Tag

rannvro breizh

Browsing

Da heul ma vije bet embannet disoc’hoù  an enklask sokioyezhoniel urzhiet gant Rannvro Breizh d’ar stal TMO ,  lod o deus soñjet e vefe talvoudus d’ar vrezhonegerien prederiet gant dazont o yezh tennañ kentelioù deus ar sifroù ha stadegoù se.

E 2004 e oa bet votet evit ar wech kentañ un destenn politikerezh yezh gant Kuzul Rannvro Breizh.
15 vloaz goude, sevenet ez eus bet un enklask sokioyezhoniel gant ar Rannvro. Fiziet eo bet al labour er stal TMO. Rannvro Breizh a oa ar Rannvro nemeti enni ur yezh dibar n’he doa ket urzhiet gwech ebet enklaskoù sokioyezhoniel evit anavezout stad an traoù evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Graet eo bet a-benn ar fin.
Peseurt kentel a c’hellomp tennañ evit dazont ar brezhoneg e Breizh e kreiz-Breizh hag e Bro Gwengamp ?

Fulup Jakez ,  rener Ofis Publik ar Brezhoneg a vuhezo daou emgav evit hen ober. :

-Unan e Karaez aozet gant ar gevredigezh nevez ganet Raok d’ar Yaou 31 a viz Genver da 6e15 e  Ti ar Vro Karaez ( Plasenn gwirioù mad-den).  Reiñ a ray ivez ouzhpenn un nebeud elfennoù resis a denn da vro Kornôg Kreiz-Breizh (Pays COB).
E peseurt stad emañ ar brezhoneg er vro hiziv an deiz ? Ha peseurt mod e vo er bloavezhioù da zont ? Pet a dud a ra gant gant ar yezh ? Pe oad int ? Pelec’h emaint o chom ? Darvoud FB dre aze.

-Unan e Gwengamp e Ti ar Vro ( Plasenn maez ar roue )  d’ar Sadorn 9 a viz C’hwevrer da 2e  E pelec’h emaomp degouezhet ? Pet den a ra gant hor yezh ? Piv int ? Pe oad int ? Pelec’h emaint o chom ? Ha warc’hoazh ? Peseurt emdroadurioù don zo e go ? Peseurt hent tapout evit derc’hel penn ? Peseurt binviji hor bo ezhomm evit suraat dazont hor yezh ? Peseurt azgoulennoù a rankomp dougen ? Darvoud FB aze.

Sed aze darn deus ar goulennoù a vo klasket respont dezho. Digor ha digoust eo an daou emgav.

Gallout a reer pellgargañ ha lenn disoc’hoù an enklask dre aze.

 

Tro 250 den zo deuet da vanifestiñ e Gwengamp hiziv d’ar 4 a viz Gouere diwar galv skolioù Emglev Plijidi.

O fal a oa adlâret :  “N’eus bet araokadenn splann ebet abaoe m’eo bet kroget stourm Diwan e miz Gwengolo 2017. Emañ fin ar bloavezh-skol o tostaat. Poent eo deomp aozañ an distro-skol a zeu“.

Manif Diwan Gwengamp 1. Début de la Manif Diwan à Guingamp

Publiée par Bretagne-Info.org sur Mercredi 4 juillet 2018

Skolajidi ha liseidi tremenet danvezioù zo brezhoneg gante nevez zo a oa aze, kemeret o deus ar gaoz. Evel m’o deus graet merc’hed an ti-gwilioudiñ en arvar da serriñ !

Emgavioù all a vo en deizioù :

  • E Roazhon e Klub ar gelaouennerien da 2e GM d’ar Gwener 6 a viz Gouere.
  • E Kemper d’ar sadorn 7 a viz Gouere da 11e dirak ar prefeti.
  • E Karaez dirak ar sal”Glenmor” da greisteiz d’ar Sadorn 7 a viz Gouere.

Deuit niverus, ar stourm ne ra nemet kregiñ !

 

 

Sed aze prezegenn Guillaume Bricaud e anv dizalc’hourien an tu-kleiz e-pad ar vanif :

Demat deoc’h holl ha trugarez deoc’h da vezañ deuet da difenn Diwan.

