goude ur sizhunvezh dispell e kred tud zo keñveriañ o buhez pemdeziek gant hini an doullbac’hidi.

Ne ouzer ket c’hoazh pegeit e pado ar c’henfinañ. Peogwir ez eus amzer vak gant kalz ac’hanomp e c’heller kemer amzer da skrivañ, da c’houzout peseurt mod e tremen ar c’henfinañ er prizonioù. Muioc’h eget biskoazh e rankomp chom war evezh da c’houzout penaos emañ kont en tu-all d’ar mogerioù.

Ne vo ket aotreet ar gweladennoù e-pad pell evit familhoù ar re zo er prizon. Pep lizher a vo ur barrad aer fresk.


E Breizh ez eus peder maouez bac’het evit abegou politikel e Roazhon. Euskarezed anezhe, bet kondaonet evit o stourm e ETA. Pell emaint diouzh o bro.

Areitio Azpiri, Alaitz

Aramendi Jaunarena, Alaitz

Moreno Martinez, Itziar 

Saioa Sanchez Iturregi

18 bis Rue de Châtillon BP 3107 35.031 Roazhon-Cedex

E Lannemezan emañ Georges Ibrahim Abdallah, “kenfinet” abaoe 1984 evit bezañ bet o kas a-benn oberennoù stourm a-enep da arme Israel ha da hini ar Stadoù-Unanet ha kement se er Stad-C’hall.

A-orin deus Liban eo, evel e familh hag e strollad politikel komunour en deus gouestlet e vuhez d’ar genskoazell gant Palestin. Da c’houzout hiroc’h diwar-benn e donkad e c’heller tremen dre aze.

Georges Ibrahim ABDALLAH
2388/A221 CP de Lannemezan
204 rue des Saligues
BP 70166
65307 LANNEMEZAN