Category

Répression / Moustrerezh

Category

Gouez d’ar Skoazell Ruz Etrebroadel e tesker e oa bet kondaonet Andi , hi sekretourez ar framm a genskoazell etrebroadelour, da 14 miz toull-bac’h gant lezvarn Bellinzona er Suis un nebeud deizioù zo.

Rebechet e oa bet dezhi bezañ kemeret perzh en un dagadenn enep da gannadi Turki e Zürich e 2017 e-doug ur c’houlzad evit harpañ ar gurded.

 

 

Kaset e oa bet dirak al lezvarn diwar goulenn Turkia, setu ma oa bet kaset ur c’houlzad a genskoazell ganti tro-dro d’ar ger-stur “ Bec’h da faskouriezh Turk“. Meur a savadur deus embregerezhioù a ra kenwerzh armoù pe dafar milourel gant Turki zo bet taget a-raok ar prosez e Bern hag e Zürich, manifestadegoù zo bet ivez.

Galv zo bet graet gant he breutaer , setu ma chomo hep mont d’an toull-bac’h evit poent.