Brezhoneg / Articles en Breton

LIZHER DIGOR GANT STC DESKADUREZH DA VINISTR AN DESKADUREZH-STAD da geñver ar votadegoù en deskadurezh prevez

Pinterest LinkedIn Tumblr

LIZHER DIGOR GANT STC DESKADUREZH DA VINISTR AN DESKADUREZH-STAD

Troidigezh dafar kabaliñ STC deskadurezh  evit ar vouezhiadeg Poellgor Kuzuliañ ar Vinistrerezh gant Mistri ar Skolioù Prevez (PKMMSP). Un nebeud kelennerien Diwan o deus lakaet o anv war al listennad se.

 

 

LIZHER DIGOR GANT STC DESKADUREZH DA VINISTR AN DESKADUREZH-STAD

EVIT MA VO ANAVEZET DA VAT AR C’HELENN DRE SOUBIDIGEZH

Aotrou Ministr,

N’eo ket anavezet ar c’helenn dre soubidigezh e Frañs gant ar Vonreizh. Hag ur wech spazhet al lezenn Molac gant ar C’huzul Bonreizh, ar c’helenn-se, koulz er skol bublik hag er skol brevez dindan gevrat, zo bet kaset war un «dachenn eneplezenn damzegemeret»

Abaoe 1969, gant krouidigezh an ikastola kentañ en Ipparalde evit Euskariz, ar bressola kentañ evit Katalaniz e 1976, ar skol Diwan kentañ e 1977 evit Breizhiz, kentañ calandreta e 1979 evit Okitaniz, ar c’hentañ klas dre soubañ en Elzas gant ABCM e 2017, ha da achuiñ e Korsika gant Scola Corsa e 2021 , ec’h eo ur rouedad a-bezh a skolioù kevredigezhel o deus merket dindan un hanter gantved savidigezh istor ar c’helenn dre soubidigezh.

Meur a vil bugel a ra bremañ o mad eus an deskadurezh-se hag an disoc’hoù mat degaset ganti a zo anavezet mat ken ec’h int. E Korsika, dindan 2 vloaz he deus digoret Scola Corsa he 3 skol-vamm kentañ dre soubidigezh. Ha Sindicatu di i Travagliadori Corsi a harp Scola Corsa penn da benn, da vont gant he hent.


E Korsika, n’hon eus, evit ar mare, kelenner ebet dindan gevrat, ha war-bouez he harzoù e sav Scola Corsa he c’hresk, gant efedusted ha gant skoazell pobl Korsika. Strollegezh Korsika a gas ur skoazell arc’hant divrall hag a-live gant uhelbal he folitikerezh yezh, pa nac’h ar Stad, diouzh he zu, asantiñ, evit ar poent, da gement goulenn kevratiñ.


An ezhomm da zont e-maez eus an disurentez lezennel-se.

Ha pa ne vefe c’hoazh e Korsika kelenner ebet dindan gevrat en deskadurezh dre soubidigezh, en deus divizet an STC Deskadurezh bukañ e zibab strategel, dre ar vouezhiadeg Poellgor Kuzuliañ ar Vinistrerezh gant Mistri ar Skolioù Prevez (PKMMSP), war ul listenn hag a lak en a-raok kelennerien an deskadurezh dre soubidigezh, e skolioù kentañ derez, skolajoù ha liseoù. Enni zo ivez kelennerien eus Korsika hag a zegas o skoazell d’an holl re-se hag o deus digoret hent an dizalc’hidigezh yezhel abaoe 50 vloaz.


Hiziv eo ret ha mallus ober ma vo diouzh ar reizh ar pezh a zo ar gwirvoud : netra ne c’hall herzel keodediz hag a zo bet ken mennet, hag o deus lakaet kement a galon en o stourm, evit soñjal, aozañ ha lakaat e pleustr ur steuñv deskadurezh ken nevezus ha ma c’h eo hini ar c’helenn dre soubidigezh.

Poent ha reizh eo e vefe anavezet ul labour hag a gas war-raok unan eus pinvidigezhioù hor glad, hag a zo merket er Vonreizh : ar yezhoù graet rannvroel anezhe gant lod. Perzh int eus hor sistem deskadurezh, hag e rankont bezañ unan eus binvioù un deskadurezh c’hwek, hag ur skoazell d’ar vugale da vezañ en o bleud. Ret mat eo neuze prientiñ an hent a gaso d’an adwel bonreizhel (ha da hini he mellad 2, evel-just) ma tegaso surentez lezennel, ha ma tigoro hentoù an normalaat evit ar c’helenn dre soubidigezh en hor sistem deskadurezh.


Jean-Pierre Luciani
Sekretour Broadel an STC Deskadurezh

Etre ar 1añ hag an 8 a viz Kerzu, kelennerien skolioù ha kelennerien skolajoù ha liseoù an deskadurezh prevez

Votit ha lakait votiñ evit anaoudegezh ar c’helenn dre soubidigezh

 

 

Write A Comment