Tag

resistance liban

Browsing

 

Maodiernezh ar Yec’hed el Liban he deus embannet nevez zo un toullad sifroù. Abaoe an 8 a viz Here 2023 ez eus bet lazhet 8 915 den gant tagadennoù Israel. En o zouez e oa 1 700 maouez ha bugel. Ouzhpenn 30 543 den zo bet gloazet.

E kreisteiz ar vro ez eus bet 205 kêriadenn bombezennet gant Israel, kalz pe nebeut. Etre 46 ha 54 anezho zo bet distrujet evit ul lodenn, ha 24 all penn-da-benn.

War-dro 90 000 annez zo bet distrujet pe gwallzarbet.

26 skol zo bet distrujet penn-da-benn ha 352 all zo bet damziskaret. 125 000 bugel a oa skoliataet enno.

Ur milion ha daou c’hant mil a dud o deus ranket kuitaat o ziez d’ur mare bennak, da lavaret eo tost da bempvedenn poblañs Liban en he fezh. En o zouez e oa 350 000 bugel.

Kirri-nij ha kanolioù Tsahal o deus bombardet tiriad Liban ouzhpenn 15 000 gwezh abaoe 2023.

Ouzhpenn 16 000 hektar o deus devet e Liban abaoe miz Here 2023 . Ar braz deus ar gwalltanioù zo bet a oa bet plantet gant arme Israel, ul lu drastusoc’h evit an endro eget ar sec’hor ha cheñchamant an hin.

Sifroù na vezont klevet morse er mediaoù gall.

D’ar 17 a viz Gouere en deus an arme sionour distrujet ha diverket ar pezh a chome eus toull-bac’h Khiam, er memes takad. Deuet e oa da vezañ ul lec’h-koun goude ar bloavezh 2000, pa oa bet rediet soudarded Tsahal da guitaat an tamm douar-mañ gant taolioù ar rezistañs.

 

Etre 1985 ha 2000 e oa bet bac’het ha jahinet miliadoù a dud e Khiam gant kenlabourerien Israel, Arme Liban ar Su (ALS). Hep bezañ barnet e c’helle an dud bezañ dalc’het etre mogerioù kriz Khiam. Gwazed, maouezed, met ivez krennarded etre 12 ha 16 vloaz, a oa bet bac’het eno.

Boaz e oant da jahinañ ar brizonidi gant tredan ha da serriñ anezho e kelligoù na oant nemet 1,80 metr hed ha 80 santimetr led.

Ret e oa bet d’ar Groaz-Ruz etrebroadel gortoz betek 1995 a-raok bezañ aotreet da vont da weladenniñ prizoniaded ha prizoniadezed Khiam.

 

Brastres toull-bac’h Khiam

Soha Bechara, ur stourmerez gomunour ha brogarourez, he doa tremenet dek vloaz e Khiam. Jahinet e oa bet dirak he mamm. Kaset e oa bet gant talbenn Jammoul, a vode ar rezistañs vroadel armet, da lazhañ ar jeneral Antoine Lahad, penn kenlabourerien an ALS. Tost da 5 000 den o dije gouzañvet feulster an aloubadeg sionour e karc’harioù Khiam.

Gwelloc’h eo gant Israel klask diverkañ ar roudoù gwadek he deus laosket war douar Liban  ur c’hard kantved zo. Ar prouennoù a chome e Khiam o dije gallet talvezout en un devezh da vare ur prosez.

Hiziv an deiz ez eo dreist-holl Hezbollah hag un dornad stourmerien eus ar Jihad Islamek Palestiniat el Liban a zo war dalbenn ar Su.

E-barzh Saraya al-Muqawama al-Lubnaniya — Brigadennoù Libanat ar Rezistañs — ez eus ivez stourmerien n’ int ket chiit, lakaet dindan atebegezh vilourel Hezbollah. Moarvat eo er framm-se e stourm hiniennoù brogarour eus an tu-kleiz istorel.

Brezel lous ar sionourien zo gwarezet gant mediaoù meur ar C’hornôg impalaerour. Tevel a reont pa vez nijerezioù-brezel Israel o lazhañ Libaniz hag o tismantrañ o bro.