Tag

Takad tenn

Browsing

Abaoe un nebeud deizioù e weler pennadoù er c’helaouennoù diwar-benn ur sinadeg, bet harpet gant hogos 10 000 den , evit goulenn ma vo cheñchet ar reolennoù a c’hellfe sterniañ marc’had al lojañ e Breizh.

Dont a ra da heul un tamm mat a vanifestadegoù, emvodoù a-bep seurt diwar-benn an hevelep problemategezh.

Pal ar re o deus roet lañs d’ar c’houlzad se zo bountañ war meur a live, hini ar stad evit ma vo lakaet kumunioù Rannvro Breizh en takad tenn , met ivez goulenn gant Rannvro diskouez he youl da verañ kembeli al lojañ.

Sed aze testenn glok ar galv da sinañ bet lakaet e brezhoneg. Evit sinañ e ranker tremen dre aze.

 

TRAWALC’H GANT ENKADENN AL LOJAÑ ! BREIZH TAKAD TENN !

Kalz a stourmoù zo bet e-doug ar bloaz 2022 o tennañ da enkadenn al lojañ ha d’an diskoulmoù evit klask he disteraat. N’eus ket bet ur sizhun hep na vefe anv er media eus an diaez m’eo kavout lojeiz e Breizh. E pep lec’h war ar maez, war an aod hag an inizi, er meurgêrioù ha betek e Kreiz-Breizh hag a seblante bezañ gwarezet betek-henn, emaomp gant enkadenn al lojañ !

Hiziv an deiz ez eo diaes-bras chom da vevañ, dont pe distreiñ da Vreizh evit an darn vrasañ eus an dud. Goullonderet e vez kumunioù ha karterioù zo hag a zeu da vezañ mirdioù. Dister eo ar c’hinnig lojeiz a-hed ar bloaz hag e pep lec’h e kan an traoù evit a sell ouzh priz ar feurmoù ha prizioù ar prenañ.

Kement-mañ a redi an dud da bellaat diouzh al lec’hioù bevañ ha labourat pe da asantiñ koll galloud prenañ evit gallout chom. Heuliadoù eeun zo d’an dra-se : kresk ar saotradurioù liammet ouzh an dilec’hiañ ha kresk an digevatalderioù ha kreizennadur ar pinvidigezhioù.

Anavezet mat eo abegoù :

    • Re a eiltiez e takadoù zo.
    • Diorroadur sofkont ar Feurmoù Berrbad ha diouzh ar c’houlz.
    • Digresk arc’hantadur ar parkad lojeiz sokial publik
    • An diouer a bolitikerezh youlek da gaout nebeutoc’h a lojeizoù vak, dinatur ha diyac’hus..

Diskoulmoù da lakaat e pleustr zo koulskoude : goulenn a reomp groñs ma vo astennet an takad tenn e Breizh a-bezh, ar pezh a roio an tu da lakaat un toullad diarbennoù da dalvezout :

  • sterniadur ar feurmoù,
  • bevenniñ ar feurmoù berrbad,
  • dreisttaosañ an eiltiez hag an tiez vak.

 

 

Diarbennoù all zo ret a-hend-all :

Adarc’hantaouiñ al lojeiz sokial publik kement ha ma’z eus ezhomm ha kreskiñ ar Skorennoù Personelaet evit al Lojeiz (SPL)

– kelaouiñ, broudañ, rediañ obererien ar parkad tiez prevez ha publik da nevesaat ha da adkempenn al lojeizoù vak, dinatur, diyac’hus hag al lojeizoù difuet fall.

– Lemel al logoù kemedel war ar feurmoù berrbad.

– Suraat ha frammañ diorroadur an annez kevelourel, pennaenn ar c’hen-feurmiñ, an annez skañv hag ar font kengred hag enep-arvrokañ.

– P’emañ 50% eus al lojeizoù da feurmiñ e dalc’h 3,5% eus ar boblañs, e rank ur politikerezh kemedel uhel e balioù stourm a-enep dreisttolpadur ar berc’henned vras. Evit Stourm Asambles a-enep enkadenn al lojañ e c’houlennomp groñs :

1) digant dilennidi ha dilennadezed ar strollegezhioù lec’hel (kumunioù, etrekumunelezhioù, departamantoù) mont e darempred gant an holl ensavioù evit ober diouzh ar gwellañ gant ar binvioù reoliñ zo anezho ha bezañ sikouret en o difrae.

2) digant Kuzul-rannvro Breizh e vefe goulennet gantañ en ur mod ofisiel digant ar Stad an aotre d’ober e vad eus ar Gwir d’an arnodiñ evit a sell ouzh an Annez hag al Lojeiz hag e vefe rummet Breizh evel Takad tenn.

3) digant ar Gouarnamant e respontfe a-du gant goulennoù ar C’huzul-rannvro.

4) digant ar gannaded ha kannadezed, senedourien ha senedourezed ober o mad eus lezenn-reizhañ ar finañsoù evit degas hag ouzhpennañ elfennoù lezennel a yafe muioc’h a-du gant koazhadur enkadenn al lojañ.

Ur gwir eo kavout da lojañ ha n’eo ket ur gwir-dreist, sinomp ar sinadeg, deuit da stourm ganeomp.

Sinerien gentañ :: Douarnenez Droit à la Ville, DouarnVendez, Tregor Argoat Goelo Zone Tendue, Tous et Toutes Un Toit Lorient,Comité Logement du pays de Morlaix.