Abaoe 40 n’eus ket bet tamm a-raokadenn ebet koulz lâret, chom a ra bresk tre ar rouedad Diwan daoust dezhañ skoliata tost da 5000 den eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.Ha petra a vez rebechet ouzh Diwan ? Ar yezh an hini eo ha n’eo ket mann ebet all. Un torfed eo war-a-seblant kelenn e brezhoneg, e euskareg, katalaneg hag all e bro an unyezhegezh c’halleg.

Perak ? Peogwir n’int ket deuet a-benn da renkañ ar yezhoù-se, hag ar brezhoneg evit pezh a sell diouzhomp, ‘ba levrioù istor ar grenn-amzer, daoust d’ar strivoù o deus graet en ugentvet kantvet betek hirie evit lazhañ an holl barlantoù disheñvel, istor o fobloù ha o doareoù da vevañ. C’hwitet an taol siwazh dezhe, ar vretoned a fell dezhe miret o yezh koulz hag o bro !

Macron ne ra ket foutr kaer deus hor yezh, deus hor bro ha deus hon fobl. Deuet eo da Vreizh da gaozeal deus ekonomiezh, an aerborzhioù, an hentoù hag all. Ar brezhoneg ? ur gerig metken ha mat pell’zo. Kenavo ha yec’hed mat !

N’en deus ket komprenet hon doa c’hoant ni reiñ ur statud d’hor yezh, kaout ar gwir da vezañ skoliataet en hor yezh, da skoliata hor bugale didrabas ‘ba hon yezh, bevañ digemplez ‘ba hon c’hantved e brezhoneg, digor d’ar bed. Ha n’eo ket e dilennidi hag  a servijo deomp, ken feal int ouzh o mestr. Randonet e vez deomp alies hag e rankomp kaout fiziañs, gortoz, emaint o selaou hag oc’h ober o seizh gwellañ evit mad ar bobl. Kaoc’h gante !

Dre chañs e chom tud yaouank mennet o deus komprenet mat ha ne oa nemet un doare d’ober evit difenn hon gwirioù: an disujidigezh an hini eo ha n’eo ket goulenn an aluzenn digant an aotroù prezidant peotramant an aotroù Ferrand pe An Drian. Henn graet o deus. Tremenet ‘neunt o arnodenn skiantoù e brezhoneg hep an aotre, ar matematik evit al liseidi hag an SVD evit ar vreved. ‘Neunt ket gortozet e vefe lâret ya dehz, henn graet neunt.

Ha petra eo bet respont Bro-C’hall ? Nac’hañ ha kas ensellerien da viret ouzh ar gelennerien gouest ha prest d’henn ober da difaziañ o c’hopiennoù.

Reutiñ a ra Bro-C’hall. Deomp ni eo bremañ da dremen ar pont ha da vont pelloc’h. N’eus ket met un doare da vont war-raok, kaout ur statud ofisiel evit hor yezh. Ha ret e vo stourm evit-se kar ne vo ket roet deomp, tapet e vo ganeomp ha setu tout. Ar c’hallaoued o devez ar gwir da arnodiñ ‘ba o yezh desket dezhe ‘ba skol? Ar memes gwirioù e rankomp kaout ! Hag evit an holl dañvezioù. Soutenomp ar re yaouank kalonnek o deus kredet henn ober. Kemeromp hon gwirioù ni-hon-unan ha n’eo ket goulenn digant Bro-C’hall ar bruzhunoù o doa roet d’an euskariz. Bezomp disuj ni ivez. Ar re yaouank o deus digoret un erv, deomp-ni eo da heuliañ o skouer ha da ambrougañ anezho betek an trec’h. Tremenomp an holl ac’hanomp gouest d’henn ober ar bacho pe ar vreved e brezhoneg ar bloaz o tont.

N’eus ket mann ebet da c’hortoz digant ar Stad C’hall, e-giz ma lâre Youn Bras, les droits qu’on a ça se demande pas, les droits qu’on a on les prendra.

Trugarez d’ar re yaouank, tennomp gounid eus o emzalc’h kalonek ha kendalc’homp ar stourm evit hor gwirioù.

BREZHONEG YEZH OFISIEL EUS EUSA DA GLISON !

Manif Diwan Gwengamp 2

Prezegennou e Manif Diwan Gwengamp. Discours de la manif des écoles DIWAN.

