Brezhoneg / Articles en Breton

Pegoulz e vo addigoret ti gwilioudiñ Gwengamp ?

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar 27 a viz Mae un 50 den bennak deus Gwengamp ha Sant-Brieg a oa en em vodet dirak savadur Ajañs Rannvro ar yec’hed e kêr Sant-Brieg. O fal a o a lakaat war wel youl fall ar ministrerezh e-karg deus ar yec’hed a nac’h embann dre skrid en ur mod ofisiel pegoulz e vo addigoret servij gwilioudiñ ospital Gwengamp.

Dañset e oa bet graet dirak an ARS, pignet gant doenn, dipasket gitonioù, krazet silzig , livet ar mogerioù , peget skritelloù …Bep sizhun abaoe ar 24 a viz Mae o deus dalc’het difennourien an ospital publik gant un oberenn stourm bennak. Ur vanifestadeg veur a vo dalc’het d’ar sadorn 17 a viz Even e kêr Gwengamp.

Ma ne gred lavaret ar gouarnamant ne addigoro ket an ti-gwilioudiñ ne seblant ket gouest da dutañ tud da zont da labourat da wengamp…

Bez e c’heller ivez displegadennoù enrollet gant radio Breizh pa oa bet roet ar gaoz da c’hGael Roblin dilennet en ti-kêr.

 

Sed aze an destenn bet distaget e brezhoneg gant Maiwenn Salomon evit displegañ abegoù fulor tud Gwengamp :

Hiziv an deiz n’haller ket gwilioudiñ e ospital Gwengamp abalamour d’un astal .

Goulenn groñs a reomp ur skrid frank ha splann a-berzh ministrerezh ar yec’hed a rofe deomp un deiziad da adkregiñ gant ar servij gwilioudiñ evit mont war-du ur mont endro stabilh.

Ur mad boutin d’an holl eo an ospital publik.

Takad Gwengamp hag an annezidi o deus ar gwir da gaout un ospital dre wir leun gant ur servij gwilioudiñ, ur servij o plediñ gant gourezhommoù  , ur servij surjianerezh boutin.

Ar gwir d’ar yec’hed evit maouezed ha gwazed zo ur gwir a ranker doujañ diontañ e bro Gwengamp evel e lec’h all.

Evit ar gwir da c’henel, da vezañ heuliet gant servij publik ar yec’hed e takad Gwengamp emaomp amañ hiziv evit astalañ en ur mod arouezus Ajañs Rannvro ar Yec’hed  hag e dibaboù nul ha noazus.

Difennomp an ospital publik e pep lec’h e Breizh ! Deuit holl da wengamp d’ar 17 a viz Even da 10e30 !    

 

Write A Comment