Tag

Regionales2021

Browsing

Ur galv ledan zo bet savet gant stourmerien ha stourmerezed a-bep seurt… Ma fell deoc’h sinañ a-gevred gante evit ma vo ul listennad unvan, ekologour, engouestlet er stourm evit ur galloud politikel e Breizh, unvaniezh hor bro, n’ho peus ken tremen dre aze.

Savomp Breizh asambles !

Da vare an dilennadegoù Rannvro a vo e miz Meurzh 2021 e ranker embann war ar groaz hor c’hoant da sevel Breizh asambles.

Pandemiezh ar C’HOVID-19 he deus lakaet war wel gwanderioù ar galloud publik kreiz, ha dreist-holl, an ezhomm da greñvaat an ampartiz da gemer divizoù evit ar c’humunioù hag ar rannvroioù. Diwar se e teu da vezañ anat e c’hellfemp ober gwelloc’h ha mont buanoc’h evit talan ouzh un enkadenn yec’hed e giz-se e Breizh ma vije mestroniet er vro ar politikerezhioù publik yec’hed. Ar galloud-se da vezañ mestr gant ar strollegezhioù lec’hel evit sterniañ ar jeu a vo ivez a-bouez ruz evit talañ ouzh an enkadenn ekonomikel ha sokial a vo.

Breizh, eus Brest betek Klison, zo un takad poellek a-benn reiñ lañs d’ar politikerezhioù publik evel :

– an treuzkemm ekologel oc’h harpañ patromoù labour-douar a brodu gwelloc’h ha disheñvel, oc’h harpañ patromoù labour-douar a galite uheloc’h en ur grouiñ postoù-labour niverus ha talvoudus e pep lec’h, a zouj muioc’h ouzh an endro en ur cheñch penn d’ar vazh gant ur patrom labour-douar askoridik diamzeriet ha distrujus.
Kaout c’hoant chench ar jeu e giz-se a ya a-gevred gant ar stourm a-enep tommadur an hin hag ar c’hengred gant al labour-douar gant peizanted e skeul ar bed. Ken mallus eo n’haller ket gortoz 2040 evit kavout ha lakaat e pleustr doareoù all d’ober evit emporzhiañ soja OGK ha treuzgenek. Doareoù all a ranker kavout ha lakaat e pleustr ivez evit talañ ouzh ar freuz ha reuz a vo gant klozadur an tiez-feurm uzin liammet ouzh ar steuñv kig-yar.

– Darempredoù troet en un doare all etre kêrioù bras Breizh ha kêrioù ha tiriadoù an dibarzh, war ar maez dreist-holl, a-benn ingalañ monedoù d’ar yec’hed, d’ar sevenadur, d’an treuzdougen, d’an deskadurezh ha d’ar stummadur, d’al lojeiz, d’an implj ha d’ar servijoù publik.

Breizh a rank bezañ ivez un takad skouerius evit brudañ an ingalded etre merc’hed ha paotred, an ekonomiezh gengred diazezet war an ezhomm sokial ha n’eo ket war ar gounidoù a-verr dermen, al liesseurted yezhel, an deskadurezh a-enep an LGBTfobiezhioù, ar gengred etre ar rummadoù, ar vreuderiezh gant an divroidi.

A-benn bremañ e ya war-raok ar soñj da welet Breizh gant barregezhioù nevez, koulskoude e soñj deomp e ranker da gentañ sevel un takad skouerius evit un demokratezh-perzhiañ. Ar bretonezed hag ar vretoned a rank gallout kemer perzh en tabut evit reiñ o soñj dre ur referundom ofisiel war ment Breizh kement ha war ar galloud lezennel ha kemedel a fell dezho renañ o-unan.

Da heul disoc’hoù brav al listennadoù gwer ha sitoian en dilennadegoù kêr tremenet hag a lak war-wel ur c’hoant demokratel nevez e ranker kenderc’hel ganti da vare an dilennadegoù e miz meurzh 2021.
An intrudu-se a rank bezañ gwelet ivez evel un astenn eus ar re o deus c’hoant ar justis sokial o stourm evit sistem al leveoù dre zasparzh, digresk an amzer labour, kresk ar goproù hag ar c’horvoderioù sokial izek, kemer e kont poaniusted labourioùan ouvrierien.

Kement all a c’hellimp ober nemet o kenlabourat hag o sevel a-stroll ul lusk hag ur program a-benn tizhout ar voterezed hag ar voterien ne gavont ket o jeu gant bilañs ha treuzvarc’hadoù ar re zo bet e penn ar Rannvro abaoe 2015.
An emglev liesliv ha Gwenn-ha-Du a rank bodañ dreist d’ar personelezhioù kreñv, d’ar strolladoù politikel ha d’an doareoù politikel stag ouzh an urzhioù parizian.
Alc’hwez an trec’h a vo evit kinnig ha sevel Breizh a-stroll hag hini an dazont, a-benn bezañ un doare demokratel nevez gwirion, a-benn chom hep laoskel ar Rassemblement National mestr war an tabud politikel a lako-eñ war wel an nebeud a ziferañsoù zo etre al listennadoù war ar renk.

Pouezus-meurbet eo an heuliad, entanus eo. Kinnig a reomp deoc’h, evel sinerien an destenn-mañ d’ober kement all ha da bouezañ neuze war an nerzhioù politikel evit ma vo lakaet e pleustr ar c’hinnigoù.

Roll ar sinerien kentañ : Lionel Henry (Maer Mousterel ar Gwast), Florence Lescoffit (Kuzulierez Pleñver), Primael Petit (Kuzulier kêr Sant-Ervlan ha meurgêr Naoned), Laetitia Fitamant (stourmerez evit ar brezhoneg hag al lojeiz – Douarnenez), Eric Bainvel (Kuzulier kêr Sant-Ervlan), Christine Georges (Kuzulierez Kêr Kentreg), Brieg Guerveno (Soner – Ilfentig), René Louail (Peizant Ekologour – Koedmaeg), Nil Caouissin (kelenner brezhoneg – Plouha), Anton Burel (Kuzulier Kêr Kentreg), Montserrat Casacuberta (Kuzulierez-kêr Roazhon ha meurgêr Roazhon), Gael Roblin (Kuzulier Kêr Kumun Gwengamp), Fabrice Cadou (Kelenner brezhoneg Montroulez), Trefina Kerrain (skoazellerez, Kuzulierez Kêr Lannuon ha tolpad kerioù kumuniezh Lannuon), Kristian Le Mener (e-karg deus ur gevredigezh e Montroulez), Jef Monnier (skoazeller, kuzulier Kêr Roazhon ha Meurgêr Roazhon), Herve Le Gal (Kenurzhier Kevredigezhel – Roc’h-an-Argoed), Jerom Bouthier (stourmer galloek – Roazhon), Lus Bimont-Chauveau (Kelenner er servij publik divyezhek – Montroulez), Martial Méaude (Maire adjoint de la commune Déléguée de Château-du-Loir – Sarthe), Gael Briand (Kuzulier Kêr An Oriant), …