Tag

stourm ar brezhoneg

Browsing

Gant tristidigezh ha from o deus desket izili an tu-kleiz dizalc’hour – War-Sav eo aet da Anaon Charlie Grall, stourmer e vuhez pad evit frankiz pobl Vreizh. Mont a ra hor soñjoù d’e dud nes er mareoù poanius-se.

Pa’z eo aet e-tro ur bajennad eus istor politikel Breizh a-vremañ. Charlie zo bet unan an eus arouezioù stourmerien Breizh mareoù stourm an FLB hag an ARB eus ar bloavezhioù 1970 betek 2012. Arestet e voe da vare e obererezh kuzh e 1979 goude bezañ kemeret perzh e diskar peul Roc’h Tredudon en FLB e 1974 ha distruj ti Komiser Le Taillanter, chef Servij Polis Justis Roazhon. Barnet ha kondaonet e voe e 1980 e Pariz gant Lez-Varn surentez ar Stad a-raok bezañ distaolet gant Fañch Mitterand, prezidant nevez dilennet e Bro-C’hall e 1981, hag adkavout ar frankiz goude daou vloaz toull-bac’h.

Chom a raio feal d’e vennozhioù dizalc’hour ha d’e stourm evit difenn gwirioù politikel ha yezhel pobl Vreizh oc’h embann en un doare foran e souten da obererezhioù Stourm ar Brezhoneg eus ar bloavezhioù 1980 betek 2010 peotramant o vezañ ezel eus ar strollad politikel dizalc’hour Emgann er bloavezhioù 1990.

Tomm e galon ouzh Euskal Herria gant he stourm evit an dizalc’houriezh hag ar sokialouriezh e voe e-pad un 40 vloaz bennak ha c’hoariet ur rol a-bouez evit ma voe degemeret stourmerien Bro Euskal e Breizh er bloavezhioù 1990. Liammoù kreñv zo bet savet a-drugarez dezhañ, denel ha politikel, etre an div vro. Setu penaos e voe krouet komite gevelliñ Karaez-Oiartzun, oberiant hiziv-an-deiz c’hoazh, ha treuzkaset valeurioù etrevroadel a stourm ha kengred d’ar rummadoù yaouankoc’h.

En e skridoù kazetenniñ, Le Poher pe Breizh-Info, krouet gantañ, en deus roet heklev d’ar mennozhioù stourmoù broadel, sokialour hag etrevroadel. Afer en do adarre gant ar Stad C’hall ha moustrerezh he justis. Tapet ha toull-bac’het adarre e 1999 da vare laeroñsi danvez tarzh e Plevin gant ar strollad euskarad ETA, skoazellet gant an ARB, rebechet dezhañ bezañ kejet ouzh unan eus izili komando ETA, aterset hervezañ evit ur pennad-skrid. Kondaonet da 7 vloaz toull-bac’h e 2005 gant Lez-Varn Ispisial Pariz eo chomet dieub goude ar galv graet kerkent. Er prosez galv e 2012 eo kondaonet da 2 vloaz toull-bac’h goursez.

M’eo cheñchet ar stummoù azgoulennoù evit doujañs da wirioù pobl Vreizh hag he dizalc’houriezh goude mare an ARB e kaso bepred Charlie e skoazell d’ar stourmerien ha stourmerezed nec’het gant ar justis gall. Un toullad prizonidi bolitikel eus Breizh o do bet skoazell brizius Skoazell Vreizh, evel Charlie. Evel-se, evel anaoudegezh ha doujañs evit al labour a-stroll-se, e asant Charlie sammañ karg prezidantelezh ar gevredigezh e 2013. Un tamm mat a brosezioù a dremeno. Menegomp prosezioù stourmerien adunvanidigezh 44=BZH, stourmerien Ai’ta evit difenn ar brezhoneg, stourmerien dizalc’hour ebarzhet er stourm a-enep al lezenn Labour, liseidi Diwan o deus stourmet evit tremen arnodennoù ar bak e brezhoneg, ar stourmerez yaouank o tiskuliañ an eil-tiez pe c’hoazh an aferioù Fañch hag o deus graet trouz. Soñj o do ivez ar prizoniadezed politikel euskarat bac’het e Roazhon eus souten Skoazell Vreizh dindan e brezidantelezh.

Ma oa Charlie Grall ur stourmer dizalc’hour istorel e voe ivez ur skrivagner puilh e brezhoneg hag e galleg. Dre al lennegezh hag e bennadoù er gelaouenn Al Lanv en deus roet tro d’al lennerien beajiñ  er bedoù politikel ha sokial breton hag euskarad. A-drugarez dezhañ e teu miliadoù a dud abaoe 1990 da eskemm e brezhoneg, dizoloiñ oberennoù a-vil-vern ha tabutal da vare Gouel al Levrioù e Karaez. Un oberenn veur en doa krouet, deuet da vezañ un darvoud hep e bar e bed ar sevenadur breton.

Mil drugarez dit Charlie. Ra vo wenn da ved kamarad.

