Actualité / Keloù

E koun Dominig Jolivet, ar stourmer politikel evit Breizh dizalc’h

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar sadorn 20 a viz Genver tost da 1000 den a oa deuet d’ar Gelveneg da gimiadiñ diouzh Dominig Jolivet, aet da anaon ur sizhun a-raok goude ur gwallzarvoud gwazhienn empenn, c’hoarvezet e miz Kerzu.

Diouzh reizh ez eo e familh da gentañ tout en deus degaset da soñj piv a oa an den se evito. Brudet-tre e oa Dominig Jolivet dre ar vro, en un doare estonus, ar c’helaouennoù meur o deus graet anv diouzh e varv trumm hep mennegiñ e engouestl politikel evit Breizh dizalc’h.

Sed aze ar brezegennig bet distaget gant Gael Roblin — a zo bet unan deus e gamaraded stourm niverus e mesk kalz re all — da vare al lid e enor da Dominig a ra anv deus stourmou Dominig, hep tevel, hep kuzhaat e identelezh politikel.

Photo @KDSK 

Dominig

Goulennet zo bet ganin toullañ kaoz da zegas da soñj peseurt stourmer politikel e oas bet.

Kar pennadoù a lenner diwar-da-benn abaoe un nebeud deizioù, al lodenn-se eus da vuhez n’eo ket meneget evel ma vije mezhus.

Ur mab, ur breur, un tad out bet. Sur. Met ur skolaer brezhonek ivez, ur c’helenner a chomo e kalon kalz tud kozh pe yaouank ‘peus anavezet er rouedad skolioù Diwan.

Estreget tout se out bet. Ur stourmer politikel evit Breizh dizalc’h out bet ivez.

Abred e-kreiz ar bloavezhioù 80 ez poa kemeret perzh e koulzadoù stourm ar strollad Emgann evit dieubidigezh vroadel ha sokial pobl Vreizh, hag evel-just out bet oberiant e Stourm ar Brezhoneg, ur framm a laboure an izili anezhañ noz-deiz evit ofisieladur ar brezhoneg hep disparti ebet etre ar stourm-se hag ar stourm broadel evit gwirioù stroll pobl Vreizh.

Perzh e oas bet er C’HONSEO ivez : Confédération des Nations Sans Etat de l’Europe Occidentale. Dre ar framm-se ez poa gellet ober anaoudegezh gant stourm Korsiz hag Euskariz da skouer, pobloù hep stad eveldomp, tomm ouzh da galon.

Gallet a rafen rentañ enor dit e-ser ober frazennoù hir gant gerioù sklaer. Aon’m eus da vezañ randonus. Hag e gwirionez on un tamm mat fromet. Setu ‘m eus kavet gwelloc’h pigosat gerioù er geriadur, gerioù a grog gant al lizherenn D evel da anv bihan.

D evel Dizalc’h… Ya, Breizh Dizalc’h ! N’eo ket un huñvre nag ur stultenn… Ur pal eo, hir da dizhout… Hir eo an hent. Ur vroad zo ac’hanomp, Breizhiz, Breizhadezed , amañ emaomp daoust da bep tra. Ha gwir hon eus da verañ hon tonkad, da zibab ar pezh zo mat deomp war kement tachenn zo.

D evel dilennadegoù : Meur a wezh out bet war ar renk. Ar wezh kentañ evit dilennadegoù Rannvro 1992 , « Pobl Breizh ur Bobl en Europa » a oa anv al listennad a oa bodet enni an holl vrogarourien. E 1994 ‘poa kredet asambles gant un nebeud tud eus Emgann en em ginnig da vont da barlamant Pariz gant ur ger-stur hepken : Breizh Dizalc’h. N’ho poa ket lakaet moullañ ar paperioù votiñ nag an dafar kabaliñ. Implijet ho poa en un doare fin ar plas laosket deoc’h dre ret er c’hazetennoù da embann evit ar wezh kentañ en istor Breizh ar gerioù-se : Indépendance ! Dizalc’hiezh ! E 2007 e oas bet war ar renk e Gwengamp evit ar c’hanton hag ur wezh ouzhpenn e 2015 gant Breizh o Stourm. Ne oa ket evit ar gloar nag evit kador ebet e oas war ar renk. Evit silañ mennozhioù, hadañ e-mesk ar bobl mennozh diazez da labour stourmer : Breizh, hor bro, hon douar, zo da vezañ dindan beli ar Vretoned ha galloud ebet all.

