Tag

Zelinski

Browsing

D’an 10 a viz Eost  2026 Bogdan Syrotiuk, ur stourmer trotskour anezhañ, zo bet kastizet da 15 vloaz prizon gant ul lezvarn e rannvro Mykolaïv en d’e drubardiezh uhel. Kredet en doa skrivañ un dornad pennadoù flemmus diwar-benn Zelensky hag ar brezel. E vadoù hag e urzhiataerezhioù a vo tennet digantañ.

Lod a lavar e vefe tost da 92 prizoniad politikel e prizonioù an Ukrain. Ar bras anezho zo dizertourien, komunourien liesseurt.

An nebeud mouezhioù a-enep ar brezel zo lakaet diaesoc’h diaesañ en Ukrain. Ma vezomp kelaouet er c’hornog eus ar mod ma vez gwallgaset Rusianiz a gred lavar nann d’ar brezel ne gaozeer morse eus an enebiezh d’al lazhadeg az a war gresk en Ukrain.

Maksym Shumakov un den yaouank , bet e karg eus ar sindikad Priama Diia zo bet galvet da gomiserdi Lviv. Rebechet e vez dezhañ bezañ embannet ur pennad diwar-benn an deskadurezh awenet gant ur gelaouenn sokialour eus Breizh-Veur, ennañ e vije bet arouezioù komunour.

E penn kentañ miz Gouere ez eus bet emsavadegoù evit nac’hañ an enrolladur ret. Galoupat a ra perzhidi ar servij TCK er straedoù war-lec’h ar gwazed a c’hellfe bezañ kaset d’an talbenn. Ur wezh tapet e vezont lakaet e kirri-boutin e vezont stummet e-korf ur miz ha kaset d’an talbenn. Ezhomm zo 30 000 den nevez bep miz.

Muioc’h-mui a destennioù a glever diwar-benn an dud bet skoet ganto betek ma sinfent ar paperioù enrollañ el lu. Mibien ar re binvidikañ a dremen e biou gras d’ar goubrenerezh.