Tag

SUA

Browsing

Touellerezh an dilennadegoù: Ar gwir ’zo gant Trump

Gant Robert Neal Baxter ( Stourmer komunour ha dizalc’hour deus Galiza, kelenner , ezel Unvaniezh Pobl Galiza)

Robert Neal Baxter .

D’an 3 a viz Du e oa bet lakaet fin d’an argerzh hir-kenañ  evit dilenn ar Prezidant a reno war douar ar re dieub ha kêr ar re galonek, hervez pozioù kan broadel $tadoù-Unanet AmeriKKKa. Diaes chom hep her goût.

 

Ha koulskoude, marteze a-walc’h ne oar ket kement all a dud e oa bet disklêriet Luis Arce evel Prezidant Stad Liesvroadel Bolivia nemet pemp devezh war-lerc’h, aet ar maout gant e strollad, Luskad war-du ar Sokialouriezh (MAS-IPSP), tapet gantañ 55% eus ar mouezhioù ha gant ur feur mouezhiañ en tu all da 88%. Koulz e eil kambr an Dael hag eben ec’h eas kalz war ledanaat muiañ-niver ar strollad gant da benn Evo Morales, hag evit ar wezh kentañ ez eus muioc’h a vaouezed er Sened hag a baotred. Ha koulskoude, daoust d’an istorel m’eo ar fedoù-se, n’o deus ket ar araezioù brizhkehentiñ sistemek gouestlet kalz a blas nag a bouez dezhe er c’heleier.

War a seblant, n’eus nemet un dra a rankfemp an holl bezañ chalet ganti: anv an hini a vo lakaet da bennrener nevez ar pezh a ra lod ‘ar bed dieub’ anezhañ, evel ma vefemp o vevañ c’hoazh da vare ar Brezel Yen. Fellout a reer lakaat ac’hanomp da grediñ e cheñcho pep tra en Ti Gwenn, ur wezh staliet un impalaerour nevez a-drek ar Burev Hirgelc’hiek, kalz sichantoc’h ar wezh-mañ avat.

Ken brein eo sistem politikel ar Stadoù-Unanet m’eo diaes goût dre belec’h kregiñ: goubrenerezh, kleptokratelezh hag interestoù kuzh al lobbioù ekonomikel hollc’halloudus, iriennelouriezh damfaskour QAnon, torgammerezh ar mediaoù hag ar c’heleier faos (fake news), poblelouriezh eus an eil tu hag egile, amoedigezh dañjerus ar Prezidant kent ha sionegezh arfoll ar Prezidant nevez pe c’hoazh ar gouennelerezh gwriziennet don er vro, lakaet termen d’an disparti dre lezenn etre ar re wenn hag ar re du 50 vloaz ’zo nemetken ha na vo ket skarzhet da vat diouzh penn an dud a-drugarez d’an pebeiladur enepdemokratel etre ar re ruz hag ar re c’hlas, hag all, hag all.

Amañ avat e fell din komz diwar-benn mont en-dro an dilennadegoù ar vro a gred embann ec’h eo anezhi penndifennourez hollvedel an demokratelezh ha ne chom ket da dortal o lakaat an demokratelezh-se da dalvezout dre ar bed a-bezh gant daolioù misil, jahinerezh, o kenlabourat gant renadoù faskour evit mac’homañ o fobloù, dre sparfañ napalm ha kontammer orañjez pe dre nerzh ar bombezennoù atomek zoken… Pep tra e anv an demokratelezh hag ar frankiz.

 

We the people. Ni, ar bobl. Setu penaos e tigor Bonreizh ar Stadoù-Unanet sinet e 1787. Setu penaos e tigoras ivez e brezegenn gentañ Joe Biden evel Prezidant dilennet, en ur disklêrian e oa un ‘trec’h evidomp-ni, ar bobl”. Ouzhpenn 200 vloaz warlerc’h eo ur gwaz gwenn a renkad etre an hini a gred kaozeal e anv ar bobl-holl adarre, daoust ha m’eo gwir m’en deus dibabet ur vaouez du he c’hroc’hen evit c’hoari ur rol a eil renk. D’an nebeutañ eo aet an traoù un tammig war-raok er Stadoù-Unanet a-hed ar c’hantvedoù memestra, rak n’halle ket ar maouezed votiñ eno betek 1920, en ur c’hoût ne c’helle votiñ nemet ar wazed perc’hentiezh gante betek 1856 ivez. Ha ne oa nemet pa oa bet lakaet e pleustr Lezenn ar gwirioù mouezhiañ e 1965 ma oa bet diskaret da vat an holl skoilhoù a harze ouzh ar re du da votiñ.

 

Reizh ha dereat eo kaozeal eo anv ar bobl pa vez dilennet ar Prezidant ganti en un doare peurdemokratel, dres evel ma c’hoarvezas e Bolivia. Hogen, pa gred kaozeal Prezidant SUA e anv ar bobl, emañ o treuzpiaouañ he mouezh pa seller pizh ouzh an divigadoù a bep seurt a gaver don-don e reizhad an dilennadegoù er vro-se.