Stourmomp betek an trec’h bepred ! Bevet Breizh dizalc’h ha sokialour !

An obidoù a vo lidet
dimeurzh 3 a viz Meurzh da 2e e krematorium Karaez.

 


 

C’est avec tristesse et émotion que les membres de la Gauche Indépendantiste – War-Sav ont appris la disparition de Charlie Grall, militant tout au long de sa vie pour la liberté du peuple breton. Nos pensées vont à ses proches dans ces moments douloureux.

Avec son départ se tourne une page de l’histoire politique de la Bretagne contemporaine. Charlie a été l’un des symboles des militants bretons des périodes de lutte du FLB et de l’ARB des années 1970 à 2012. Il fut arrêté en 1979 après avoir participé aux plastiquages de l’antenne émettrice de Roc’h Tredudon du FLB en 1974 et de la maison du Commissaire Le Taillanter, chef de la Police Judiciaire de Rennes. Il sera jugé et condamné en 1980 à Paris par la Cour de Sécurité de l’État avant d’être amnistié par Mitterrand, nouveau président élu en France en 1981, et ainsi retrouver la liberté après deux ans de prison. Il restera fidèle à ses idées indépendantistes et à son engagement pour la défense des droits politiques et linguistiques du peuple breton en martelant publiquement son soutien aux actions de Stourm ar Brezhoneg des années 1980 à 2010 ou comme membre du parti politique indépendantiste Emgann dans les années 1990.

Sa proximité avec le Pays Basque et sa lutte pour l’indépendance et le socialisme pendant une quarantaine d’années a joué un rôle important dans sa vie. C’est ainsi que des militants du Pays Basque furent accueillis en Bretagne dans les années 1990. Des liens forts ont été créés grâce à lui, humains et politiques, entre les deux pays. Il a œuvré à la création du comité de jumelage Carhaix-Oiartzun, encore actif aujourd’hui, et transmis des valeurs internationales de lutte et de solidarité aux générations plus jeunes. Par ses écrits de presse, du Poher ou de Breizh-Info, qu’il a créés, il a donné de l’écho aux luttes de libération nationales, socialistes et internationales. Il aura à nouveau affaire avec l’État français, sa répression de sa justice. Arrêté et emprisonné à nouveau en 1999 lors du vol d’explosifs à Plevin par ETA, soutenu par l’ARB, il est accusé d’avoir rencontré un membre du commando ETA, interrogé selon lui pour la rédaction d’un article. Condamné à 7 ans de prison en 2005 par la Cour d’Assises Spéciales de Paris, il est resté libre et fait l’appel. Lors du procès d’appel de 2012, il est condamné à 2 ans de prison de sursis.

Si les formes de revendications pour le respect des droits du peuple breton et son indépendance ont changé à la suite de la fin d’activité de l’ARB, Charlie apportera toujours son soutien aux militantes et militants inquiétés par la justice française. Un certain nombre de prisonniers politiques bretons ont bénéficié de l’aide précieuse de Skoazell Vreizh, comme Charlie. Ainsi, par reconnaissance et respect pour ce travail collectif, Charlie accepte de prendre la responsabilité de la présidence de l’association en 2013. Un bon nombre de procès se dérouleront. Mentionnons les procès des militants de la réunification 44=BZH, des militants d’Ai’ta pour défendre le breton, des militants indépendantistes engagés dans la lutte contre la loi Travail, des lycéens de Diwan qui se sont battus pour passer les examens du bac en breton, la jeune militante luttant contre les résidences secondaires ou encore les affaires Fañch qui ont fait grand bruit. Les prisonnières politiques basques emprisonnées à Rennes se souviendront également du soutien de Skoazell Vreizh sous sa présidence.

Si Charlie Grall était un militant indépendantiste historique, il fut aussi un écrivain en breton comme en français. Grâce ces ouvrages et ses articles dans la revue Al Lanv, il a permis aux lecteurs de voyager dans les mondes politiques et sociaux bretons et basques. Grâce à lui, des milliers de personnes viennent depuis 1990 échanger en breton, découvrir une foule d’œuvres et discuter lors du Salon du Livre à Carhaix. Il a ainsi créé un évènement majeur, devenu incontournable dans le monde de la culture bretonne.

Merci infiniment Charlie. Que la terre de la Bretagne te soit légère camarade.

Vive la Bretagne libre et socialiste ! Luttons jusqu’à la victoire, toujours !

D’ar sadorn 20 a viz Genver tost da 1000 den a oa deuet d’ar Gelveneg da gimiadiñ diouzh Dominig Jolivet, aet da anaon ur sizhun a-raok goude ur gwallzarvoud gwazhienn empenn, c’hoarvezet e miz Kerzu.

Diouzh reizh ez eo e familh da gentañ tout en deus degaset da soñj piv a oa an den se evito. Brudet-tre e oa Dominig Jolivet dre ar vro, en un doare estonus, ar c’helaouennoù meur o deus graet anv diouzh e varv trumm hep mennegiñ e engouestl politikel evit Breizh dizalc’h.