Publiée par Bretagne-Info.org sur Mercredi 4 juillet 2018

Ha dont a ray Gwengamp da vezañ kêrbenn ar manifestadegou er sizhunvezhioù da zont ? Ouzhpenn d’an emgaviou roet gant implidi/impliajadezed an ti-gwilioudiñ e ro ar  skolioù Diwan bodet dindan anv “emglev Plijidi” emgav deoc’h d’ar Merc’her 4 a viz Gouere.

Daoust d’ar pezh a glever amañ hag a-hont,  komzoù toull, koulzadoù jestraouiñ dilennidi zo e parlamant Pariz na cheñchont netra war an dachenn evit ar skolioù dre soubidigezh lakaet diaes gant cheñchamant dezverkoù ar c’hevratoù sikouret.

N’ouzer ket evit poent ha manifoù all a vo e Breizh d’an devezh se met arru eo poazh an dregeriz gant an diouer a youl da stourm zo gant tud zo, na vo a-raokadenn ebet ma chomomp da ruzañ didrabas dindan heol tomm an hañvezh o kregiñ !

Poent eo da dud zo kompren ez eus da vat deus skoliou en arvar da chom hep digeriñ hep diskoulm pleustrek ebet er sizhunvezhioù da zont evit ar postoù na dennont ket deus ar c’helenn da skouer.

Ar c’hoant meump da vezañ trec’h ha da gas hor bugale e skolioù az a en-dro evel ar re all e distro-skol miz Gwengolo ha faot a ra deomp  gwelet rouedad ar skolioù Diwan o vont war astenn er vro a-bezh. Evel meump c’hoant e c’hellfe al liseidi tremen kement arnodenn a fell dezhe en o yezh skol.

N’eo ket en ur chom hep kemer hent ar stourm en dro e teufomp a-benn d’en ober.

Pa vez ar vretoned oc’h vont war-raok asambles ez a war souz ar gouarnamant gall ! War a seblant n’eus nemet difennerien ar brezhoneg n’o deus ket komprenet se !

Tennomp kentel deus kiladennou ar stad diwar-benn an tennañ treizh, ar mengleuzioù, an aerborzh ha nevez zo diwar-benn gwiliouderezh Gwengamp ! Ar stourmou se n’int ket bet gounezet en ur gas lizhiri pe en ur stlejal evel naered dirak kannaded Pariz…

M’emaoc’h a-du ganeomp deuit d’ar Merc’her 4 a viz Gouere e Gwengamp. Hent-all dalc’hit da lipat treid lous ar re o deus gwerzhet o ene da bariz hag a glask reizhabegiñ o c’hadorig dic’halloud en ur gas lizhiri diefed da brezidant republik ar Frañs.

Pep hini zo lib’ !

Kredomp stourm, kredomp bezañ trec’h !

Kerent skoliou Diwan bro-dreger deus an tu-kleiz dizalc’hour.

Sed aze galv emglev Plijidi :

N’eus bet araokadenn splann ebet abaoe m’eo bet kroget stourm Diwan e miz Gwengolo 2017. Emañ fin ar bloavezh-skol o tostaat. Poent eo deomp aozañ an distro-skol a zeu.

Skolaerien, ASEM, skolidi, tud ar vugale, mignoned Diwan, deuit niverus dirak isprefeti Gwengamp d’ar Merc’her 04 a viz Gouere da 10e30 evit diskouez e chomomp war ziwall betek kaout un dazont padus evit rouedad Diwan. Betek an trec’h !

Da heul ar vanif bet dalc’het e Lannuon gant 500 den diwar galv skoliou bro-dreger emañ ar rouedad Diwan en e bezh war hent ar stourm adarre. Setu ma c’halv an holl da gemer perzh en ur vanifestadeg d’ar sadorn 26 a viz Mae. An tier-bro a gemero perzh ha dreze ar metoù sevenadurel a-benn difenn hor yezh hag hor skolioù.

Rouedad skolioù Diwan a c’halv da gemer perzh er vanifestadeg vras a vo dalc’het d’ar 26 a viz Mae
2018 e Roazhon evit ma vefe kaset war-raok ar statud a zo ret evit e skolioù.