 

Meur a skoilh e gaver war an hent pa feller lakaat e pleustr ar gwir da votiñ eno. Da-gentañ-holl e ranker en em enrollañ. Sañset eo digoust, met dre ma n’eus er vro-se kartenn-anv ret ebet ec’h implijer peurliesañ an aotre-bleniañ evit gwiriekaat identelezh an den-mañ’n-den (pe c’hoazh un aotre-armoù a-wezhioù…). Kement-mañ a dalvez da damouez evit lakaat er-maez tud gante ar gwir da vouezhiañ eus gennadoù resis ar boblañs, dreist-holl ar re ouennekaet peogwir eo teir gwezh izeloc’h an niver a dud afro-amerikan gante un aotre-bleniañ evit ar re wenn. Evit gwashaat an traoù, e karterioù resis ’zo eo bet serret ar burevioù karget da reiñ an dielloù ret ivez. An disoc’h: hervez ur studiadenn embannet e 2012, ne oa ket enrollet 24% eus an dud gante ar gwir da votiñ, d.l.e. 51 milion a dud en holl.

 

War-lerc’h e ranker gouzañv lostadoù-tud hir meurbet dirak al lec’hioù-mouezhiañ, dreist-holl evel-just er c’harterioù ma vez kalz a dud ouennekaet. Hag e stadoù evel Texas e oa bet aotreet staliañ ur post nemetañ e pep kontelezh evit ar votoù dre bost, en ur c’hoût e c’hellont tizhout 5,000 kilometr karrez. Gwezh ha gwezh all e vez kemmet ivez bevennoù an takadoù-mouezhiañ evit ma vo gounezet lec’hioù a-bouez gant strollad pe strollad.

 

Meur a sil bras all en deus ar reoliad evit gallout mont e-biou da volontez wirion ar bobl ha da bennaenn diazez ‘un den, un vot’. Souezhus e c’hellfe kavout an nen ar fed ma oa teuas Trump da vezañ Prezidant e 2016 daoust ha ma’c’h eas gant Hillary Clinton al lodenn vrasañ eus ar pezh a reer ar vot poblek anezhañ, tapet ganti kaze 3 milion a vouezhioù muioc’h evitañ. An abeg a gaver e reoliad ar c’holajoù dilenn, ma vez anvet gant pep stad un toullad dilennerezed/ion fiziet ar vot enne, en holl 538 anezhe nemetken. Evel-se n’he deus ket pep mouezh ar hevelep talvoudegezh, rak pouezañ a ra kalz muioc’h ar votoù  a seurt-se evit re hiniennel ar bobl. Da skouer, evit dont da vezañ Prezidant, e  ranke Biden gounez e 270 kolaj, ne vern hag-eñ e tizhfe ar muiañ-niver a votoù poblek pe get.

 

Ma tegouezhfe kemend-all en ur vro bennak eus Afrika, hep mar ebet e tougfe klemm diouzhtu renerion demokratelezhioù frankizour ar C’hornôg en ur damall ar vro da vezañ gwallet ar reolennoù demokratel diazez. Ha koulskoude e kendalc’h U$A d’en em lakaat da skouer penndifenner an demokratelezh hollvedel hep an disterañ mezh.

 

Da heul ar votadegoù, ne baouezas ket Trump da glemmichal, en ur asuriñ e oa bet skoet gant un taol touellerezh. Ha ret eo anzav emañ ar gwir gantañ en ur mod, rak un taol touellerezh eo ar sistem penn-kil-ha-troad.

 

Met arabat faziañ. Gwir eo ec’h eo ur vezh enepdemokratel ramzel mont en-dro an dilennadegoù er Stadoù-Unanet. Met ret eo anzav ivez o deus an holl reoladoù demokratel bourc’hiz ur bern gwikefreoù savet a-ratozh-kaer evit lakaat harz ouzh bolontez wirion ar bobl. Er Rouantelezh-Unanet, da skouer, ec’h implijer ar sistem mouezhiañ unanv muianiverel gant un dro nemeti (first-past-the-post) gantañ da bal lakaat an daoustrolladegezh da beurbadout da viken hag a-drugarez dezhañ e c’hallas Thatcher ren war ar vro gant ur melldorn houarn daoust da vezañ tapet nemet 42,4% eus ar votoù ganti e 1983 en ur stad ma c’hell izili nann-dilennet ar Gambr Uhel, da lâret eo eskibion ha pared hêrezhel (noblañsoù) ha nann-hêrezhel, kas d’an traoñ mennadoù bet votet gant izili dilennet (mod pe vod) Ti ar C’humunioù.

 

Touellerezh ’zo bet, sur ha n’eo ket marteze. N’eo ket Trump an hini ’zo bet touellet avat, met ar bobl gant an demokratelezh bourc’hiz.