Sed aze ar brezegennig bet distaget gant Gael Roblin — a zo bet unan deus e gamaraded stourm niverus e mesk kalz re all — da vare al lid e enor da Dominig a ra anv deus stourmou Dominig, hep tevel, hep kuzhaat e identelezh politikel.

Photo @KDSK 

Dominig

Goulennet zo bet ganin toullañ kaoz da zegas da soñj peseurt stourmer politikel e oas bet.

Kar pennadoù a lenner diwar-da-benn abaoe un nebeud deizioù, al lodenn-se eus da vuhez n’eo ket meneget evel ma vije mezhus.

Ur mab, ur breur, un tad out bet. Sur. Met ur skolaer brezhonek ivez, ur c’helenner a chomo e kalon kalz tud kozh pe yaouank ‘peus anavezet er rouedad skolioù Diwan.

Estreget tout se out bet. Ur stourmer politikel evit Breizh dizalc’h out bet ivez.

Abred e-kreiz ar bloavezhioù 80 ez poa kemeret perzh e koulzadoù stourm ar strollad Emgann evit dieubidigezh vroadel ha sokial pobl Vreizh, hag evel-just out bet oberiant e Stourm ar Brezhoneg, ur framm a laboure an izili anezhañ noz-deiz evit ofisieladur ar brezhoneg hep disparti ebet etre ar stourm-se hag ar stourm broadel evit gwirioù stroll pobl Vreizh.

Perzh e oas bet er C’HONSEO ivez : Confédération des Nations Sans Etat de l’Europe Occidentale. Dre ar framm-se ez poa gellet ober anaoudegezh gant stourm Korsiz hag Euskariz da skouer, pobloù hep stad eveldomp, tomm ouzh da galon.

Gallet a rafen rentañ enor dit e-ser ober frazennoù hir gant gerioù sklaer. Aon’m eus da vezañ randonus. Hag e gwirionez on un tamm mat fromet. Setu ‘m eus kavet gwelloc’h pigosat gerioù er geriadur, gerioù a grog gant al lizherenn D evel da anv bihan.

D evel Dizalc’h… Ya, Breizh Dizalc’h ! N’eo ket un huñvre nag ur stultenn… Ur pal eo, hir da dizhout… Hir eo an hent. Ur vroad zo ac’hanomp, Breizhiz, Breizhadezed , amañ emaomp daoust da bep tra. Ha gwir hon eus da verañ hon tonkad, da zibab ar pezh zo mat deomp war kement tachenn zo.

D evel dilennadegoù : Meur a wezh out bet war ar renk. Ar wezh kentañ evit dilennadegoù Rannvro 1992 , « Pobl Breizh ur Bobl en Europa » a oa anv al listennad a oa bodet enni an holl vrogarourien. E 1994 ‘poa kredet asambles gant un nebeud tud eus Emgann en em ginnig da vont da barlamant Pariz gant ur ger-stur hepken : Breizh Dizalc’h. N’ho poa ket lakaet moullañ ar paperioù votiñ nag an dafar kabaliñ. Implijet ho poa en un doare fin ar plas laosket deoc’h dre ret er c’hazetennoù da embann evit ar wezh kentañ en istor Breizh ar gerioù-se : Indépendance ! Dizalc’hiezh ! E 2007 e oas bet war ar renk e Gwengamp evit ar c’hanton hag ur wezh ouzhpenn e 2015 gant Breizh o Stourm. Ne oa ket evit ar gloar nag evit kador ebet e oas war ar renk. Evit silañ mennozhioù, hadañ e-mesk ar bobl mennozh diazez da labour stourmer : Breizh, hor bro, hon douar, zo da vezañ dindan beli ar Vretoned ha galloud ebet all.

D evel denel ha dellezegezh : Estreget cheñch livioù ar banniel ‘poa c’hoant ober. Da betra cheñch banniel ma chom paour ar re baour gwasket gant Breizhiz pinvidik ? A-viskoazh hag e meur a zoare ‘peus klasket ober al liamm etre stourm Breizh hag ar justis sokial. Laouen e oas pa ‘m boa pedet ac’hanout da skol-veur Roazhon e miz Du 2005 da grouiñ SLB skol-veur. 3 miz goude a-boan, hor boa stanket ar skol-veur e-pad daou viz gant liseidi Karaez a oa o paouez en em gavet e Roazhon… Trec’h oamp bet ! Da glozañ ar c’houlzad-se e oas deuet gant Alain Mosconi eus STC martoloded Korsika d’ober ur meeting er Skol-Veur, leun-chouk ar sal… Hag Alain da ziskleriañ fraezh ha sklaer : bonjour, je suis Alain Mosconi, marin mis en examen pour le détournement du ferry Pascual Paoli,  secrétaire du STC, syndicat fondé le premier 1984 sur ordre du FLNC… Ur mousc’hoarzh ledan a oa war da fas o klevet ar c’homzoù-se… Ha selloù du prezidant ar Skol-veur a oa o parañ warnon e-keit ma stlape hardizh ar studierien o daouarn !

