Tag

retred

Browsing

Ouzphenn 500 den a oa deuet da bPleiber-Krist d’an 30 a viz Meurzh da arc’hantaouiñ koust ar prosezioù a oa bet da heul an devezhioù manif hag harz-labour a oa bet warlene da zifenn ar gwir da vont war e leve da 60 vloaz. E Bro Montroulez e oa bet stank mat an niver a dud bet o kemer perzh er stourm e doare pe zoare. Bloaz goude , daoust da wask ar justis hag ar polis an dud oberiant er stourm sokial zo deuet a-benn da zerc’hel gant liammoù padus da dalañ ouzh an direizhded.

Sed aze an destenn bet lennet war al leurenn gant an aozerien , e galleg hag e brezhoneg.

 

An holl stourmerezed ha stourmerien war al leurenn fenoz a fell dezho trugarekaat ac’hanoc’h a-greiz kalon da vezañ deuet niverus fenoz. Ur c’hengred ret ha frealzus eo, pa weler pegen kriz e c’hell bezañ ar waskadur ha pouez divent ha distrujour ar frankizouriezh.

Bloaz zo, e bro Montroulez, evel pep lec’h e Breizh, ez eus bet ul luskad stourm sokial kreñv-mat kaset gant al labourerien, ar retredidi hag ar yaouankiz evit talañ ouzh reform ar retredoù. Un nebeut ac’hanomp o deus bevet gwaskadur ar polis hag ar justis.Kondaonet omp bet da daolioù kastiz uhel-mat peogwir hon eus kredet embann hor c’hounar, hon disemglevioù gant politikerezh gouarnamant Macron pa ‘deus Borne didruez graet he seizh gwellañ evit kas ar reform da benn, sikouret gant Darmanin, flik kentañ bro C’hall.

Diskuilhañ a reomp seurt gwaskadur a vev al luskadoù sokial, ar sindikalourien hag al labourerien pa vez eus ur reform nac’het gant 90 % ac’hanomp ! Diskuilhañ a reomp eo digempouez penn-da-benn respont ar gouarnamant a dag ac’hanomp kriz pa chom direspont e-tal al labourerien-douar ober pezh a garont, pe vije stankañ ha distrujañ. Hag e vije ur c’hounar maez-lezenn hag unan all lezennel ? Trawalc’h ! Poent eo e vije rentet justis, e teufe en-dro ar justis sokial hag e echufe e poubellennoù an Istor seurt renad politikel frankizour koulz ha sekuritourien an RN .

Pa weler e vez distrujet tamm-ha-tamm ar servij publik, gwallgaset al luskadoù sokial, ar gwir d’ober harz-labour hag e kresk feulsterioù ar polis, aze e mil a-bouez stourm ha degas da soñj an holl eo ar c’hengred ur ger hag un ober liammet penn-kil-ha-troad gant hor valeurioù sindikadel, politikel pe kevredigezhel. En em zifenn e-tal ur Stad poliser hag ur justis a renkad sokial zo koustus, tre. Setu perak e rankomp trugarekaat ur wech ouzhpenn an holl re amañ fenoz evit skoazellañ ac’hanomp, ha sammañ ganeomp hon difenn a-stroll gant hon breutaer Erwan Lemoigne.

 

Photo : Pierre Yvon Boisnard

 

Ne vije ket bet posubl an nozvezh gengred-se hep ar 14 strollad, kanerezed pe kanerien deuet fenoz digoust, trugarekaat a reomp ivez evel-just an holl dud a-youl vad, ar broduerien lec’hel hag an holl reoù all a fell dezho, eveldomp-ni, sevel ur gevredigezh reisoc’h, dieuboc’h, doujus ouzh an endro, enep-faskour, doujus ouzh ar gwirioù sokial, ar gumuniezh LGBT, an divroidi hag ar re dibaper !

 

Hep kengred, frankiz ebet !

Sed aze an destenn vrezhonek bet skignet da reiñ arguzennoù da gemer perzh en harz-labour da zifenn al leveoù. Savet eo bet gant stourmerien ha stourmerezed an tu-kleiz dizalc’hour diwar arguzennoù sindikalourien zo.

Goude berzh an devezh stourm hag harz-labour bet dalc’het d’an 19 a viz Genver e vo gortozet an 31 evit an devezh emgann a-stroll.

Leun mat e oa bet straedoù er c’herioù bras, met ivez er c’humunioù etre ( Montroulez, Gwengamp, Pondi, Karaez, Gwitreg, Komborn…) betek enez Groe pe ar Gêrveur.

Ouzhpenn 200 000 o doa manifestet e Breizh, tro 10 % deus hollad ar vanifesterien a oa bet er c ‘hwec’hkorn d’an devezh-se.

Gwelloc’h vo graet d’an 31 a viz Genver ?

 

 

Labourat muioc’h da c’hounit nebeutoc’h ?
Ne raimp ket ! Biken !

Dibabet zo bet gant Emmanuel Macron da lakaat da dremen dre nerzh adreizh al leveoù en desped da ali kontrol an holl sindikadoù ha pep brasañ ar bobl.

Evel m’hor boa graet e 2020, p’hor boa rediet ar gouarnamant da chom a sav gant e raktres leve dre boentoù, ez eomp gouest hiziv da cheñch penn d’ar vazh dre ar stourm a-stroll.

 


Ha tout-se evit stankañ un divigad par da 12 miliard e 2032… Pa vefe tu da arc’hantaouiñ e meur a zoare evit ma c’hellfe an holl mont war e leve d’an oad a 60 vloaz, da skouer :

– Implij mod all ar 157 miliard a euroioù roet dre sikourioù publik d’an embregerezhioù.

– Tapout arc’hant diwar ar ranndalioù ha gounidoù an embregerezhioù. Degas a reomp d’ho soñj ez eo 80 miliard a zo bet roet da gevranneien ar gCAC 40 e 2022, biskoazh kement all !

– Kreskiñ azez ar skodennoù hag embarzhiñ ennañ adc’hoproù ar gargidi, evel ar perzhiañ hag ar c’heitrañ war ar gounidoù.

– Lakaat un termen d’an diforc’h a 28 % zo etre gopr ar baotred hag hini ar merc’hed. Degas a rafe 6 miliard a euroioù er c’hefoù bep bloaz.

– Lakaat ar skodennoù da greskiñ deus 1 poent ar pezh a zegasfe 15 miliard a euroioù gounezet.

 

 

Ret eo hep termal muioc’h :

– Chom a sav gant an adreizh

– E c’hellfe pep hini mont war e leve d’an oad a 60 vloaz gant feurioù leun

– E c’hellfe mont ar re a ra labourioù poanius d’an oad a 55 bloaz pe gounit un trimiziad dre vloavezh labour gant ur vicher rust evir ar c’hopridi da gemer e kont ar boaniusted.

– Suraat ul leve (feur erlec’hiañ) gant ul leve par da nebeutañ ouzh 75 % deus korvoder ar red-micher.

– Kreskiñ al leve betek leve ar GIK (gopr izek kresk) da nebeutañ evit ur red-micher klok.

– Lakaat al leveoù da heuliañ emdroadur ar goproù hag ar prizioù.

– Kemer e kont ar bloavezhioù studi en ur dalvoudekaat ar c’houlz ma kroger da bourchas labour evit ar wezh kentañ dre an enskrivadur e Pol Implij.

– Lakaat e plas ur politikerezh youlek da ingaliñ ar goproù etre ar merc’hed koulz ar baotred, da wellaat retred ar maouezed hag arc’hantouiñ evel-se reolioù al leveoù.