Piv a yelo da brezidant ar Stadoù-Unanet e deroù miz Du ? Trump pe Biden ? Gouez d’ar mediaoù bras ne vije nemet ar strolladoù Demokrat pe Republikan o kabaliñ evit ar votadeg. Dilennadegoù all a vo evit ar c’hendalc’h.

Christopher Helali zo o chom er Vermont, ul lodenn e reter ar Stadoù-Unanet stag ouzh Kanada. Derc’hel a ra ur menaj gant e wreg, er vro abaoe m’eo distro deus ar Rojava e-lec’h ma oa bet o vrezeliñ a-gevret gant bolonterien etrebroadel ar YPG/YPJ.

Gant e rochedoù karrezennek , e varv hag e vousc’hoarzh e kreder e c’hellfe Christopher Helali bezañ o chom er Menezioù Are pe e Tremargad, daoust da se ez eus soñjoù komunour digemplez gant ar paotr.

E vamm a oa a orin deus ar c’hanada met e dad a oa Kurd, tapet hent an harlu gantañ da vare an dispac’h islamour en Iran.

Divoutin a-walc’h eo koulzad Christopher Helali kar emañ war ar renk evit mont da gannad evit ar Vermont e kendalc’h ar Stadoù-Unanet ha kement-se e anv Strollad Komunourien ar Stadoù-Unanet (PCUSA). 

 

Enep ar c’hevala

Evel-just e fell dreist-holl da gChristopher Helali kemer digarez ar c’houlzad evit skignañ mennozhioù dreist-ordinal ha dianav da vouezherien ar Vermont. “Ar gomunouriezh a c’hell bezañ ken amerikan hag an tartezennoù avaloù” emezañ, ar Vermont zo brudet evit bezañ bro an tartezennoù avaloù, kement a wez-avaloù zo er c’horn-se.

Arguzennoù sirius tre zo gantañ ouzhpenn d’ar c’hinnigoù klasel evel : ” Distruj ar c’hevala, broadelaat an industrierezhioù bras, hag adperc’hennañ dindan kontrol ar vicherourien an doareoù produiñ“.

Sachañ a ra evezh ar voterien war an dispignoù divent graet gant ar c’hendalc’h evit ar brezel hag an arme, dre zaou da nebeutañ e fell dezhañ rannañ budjet ar Pentagon (712 miliard) ha kreskiñ hini ar yec’hed evit brasañ mat ar re vunud. Didruez eo gant an daou challenger a zo e servij ar vouc’hizelezh hag an impalaerezh hervezañ.

Nullañ dleoù ar studierien a rank ober amprestoù a adpaeiont o buhez-pad zo unan deus e balioù, evel m’eo azgoulenn ar servij yec’hed digoust.

M’emañ war ar renk evit mont da gannad ar Vermont en deus graet e strollad un emglev gant ar PSL (Strollad evit ar Sokialouriezh hag an Dieubidigezh) a ginnig Gloria Lariva evel dañvez prezidantez ar Stadoù-Unanet.

 

 

Hag Antifa….

Gouez da servijoù an departamant amerikan evit ar surentezh diabarzh  emañ e anv war ul listennad ruz kar en doa kemeret perzh e stourmoù kalet da zieubiñ Raqqa enep DAESH asambles gant ar YPG/YPJ, nerzhioù politikel armet Kurded Syria. Bet e oa er Rojava evel Kendal Breizh da harpañ ar gurded. Ha dalc’het en deus soñj deus poltred Kendal Breizh ouzh moger an akademiezh e-lec’h ma veze graet skol d’ar stourmerien ha stourmerezed etrebroadel. Eno en defe graet e soñj emezeliñ d’ur strollad komunour. Embann a ra divezh e skoazell da Balestin hag ar gwir d’en em dermeniñ evit an holl bobloù.  Anat eo e implij e brantadoù a gabalerezh ofisiel evit brudañ ar c’houlzad ” Black Lives Matter” ha kondaoniñ ar ouennelouriezh ha feuslter ar polis.

Meur a gabaladenn zo bet a-raok gant komunourien SUA

 

N’eo ket ar wezh kentañ da strolladoù komunour bezañ war ar renk evit dilennadegoù er Stadoù-Unanet. E 1984 e oa aet ar stourmerez benelour du Anjela Davies asambles gant Gus Hall dindan livioù ur strollad komunour all (CPUSA) evit enebiñ ouzh Walter Mondale (Demokrat) ha Ronald Reagan (Republikan) , 36 386 keodedour o devoa votet evite.

Abretoc’h c’hoazh e istor ar vro ez eas ar gomunourien war ar renk er Stadoù-Unanet, da skouer gant Foster ha Ford e 1932 evit difenn e-mesk kinnigoù all ar gwir evit ar re du da grouiñ ur stad dizalc’h e kreisteiz an unvaniezh.