D evel Du : evel eil liv hor banniel hag evel ar c’holtar az ae da guzhaat anvioù gallek kumunioù Breizh war ar panelloù-hent pa ne oant ket divyezhek.

D evel diskleriadur : e-karg e oas bet meur a-wezh da lenn diskleriadur Emgann ha SAB evit Gouel Broadel ar Brezhoneg e Karaez pe Speied. Dirak miliadoù a dud, goude bezañ savet ar skrid gant Lena, Pêr Denez pe Herve ar Beg e oas gouest da zispakañ gant da vouezh a deue war-eeun eus Bro vigoudenn komzoù sklaer ha digemplez a skoe spered ha kalon kalz tud yaouank. Ken brudet e oa da vouezh ken e oa diaes dit chom dianav a-wezhoù… Evel e Kawan e 2010 pa oa bet rentet ar panelloù laeret e kêr François Fillon ar ministr, war leurenn Gouel Broadel ar Brezhoneg a oa o paouez bezañ adaozet… Kuzhet e oas bet a-dreñv da skritelloù bras… Met tout an dud o doa komprenet piv a oa o lenn e anv Stourm ar Brezhoneg kemmenadenn al laeron fentus.

D evel diroll : ya, nozvezhioù diroll zo bet. Kalzik. Ne gontin ket an holl hiziv. Ne c’hellan chom hep c’hoarzhin pa soñjan ‘toa kredet kabaliñ e Gwengamp evit ar votadegoù kanton gant al lugan « War-Raok Gwengamp » gwisket gant ur roched eus skipailh mell-droad Roazhon… Dont a ra ur mousc’hoarzh war ma dremm pa soñjan en ur filaj e Biwi an Dour e ti tud da gamalad Markus… Goude bezañ kanet a-bouez-penn nouspet ton e oas krog gant kan al labourerien… e brezhoneg evel-just. N’eo ket gwall ruz ar vro-se, hag un tamm estonet e oa an dud…. Ha te da frealziñ tad da gamalad o lâret : « Ne rit ket bilhoù, ni zo ni Chouanted, met Chouanted ruz ! »…

D evel digor : digor e oa da galon da holl bobloù ar bed ha serr da soñjoù d’ar mennozhioù faskour ha gouennelour.

D evel dispont : dispont ha digemplez e oas dirak ar polis hag ar justis c’hall pa oa ret sikour ar Vretoned toullbac’het evit abeg-mañ-abeg… Frankiz evit Gilbert Kabon e 1989 ! Laoskit e peoc’h ar Vretoned kaset da Bariz evit o skoazell da Euskariz  e 1992 ! Frankiz evit Kristian, Paskal ha tout ar re all er bloavezhioù 2000.

D evel Diwan evel-just : Dibosupl e oa ober un disparti etre da vuhez stourm ha da labour. Ne lavarin ket kalz a dra. Nemet un dra : deuit da Sant-Brieg da vanifestiñ disadorn evit Diwan ! E Sant-Brieg e oas bet skolaer e-pad pell. N’eus nemet ur skolaj en departamant-se, e Plijidi, renet e oa bet da gentañ tout ganit. Unan all zo ezhomm da genderc’hel gant da labour.

D evel dieub ha sokialour a veze skrivet e dibenn skridoù Emgann hag ARB.

D evel e penn ar ger Deiz…Un deiz e vo sklaer an amzer ! Sed aze ul lodenn bihan-tout eus un ton hor boa kanet alies gant an dorn kleiz savet uhel.

D evel derc’hel : Dalc’het e vo ar banniel Dominig. Uhel, dispont ha digemplezh. Bez dinec’h.

Dominig , dishual, dizalc’h , dieub, denel ha dispont… Tugarez vras dit.

Bevet Breizh dieub ha sokialour !

 

 

Dizalc’hourien/Dizalc’hourezed an tu-kleiz a c’halv da vont da vanifestiñ e Kemper d’an 13 a viz Meurzh evit ar brezhoneg ha da enebiñ ouzh an doare m’eo skanket gant ar gouarnamant sinadur an emglev Stad-Rannvro evit treuzkas yezhoù Breizh hag o implij er vuhez pemdez.

Hon izili ha mignoned embarzhet en deskadurezh dre soubidigezh ha divyezhek, er c’hevredadoù sevenadurel hag a labour evit normalizañ implij ar brezhoneg er vuhez foran a gemero perzh en emgav.

Laouen omp gant nerzh stourm adkavet ar c’hevredigezhioù kerent ha sindikadoù hag a c’halv da ac’hubiñ ar straed da zifenn hor yezh.