Diwan a c’houlenn e vefe sevenet goulennoù ar c’helenn dre soubidigezh :

Diwan a ra e lod :

  • Krouiñ postoù labour ha buhez er vro
  • Aozañ ur servij publik hep ar peadra
  • Lakaat e pleustr : Frankiz, kevatalded, kengred, digousted, laikelezh
  • Krouet aboe 40 vloaz un hentenn solut hag efedus a zeskadurezh dre ar brezhoneg

Pase Poent d’ ar stad ober e hini :

  • Kevratiñ ar skolioù nevez azalek o c’hrouidigezh
  • Kavout diskoulmoù da vat evit an implijidi nann gelennerien
  • Ma vo paeet ar skodenn skoliatañ gant an holl gumunioù
  • Digeriñ ar postoù skolaerien a zo ezhomm er c’honkour hag er skolioù

Evit lavarout echu gant ar brikolaj ha goulenn ur gwir bolitikerezh diorren ar brezhoneg er skolioù, evit goulenn justis evit ar familhoù, ar vugale, an implijidi.

Diwan a c’halv e izili, mignoned ha kement den hag a soñj ez eo poent bras goulenn groñs digant ar stad kemer e-karg e lod evit ar brezhoneg, da zont da Roazhon d’ar 26 a viz Mae 2018 da 10e30.

N’eo ket echu mizvezh ar brezhoneg ma krog ar skoliou brezhonek eus an holl hentennoù da embann int nec’het gant ar mod ma tremeno an distro-skol. Er publik e vo reuz e Kastell-Briant e vo dalc’het ur vanif evit difenn ar raktres skol bublik divyezhek d’an 31 a viz Meurzh. Er skolioù katolik ar gerent ivez zo ankeniet gant ar c’hlasoù lakaet en arvar e bro-dreger.

Bremañ eo tro da “emglev Plijidi” a vod an holl skolioù Diwan zo liammet gant Skolaj Plijidi da c’hervel da vanifestiñ e Lannuon d’ar 14 a viz Ebrel fuloret mard int gant politikerezh sokial ar gouarnamant diwar-benn ar c’hevratoù sikouret hag an diouer a ziskoulm padus evit ma c’hello kenderc’hel ar skolioù brezhonek dre soubibidigezh da vont vont war diorren. Setu o c’hemmenadenn.

6 miz zo tremenet ha n’eus tamm araokadenn bleustrek ebet evit un diskoulm padus a gloto gant Diwan

  •  E distro-skol Gwengolo e ranke Diwan mont er straedoù da embann pegen nec’het e oa, daheul dismantr trumm ar c’hevratoù sikouret.
  • E-leizh a zilennidi, a bep kostezenn, o deus embannet o skoazell, hag un diskoulm war ar prim zo bet kavet evit mirout kevratoù sikouret er bloavezh-skol-mañ.

Akord e oa an holl gant un dra : pelloc’h evit se eo ret kavout un diskoulm padus, unan a von diouzh ar servij publik dre soubidigezh, kinniget gant Diwan abaoe 40 vloaz.

6 miz zo tremenet ha :

Kevratoù sikouret nevez ar gouarnamant (CUI – Parcours Emploi Compétence, a heuilh diferad ar prefed rannvro adalek ar 01/03/2018) a laka ar skolioù Diwan en arvar.  Rak :

  • digresket eo ar skoazelloù war ar goproù d’ur geidenn a 50% (e plas 75% a-raok)
  • rouesoc’h eo an dud a c’hall lakaat o anv, hag alese diaesoc’h kaout tud a glot gant ul labour e-barzh klasoù
  • ar c’hevratoù ne vezont skoazellet nemet war 20 eurvezh / sizhun (betek 35e a-raok), ar pezh a lak bec’h war ar skolioù hag a sank ar c’hopridi er baourentez
  • an niver hollek a gevratoù kinniget a zo strishaet da vat

Daoust d’ar skoazelloù embannet hag adembannet ingal, n’eus bepred tamm araokadenn fetis ebet. Ezhomm zo kas d’un diskoulm padus, hag a gemero e kont perzhioù dibar kelenn Diwan, kevredigezhel, lik ha digoust :

  • Peadra da c’hoprañ implijidi nann-gelennerien ha da viret anezhe war ar vicher
  • Kemer e karg ar savadurioù
  • Skolioù nevez kevratet gant ar Stad, adalek ar bloaz kentañ, forfed-skol evit an holl skolidi
  • Ma vo titlet gant ar Stad an holl gelennerien a zo war bost abaoe ouzhpenn 5 bloaz

Mallus-bras eo. N’omp ket evit padout pelloc’h, o vagañ ar spi e vefe kavet e kentañ distro-skol un diskoulm burzhudus.

