Tag

Radio Breizh Breizh

Browsing

Evit ijinañ ha sevel asambles un dazont all d’al labour-douar e Breizh hag a zoujfe ouzh ar beizanted, o yec’hed, o sammad labour hag an endro e rank ar vretoned bezañ kelaouet diwar-benn perzhioù fall ha perzhioù mat an doareoù disheñvel zo da broduiñ.

Evit ma vo kelaouet hag evit ma ray o soñj ar vretoned e rank ar c’helaouennerezed evel Morgan Large hag he c’henseurtez deus Alamagn bet gwallgaset ar sizhun-mañ, bezañ gouest da labourat seder hep na vije lakaet o buhez en arvar.

Laouen e vijemp o klevet sav-poent an holl dud oberiant war dachenn ekonomiezh ar vro diwar-benn fedoù o dije gellet echuiñ en ur mod krisoc’h. Fellout a ra deomp e rofe an dud zo e penn ar Rannvro hag an departamant o skoazell bolitikel hag arc’hant da RKB a zirenk tud zo diouzh a welomp.

Saludiñ a reomp nerzh stourm labourerien ha labourerezed ar radiooù brezhonek o deus dibabet ober harz-labour d’ar meurzh 6 a viz Ebrel, evelte e vefomp e Rostren da greisteiz d’an devezh se da ziskouez hor genskoazell da Vorgan Large ha da RKB.

Dizalc’hourien ha Dizalchourezed a gleiz/War-Sav