Evel-just ez eomp a-du da enebiñ ouzh tagadennoù nevez-frankizour JM Blanquer a-enep d’ar c’helenn brezhoneg dre adreizh ar bak, hag ouzh pilpouserezh kannaded hag izili «  LREM » ( na garfemp ket gwelet e mod ebet e Kemper kar  ne vefe ket anduret o emzalc’h goapus gant holl). Poellek e kavfemp memes tra e rafe Loig Chesnais-Girard e seizh gwellañ evit ma vo roet an treziad skol gant an holl dier-kêr meret gant izili e strollad pe e e vignoned. Ar re se a voug Diwan int ivez en ur ober kement se pa nac’hont ober gant al lezennadurioù a zo anezho.

Normaladur ar brezhoneg e holl degouezhioù ar vuhez foran a dremeno dre un aergerzh a ofisialisadur lezennel evit ar yezh-se e Breizh ( en ur gemer e kont liesseurted yezhoù Breizh gant ar gallo ha yezh ar sinoù). An emdroadur se a c’hello bezañ tizhet en ur c’hounit muioc’h a souvereniezh da zibab e Breizh a-bezh, deus Brest betek Klison, da gentañ en ur dreuzkas ar barregezhioù skol da strollegezh Breizh.

Setu ma roomp emgav deoc’h evit sevel un ambroug Gwenn-Ha-Du, Ruz ha Mouk a-dreñv d’ar giton « Difennomp hor Bro hag Hor Yezh » e Kemper.

War-Sav.

 

Bak e Brezhoneg
05/07/2019

D’an 21 a viz Even e oamp 14 o tremen an arnodenn matematikoù e brezhoneg. Hiziv omp bet 13 o tapout hor bachelouriezh. An notennoù a zo dizingal awalac’h, o tremen deus 1 da 16. Evel ar bloaz paseet, live gwir liseidi-zo n’eo ket bet barnet mat. Ne gomprenomp ket an disoc’hoù-se, hag o dije gellet bezañ kalz justoc’h. Lennet hon eus respont ar rektour da lizher hor gelennerien hag gouzout a reomp e zo trawalc’h a dud evit reizhañ hor c’hopiennoù e brezhoneg.

Goulenn a reomp e vefe anzavet hon gwir tremen an arnodenn matematikoù e brezhoneg.

D’ar 16 a viz Eost e vo aozet ur vanifestadeg hag ur sonadeg evit souten Bak e Brezhoneg e Gwengamp. Gortozet oc’h niverus.

Communiqué de presse

Cette année, à nouveau, 14 lycéen-ne-s ont choisi de passer l’épreuve du baccalauréat de mathématiques en breton, la langue dans laquelle nous leur enseignons au lycée. Nous soutenons avec vigueur ces jeunes qui veulent être reconnus par l’État comme des citoyens francophones et bretonnants à part entière.
Nous sommes inquiets pour l’équité des corrections. Nous espérons que le rectorat a organisé la convocation de professeurs de mathématiques bretonnants pour faire en sorte que l’égalité des corrections soient respectée sur tout le territoire. Les lycéens basques répondent le même jour, aux mêmes sujets en basque, et ce depuis 2012. Pourquoi pas n’est-ce pas possible en Bretagne ? L’évaluation des 15 copies des lycéen-ne-s ayant rédigés en breton a été trop inégale l’année dernière. Nommer des professeurs de mathématiques bretonnants reste le moyen le plus juste pour tenir compte de l’année de travail des lycéen-nes, de leur sérieux et de leurs désirs.
La lutte des lycéen-ne-s pose aussi la question de la place des langues régionales dans le baccalauréat actuel et dans la réforme à venir. Jusqu’à présent les annonces ministérielles ne vont pas dans le bon sens. Trouver un accord sur le baccalauréat dès cette année serait la manière la plus sereine de préparer la réforme du baccalauréat qui débutera dès la rentrée 2019.

Des membres de l’équipe pédagogique du lycée Diwan de Carhaix, le 21 juin 2019.

14 lisead-ez o deus dibabet ar bloaz-mañ en-dro tremen arnodenn vatematikoù ar vachelouriezh e brezhoneg, ar yezh a gelennomp enni el lise. Souten a reomp da vat an dud yaouank-mañ c’hoant ganto bezañ asantet da sitoaian galleger ha brezhoneger gant ar Stad.
Ankeniet omp gant ingalded ar priziañ. Emichañs ez eo bet prientet galv ar gelennerien vatematikoù brezhoneger gant ar rektordi d’ober e seurt e vefe doujet da ingalded ar reizhadennoù war an tiriad. Al liseidi euskarat a respont d’ar memes sujedoù, ar memes devezh en euskareg hag an dra-se abaoe 2012. Perak pas e Breizh ? Re dizingal eo bet priziañ ar c’hopiennoù savet gant 15 lisead-ez e brezhoneg warlene. Lakaat kelennerien vrezhonek war ar matematikoù eo an doare reishañ da gemer e kont bloavezh-labour al liseidi-adezed, o siriusted hag o c’hoant.