Ezhomm o deus hon skolioù Diwan e lakfe an dilennidi hag ar galloudoù publik an ober e-tal ar gomz. 40 vloaz goude e c’hanedigezh eo poent da Ziwan bezañ anavezet diouzh ar servij a rent.

Gervel a ra Bro-Plijidi d’en em vodañ d’ar Sadorn 14/04 da 10e30, e Lannuon dirak an ti-kêr.

Un taol-kaer eo deuet a-benn Daoulagad Breizh da aozañ da geñver mizvezh ar brezhoneg, un droiad skignañ filmoù-berr e brezhoneg e 12 kumun !

Abaoe ar 6 a viz Meurzh ha betek ar 15 aviz Ebrel e c’hello ar vrezhonegerien ha brezhonegerezed sellet ouzh filmoù faltazi krouet, skrivet, sevenet, c’hoariet e yezh ar vro ha kement se e gwir salioù sinema mar plij !

Tangi Merien e Kakahuet

Goude pep skignadenn e teuy unan eus ar sevenourien da eskemm gant ar publik. Plijus eo gwelet ez eus bet trawalc’h a filmoù-berr savet da ginnig ar programig-se, ken plijus eo gwelet e tigor muioc’h mui a salioù du o dorioù d’ar filmoù e yezh ar vro ha kement-se diwar ar maez pe e Breizh Izel koulz hag er c’herioù bras evel e Naoned da skouer.

Sed aze roll ar filmoù :

Kakahuet gant Stéphane Ac’h – 14’ Paol ha Maeva a dremen a-benn ar fin un nozvezh etreze hep Audin ganet bloaz a-raok.

Petra zo da c’hounez gant Jocelin Talarmain – 13’ Yann VRP yaouank a dremen un devezh spontus… un ifern !

Ar mor atav gant Emmanuel Roy – 34’ Da heul he nozvezhioù labour skuizhus el lazhti ez a Tifenn da neuial bemdez er mor…

Kenaozet eo an droiad gant Daoulagad Breizh, Zoom Bretagne, Tita productions & Kalanna production ha sikour rannvro Breizh.

 

Emmanuel Roy, sevenour “Ar mor atav”, a oa bet aterset gant Gwagenn TV e Douarnenez da vare Gouel ar Filmoù e 2017 :

 

Darn eus ar re zo oberiant war dachenn ar stourm evit enebiñ ouzh ar raktres aerborzh e Kernitron-al-Lann a bed ac’hanoc’h da gemer perzh en ur vanifestadeg a vo dalc’het d’ar yaou 13 a viz Kerzu e Roazhon dirak ar c’huzul rannvro. Harpañ an aozerien a fell deomp ober kar ez eo un heuliad poellek d’ar vanifestadeg o doa muioc’h evit 3000 den kemeret perzh enni e kêr Roazhon d’an 10 a viz Du evit nac’hañ groñs e kemerfe perzh kuzul rannvro Breizh, kuzul departamant Ill-ha-Gwilen ha meurgêr Roazhon er chanter bras diezhomm-se hep bezañ bet kelaouet en a-raok ar voterien deus ar skoazell degaset evel-se d’ur raktres a vez enebet kalzig outañ. Roet hor boa da c’houzout e soñje deomp e vije bet mat kenderc’hel war an hent-se.
Dalc’het e vo ar vanifestadeg pa vez riskloù bras e adkrogfe ar polis hag justis gall da  skarzhañ ac’huberien an takad da zifenn (TDZ) en deizioù.

Bezomp niverus diryaou !

Dizalc’hourien an tu-kleiz.

Sed aze troidigezh galv an aozerien (komite bro Roazhon a-enep d’an aerborzh hag un toullad aozadurioù micherel  stag diouzh al labour-douar)  :

Kemmenadenn

Nann d’ar raktres aerborzh e Kernitron-al-lann !

D’an 22 a viz Here 2010 e vote kuzul rannvro Breizh ur yalc’had a 29 million a euroioù evit ma vefe savet aerborzh Kernitron-al-lann pa oa bet nac’het lakaat ar gaoz war ar raktres da vare mouezhiadegoù rannvro un toullad mizioù kent.  34 kuzulier rannvro o doa mouezhiet a-enep, en ur ziskouez evel-se ne sav ket an holl a-du ha ne vez ket an holl a unvouezh evit sevel seurt aveadur.