D evel denel ha dellezegezh : Estreget cheñch livioù ar banniel ‘poa c’hoant ober. Da betra cheñch banniel ma chom paour ar re baour gwasket gant Breizhiz pinvidik ? A-viskoazh hag e meur a zoare ‘peus klasket ober al liamm etre stourm Breizh hag ar justis sokial. Laouen e oas pa ‘m boa pedet ac’hanout da skol-veur Roazhon e miz Du 2005 da grouiñ SLB skol-veur. 3 miz goude a-boan, hor boa stanket ar skol-veur e-pad daou viz gant liseidi Karaez a oa o paouez en em gavet e Roazhon… Trec’h oamp bet ! Da glozañ ar c’houlzad-se e oas deuet gant Alain Mosconi eus STC martoloded Korsika d’ober ur meeting er Skol-Veur, leun-chouk ar sal… Hag Alain da ziskleriañ fraezh ha sklaer : bonjour, je suis Alain Mosconi, marin mis en examen pour le détournement du ferry Pascual Paoli,  secrétaire du STC, syndicat fondé le premier 1984 sur ordre du FLNC… Ur mousc’hoarzh ledan a oa war da fas o klevet ar c’homzoù-se… Ha selloù du prezidant ar Skol-veur a oa o parañ warnon e-keit ma stlape hardizh ar studierien o daouarn !

D evel Du : evel eil liv hor banniel hag evel ar c’holtar az ae da guzhaat anvioù gallek kumunioù Breizh war ar panelloù-hent pa ne oant ket divyezhek.

D evel diskleriadur : e-karg e oas bet meur a-wezh da lenn diskleriadur Emgann ha SAB evit Gouel Broadel ar Brezhoneg e Karaez pe Speied. Dirak miliadoù a dud, goude bezañ savet ar skrid gant Lena, Pêr Denez pe Herve ar Beg e oas gouest da zispakañ gant da vouezh a deue war-eeun eus Bro vigoudenn komzoù sklaer ha digemplez a skoe spered ha kalon kalz tud yaouank. Ken brudet e oa da vouezh ken e oa diaes dit chom dianav a-wezhoù… Evel e Kawan e 2010 pa oa bet rentet ar panelloù laeret e kêr François Fillon ar ministr, war leurenn Gouel Broadel ar Brezhoneg a oa o paouez bezañ adaozet… Kuzhet e oas bet a-dreñv da skritelloù bras… Met tout an dud o doa komprenet piv a oa o lenn e anv Stourm ar Brezhoneg kemmenadenn al laeron fentus.

D evel diroll : ya, nozvezhioù diroll zo bet. Kalzik. Ne gontin ket an holl hiziv. Ne c’hellan chom hep c’hoarzhin pa soñjan ‘toa kredet kabaliñ e Gwengamp evit ar votadegoù kanton gant al lugan « War-Raok Gwengamp » gwisket gant ur roched eus skipailh mell-droad Roazhon… Dont a ra ur mousc’hoarzh war ma dremm pa soñjan en ur filaj e Biwi an Dour e ti tud da gamalad Markus… Goude bezañ kanet a-bouez-penn nouspet ton e oas krog gant kan al labourerien… e brezhoneg evel-just. N’eo ket gwall ruz ar vro-se, hag un tamm estonet e oa an dud…. Ha te da frealziñ tad da gamalad o lâret : « Ne rit ket bilhoù, ni zo ni Chouanted, met Chouanted ruz ! »…

D evel digor : digor e oa da galon da holl bobloù ar bed ha serr da soñjoù d’ar mennozhioù faskour ha gouennelour.

D evel dispont : dispont ha digemplez e oas dirak ar polis hag ar justis c’hall pa oa ret sikour ar Vretoned toullbac’het evit abeg-mañ-abeg… Frankiz evit Gilbert Kabon e 1989 ! Laoskit e peoc’h ar Vretoned kaset da Bariz evit o skoazell da Euskariz  e 1992 ! Frankiz evit Kristian, Paskal ha tout ar re all er bloavezhioù 2000.

D evel Diwan evel-just : Dibosupl e oa ober un disparti etre da vuhez stourm ha da labour. Ne lavarin ket kalz a dra. Nemet un dra : deuit da Sant-Brieg da vanifestiñ disadorn evit Diwan ! E Sant-Brieg e oas bet skolaer e-pad pell. N’eus nemet ur skolaj en departamant-se, e Plijidi, renet e oa bet da gentañ tout ganit. Unan all zo ezhomm da genderc’hel gant da labour.

D evel dieub ha sokialour a veze skrivet e dibenn skridoù Emgann hag ARB.

D evel e penn ar ger Deiz…Un deiz e vo sklaer an amzer ! Sed aze ul lodenn bihan-tout eus un ton hor boa kanet alies gant an dorn kleiz savet uhel.

D evel derc’hel : Dalc’het e vo ar banniel Dominig. Uhel, dispont ha digemplezh. Bez dinec’h.

Dominig , dishual, dizalc’h , dieub, denel ha dispont… Tugarez vras dit.

Bevet Breizh dieub ha sokialour !

 

 

Write A Comment