Stourm al lisedi-adezed a sav ivez goulenn plas ar yezhoù rannvroel er vachelouriezh a-vremañ ha gant ar reform a zeu. Betek bremañ ez a an traoù war treutaat. Kavout un emglev ar bloaz-mañ a c’hallfe bezañ ur mod da brientiñ seder ar vachelouriezh nevez he stumm hag a grogo a-benn an distro-skol 2019.

Izili skipailh pedagogel lise Diwan Karaez, d’an 21 a viz Even.

La Gauche Indépendantiste (Breizhistance) appelle à soutenir les écoles DIWAN pour que ces écoles laïques, gratuites et associatives et immersives en langue bretonne puissent bénéficier du forfait scolaire dans le projet de loi Blanquer.
Le premier ministre de la France Édouard Philippe s’y était engagé devant M. Loig Chesnais-Girard, président de la Région Bretagne, lui-même soutenu dans cette démarche par la conférence territoriale des maires de Bretagne administrative.
C’est donc la parole du chef du gouvernement qui est en jeu, à 96 heures d’un scrutin, parole donnée à l’ensemble des citoyens de Bretagne et pas seulement aux parents et salariés de Diwan qui depuis 42 ans font vivre ces écoles en donnant beaucoup d’eux mêmes, dans l’ensemble de la Bretagne historique.
Jamais dans l’histoire récente de Bretagne un tel consensus social en faveur de la reconnaissance du caractère de service public de Diwan n’avait été assumée par autant d’élus locaux.
Il convient donc de faire front ici en Bretagne contre Paris, pour rappeler à Édouard Philippe de tenir ses promesses, et pour dire à M. Blanquer qu’il doit cesser d’insulter notre langue, notre pays la Bretagne, et nos enfants en doutant de leurs capacités cognitives et de leurs maitrise du français ou d’autres langues.
En conséquence nous appelons l’ensemble de nos sympathisants à participer massivement aux initiatives qui pourraient émerger dans les prochaines heures partout en Bretagne.
Maiwenn Salomon pour la Gauche Indépendantiste

Diwar intrudu Unvaniezh Studierien Breizh ez eus bet roet lañs d’ur c’houlzad ledan evit ma vo muioc’h a vrezhoneg war-wel war panellerezh Skol-Veur Roazhon 2.

Kalz a aozadurioù liesseurt o deus kensinet ar galv a c’hellit lenn amañ dindan.

Kemennadenn

#BrezhonegEmSkolVeur #DuBretonDansMaFac

D’an 10 a viz C’hwevrer 2019, eo bet kinniget gant dekadoù a studierien skol-veur Roazhon 2 ur raktres panellerezh divyezhek da vare ar prantad budjed-perzhiañ an FKDMS (Fontoù Kengred ha Diorren Mennadoù ar Studierien). Ar raktres-mañ a zo e bal staliañ ur panellerezh divyezhek gallek-brezhonek war tri c’hampus Skol-Veur Roazhon 2 (Mazier e Sant-Brieg, An Delenn ha Keryann e Roazhon).

Abaoe deroù ar bloavezhioù 90, ez eo staliañ ur panellerezh divyezhek un arc’hadur douget gant pep rummad studierien a zeu war-lerc’h an eil egile er skol-veur. Kammedoù a zo bet graet war an hent-se e penn-kentañ ar bloavezhioù 90 en ur staliañ ar banell gallek-brezhonek gentañ gant lusk ar sindikad studierien Dazont. Un nebeud bloavezhioù goude-se ez eo bet sinet karta Ya d’ar Brezhoneg gant prezidant Marc Gontard e 2008 hep ma vefe lakaet an engouestloù da dalvezout war an hir dermen. A-dreñv d’an divyezhegezh ez eo plas ar brezhoneg an dalc’h e lec’hioù foran div eus kêrioù brasañ Breizh (diaes gouzout petra dalvez ar frazenn-mañ). Ul lec’h stummañ ha lakaat yaouankiz Breizh en he zra, abalamour d’an dra-se eo atebeg ar gwareziñ ha diorren hor yezh. Da vare Erasmus o deus gallet gwelout ar Vretoned yaouank e skolioù-meur Barselona (Katalonia), Aberystwyth (Kembre) pe Bilbao (Euskadi) an ingalded etre ar yezhoù-pobl ha re o Stadoù e divyezhegezh hag e buhez ar skol-veur. A-dreñv d’an dra-mañ ez eo an dalc’h ingalded diazez etre ar yezhoù ha doujañs gwirioù ar gomzerien. N’eo ket aet Skol- Veur Roazhon 2 en tu all d’ar vevenn-mañ evit ar poent. Fellout a ra deomp mont dreist anezhi da vat gant ar raktres-mañ.