N’eus ket bet goulennet tamm studiadenn ebet gant Kuzul rannvro Breizh, ar c’huzulioù meur pe meurgêr Roazhon evit muzuliañ peseurt efed en defe an aerborzh war ar frammoù a vez dionte hiziv an deiz e Breizh.

Da c’houde , dilennidi ar CEDPA  o deus arc’hantaouet gant o gwenneien dezho ur studiadenn bet kaset a-benn gant CE-Delft  ur strollad studi brudet dre ar bed holl. Ar re-se o deus diskouezet avat pegen bresk e oa disoc’hoù ar studiadennoù a servij da reizhabegiñ an diskleriadenn a dalvoudegezh foran (DDF) ha dispaket splann ivez e c’hell emdreiñ c’hoazh aerborzh Naoned-Atlantel ar pezh a laka sklaer ez eo diezhomm kaout un aerborzh nevez.

En diskar-amzer studiadenn ul linenn LTB Roazhon/Kernitron-al-lann/Naoned zo  bet kalaet war ar stern e-pad labourioù ar c’huzul rannvro, pa vez diaes arc’hantaouiñ diorradur an hentoù-houarn evit ar brasañ niver evel ma vije ezhomm evit diorenn ar vro en ur mod talvoudus d’an holl.

D’an deiz a hiziv e vez c’hoazh kalz a a dud o deus savet amoug da c’houzout ha reizh eo DDF 2008, ha doujet e vez ouzh al lezenn gouestlet d’an dour (muioc’h evit 95% an TDZ zo tachennoù gleb), meur a hini zo bet tennet o douaroù digante o deus savet klemm ivez, ur sinadeg zo bet kaset da Unvaniezh Europa diwar-benn ar sturiad war an dour.

Kentoc’h evit gortoz disoc’hoù an oberennoù lezennel n’eus bet nemet un doare respont abaoe ar 16 a viz Here : tagañ en un daore feulst tre annezidi an TDZ , distruj an tiez  hag ar pezh a oa bet plantet pe hadet, dispriziañ enebourien ar raktres.

E Roazhon da heul manifestadeg an 23 a viz Du dirak ar prefeti rannvro (martenot) un dek bennak a labourer-douar, en o zouesk daou dileuriad e kambr al labour-douar, zo bet taget diabeg en un doare rust gant ar polis.

Setu m’oc’h galvet da zont niverus evit bezañ klevet gant an dilennidi  d’ar Yaou 13 a viz Kerzu da 1E GM straed Martenot e Roazhon da vare bodadeg kuzul rannvro Breizh.

Dec’h, d’an 29 a viz Meurzh, pa’oa bet votet steuñv neveziñ ar politikerezh yezh gant kuzul-rannvro Breizh velestradurel, stourmerien Breizhistance o doa lakaet o azgoulennoù war wel. E-pad breud kuzul-rannvro Breizh velestradurel hon doa dispaket ur giton “Brezhoneg yezh ofisiel=Parlamant“, en ur bouezañ war al lugan-mañ hag en eu deurel traktoù gant hon azgoulennoù. Dre ur gallaoud politikel lec’hel e vo roet d’ar brezhoneg ar plas a dle kaout er vuhez pemdeziek.

« N’eo ket politikerezh yezh kuzul-rannvro Breizh velestradurel a fell deomp dispriziañ » eme unan eus ar vanifesterien. “ ha c’hoazh :   « Faot a ra deomp lakaat ar gaoz war an diouer a zemokratelezh e Breizh ha diefeusted an ensavadurioù evel ma vezont betek bremañ

E penn-kentañ an nozvezh e oa en em vodet un tregont stourmer bennak eus Breizhistance, gant tud UDB, dirak ar Rannvro.

Adembann a reomp neuze n’eus nemet ur strollegezh, bodet enni an holl zepartamantoù (Liger-Atlantel en o zouez) hag ar rannvro, dezhi barregezhioù lezenniñ, ha kemeret ganti hent ur parlamant lec’hel gwirion, a vo gouest da remediañ ouzh ar berrentezioù-se.

N’eus nemet ur parlamant breton a c’hello reiñ d’ar yezh vrezhonek ar binviji ret da zerc’hel anezhi bev ha d’he ziorren, hag a walc’ho an diouer a zemokrateleezh lec’hel war holl diriad Breizh.