Klotañ a ra hemañ gant ur c’hortoz-sokial wir eus perzh ar studierien.ezed, kelennerien.ezed, gopridi, ha kevredigezh Breizh dre-vras. Gallet hon eus gwelout er sontadeg TMORégion embannet e miz Here 2018 : plijout a rafe da 31 % eus ar re a zo nebeutoc’h evit 25 bloaz gouzout brezhoneg. Fellout a rafe da 75 % eus anezidi Il-ha-Gwilun hag Aodoù-an-Arvor ma vefe muioc’h a gelenn war ar brezhoneg er skolioù, muioc’h evit 70% eus ar re a zo bet goulennet ganto a fellfe dezho gwelout muioc’h a vrezhoneg war panellerezh an hentoù. Erfin e fellfe da 58 % eus anezidi Il-ha-Gwilun gwelout muioc’h a vrezhoneg el lec’h foran (60 % en Aodoù-an-Arvor). Heuliañ a ra ar sontadeg-mañ an hini bet aozet gant kenstroll « Brezhoneg er Skol-Veur » e 2017 war gampus Keryann hag o doa goulennet gant ar studierien.ezed ha gopridi ma oa mat ganto pa vefe muioc’h a zivyezhegezh vrezhonek- gallek e Skol-Veur Roazhon 2. 85 % eus ar re o doa votet o deus respontet e oa mat ganto (da lavaret eo 967 hag o doa votet) ha 9% ne oarent ket (104 hag o doa votet). Diskouez a ra splann an div sontadeg-mañ ez eus ur c’houlenn-sokial greñv en ur panellerezh divyezhek brezhonek-gallek aotreet da bobloù niverus en Europa evit o yezhoù-dezho. Klotañ a ra ar goulenn-mañ gant ur wirionez: darn vrasañ ar re yaouank etre 18 ha 35 bloaz hag a gomz brezhoneg a zo o chom e Roazhon. E Sant-Brieg, war gampus Mazier ez eo stummet kelennerien.ezed an hentoù divyezhek.

Kinnig a reomp, neuze, ma vefe talvoudekaet youl darn vrasañ ar studierien.ezed gant Skol-Veur Roazhon 2 en ur staliañ ur panellerezh divyezhek en ur labourat dorn-ha-dorn gant Ofis Publik ar Brezhoneg. Ur panellerezh az aio hervez ar reoladoù etrebroadel war an divyezhegezh er panellerezh. Emplegañ a ra ma vefe roet gant rikted ar memes titouroù en eil yezh hag eben, ma vefe kinniget an titouroù e brezhoneg hag e galleg en ur mod heñvel-rik (liv, font, ment, hag all hag all) hag en un doare simetrek an eil e-keñver eben.

Gervel a reomp neuze an holl studierien.ezed, kevredigezhioù, dilennidi, aozadurioù, strolladoù ha sindikadoù e Breizh a-bezh da unaniñ gant al lusk evit ma vefe aotreet ar raktres-mañ gant ar bodad, votet gant ar studierien.ezed ha lakaet da dalvezout gant ar Skol-Veur.

Etre daouarn ar yaouankiz emañ dazont ar yezh !


A l’initiative de l’Union des Etudiants de Bretagne une campagne est en cours pour rendre plus visible la langue bretonne sur le campus de Rennes 2. Au regard des signatures récoltées on constate que leur campagne a obligé pas mal d’associations, partis, syndicats à se positionner dans ce sens.

Voici leur communiqué :

#BrezhonegEmSkolVeur #DuBretonDansMaFac

Le 10 février 2019, plusieurs dizaines d’étudiant.e.s de l’université de Rennes 2 ont déposé.e.s un projet de signalétique bilingue lors du budget participatif du FSDIE (Fonds de Solidarité et de Développement des initiatives étudiantes). Ce projet vise à l’instauration d’une signalétique bilingue Français-Breton sur les 3 campus de l’Université de Rennes 2 (Mazier à Saint Brieuc, La Harpe et Villejean à Rennes).

Depuis le début des années 80, l’instauration d’une signalétique bilingue est une revendication portée par chaque génération d’étudiant.e.s qui se succèdent dans l’université. Des pas sont faits dans ce sens au début des années 90 avec l’installation du premier panneau français-breton sous l’impulsion du syndicat étudiant Dazont. Quelques années plus tard, c’est la signature de la Charte Ya d’ar Brezhoneg par le président Marc Gontard en 2008 qui engageait l’université à installer une signalétique bilingue sans que les engagements soient appliqués sur le long terme. Derrière la signalétique bilingue, c’est la place de la langue bretonne dans l’espace public de deux des plus grandes villes de Bretagne qui est en jeu. L’université est un lieu de formation et d’émancipation de la jeunesse bretonne, elle a en cela une responsabilité dans la sauvegarde et le développement de notre langue. A l’heure d’Erasmus, les jeunes Breton.ne.s ont pu voir dans les universités de Barcelone (Pays catalans), d’Aberystwyth (Pays de Galles) ou de Bilbao (Pays basque) l’égalité entre les langues populaires et celles de leurs États dans la signalétique et dans la vie universitaire. Derrière cela, ce sont l’égalité fondamentale entre les langues et le respect des droits des locuteurs qui sont en jeu. Ce pas n’a pour l’instant pas été franchi par l’Université de Rennes 2. Nous entendons le franchir définitivement avec ce projet.

Celui-ci correspond à une vraie attente sociale de la part des étudiant.e.s, enseignant.e.s, personnels, et de la société bretonne en général. Nous avons pu le voir dans le sondage TMO- Région publié en octobre 2018 : 31% des jeunes de moins de 25 ans souhaiteraient savoir parler breton. 75% des habitants d’Ille-et-Vilaine et des Côtes-d’Armor voudraient plus d’enseignement du breton dans les écoles, plus de 70% des sondés des deux départements voudraient plus de breton sur la signalétique routière. Enfin 58% des habitants d’Ille-et-Vilaine voudraient plus de breton dans l’espace public (60% dans les Côtes-d’Armor). Ce sondage fait suite à celui mené par le collectif « Brezhoneg er skol-veur » en 2017 sur le campus de Villejean qui avait demandé aux étudiant.e.s et personnels s’ils étaient favorables à une présence plus large du bilinguisme breton- français à l’Université de Rennes 2. 85% des votants avaient répondu oui (soit 967 votants), 6% avaient répondu non (67 votants) et 9% ne savaient pas (104 votants). Ces deux sondages montrent clairement une très forte demande sociale dans une signalétique bilingue français-breton à laquelle de nombreux peuples européens ont déjà droit pour leurs propres langues. Cette demande correspond à une réalité : la majorité des jeunes de 18 à 35 ans qui parlent breton habitent à Rennes. A Saint-Brieuc sur le campus de Mazier, les enseignants brittophones des filières bilingues sont formés.

Nous proposons donc que l’Université de Rennes 2 concrétise la volonté de la majorité des étudiant.e.s et installe une signalétique bilingue en coopération avec l’Office public de la langue bretonne comme elle s’y était engagée avec la signature de la charte. Une signalétique qui répondra aux normes internationales sur le bilinguisme dans la signalétique. Elles implique de délivrer rigoureusement les mêmes informations dans l’une et l’autre des langues, présenter les indications en français et en breton de manière strictement identique (couleur, police, taille …) et de manière symétrique l’une par rapport à l’autre.

Nous appelons donc l’ensemble des étudiant.e.s, des associations, des élu.e.s, des organisations, des partis et des syndicats de toute la Bretagne à se mobiliser pour que ce projet soit validé par la commission, voté par les étudiant.e.s, et appliqué par l’Université.

L’avenir de la langue bretonne est aux mains de la jeunesse !

Da heul ma vije bet embannet disoc’hoù  an enklask sokioyezhoniel urzhiet gant Rannvro Breizh d’ar stal TMO ,  lod o deus soñjet e vefe talvoudus d’ar vrezhonegerien prederiet gant dazont o yezh tennañ kentelioù deus ar sifroù ha stadegoù se.

E 2004 e oa bet votet evit ar wech kentañ un destenn politikerezh yezh gant Kuzul Rannvro Breizh.
15 vloaz goude, sevenet ez eus bet un enklask sokioyezhoniel gant ar Rannvro. Fiziet eo bet al labour er stal TMO. Rannvro Breizh a oa ar Rannvro nemeti enni ur yezh dibar n’he doa ket urzhiet gwech ebet enklaskoù sokioyezhoniel evit anavezout stad an traoù evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Graet eo bet a-benn ar fin.
Peseurt kentel a c’hellomp tennañ evit dazont ar brezhoneg e Breizh e kreiz-Breizh hag e Bro Gwengamp ?

Fulup Jakez ,  rener Ofis Publik ar Brezhoneg a vuhezo daou emgav evit hen ober. :

-Unan e Karaez aozet gant ar gevredigezh nevez ganet Raok d’ar Yaou 31 a viz Genver da 6e15 e  Ti ar Vro Karaez ( Plasenn gwirioù mad-den).  Reiñ a ray ivez ouzhpenn un nebeud elfennoù resis a denn da vro Kornôg Kreiz-Breizh (Pays COB).
E peseurt stad emañ ar brezhoneg er vro hiziv an deiz ? Ha peseurt mod e vo er bloavezhioù da zont ? Pet a dud a ra gant gant ar yezh ? Pe oad int ? Pelec’h emaint o chom ? Darvoud FB dre aze.

-Unan e Gwengamp e Ti ar Vro ( Plasenn maez ar roue )  d’ar Sadorn 9 a viz C’hwevrer da 2e  E pelec’h emaomp degouezhet ? Pet den a ra gant hor yezh ? Piv int ? Pe oad int ? Pelec’h emaint o chom ? Ha warc’hoazh ? Peseurt emdroadurioù don zo e go ? Peseurt hent tapout evit derc’hel penn ? Peseurt binviji hor bo ezhomm evit suraat dazont hor yezh ? Peseurt azgoulennoù a rankomp dougen ? Darvoud FB aze.

Sed aze darn deus ar goulennoù a vo klasket respont dezho. Digor ha digoust eo an daou emgav.

Gallout a reer pellgargañ ha lenn disoc’hoù an enklask dre aze.