Brezhoneg / Articles en Breton

Fest-deiz ha stourm antifa e Kallag d’ar 5 a viz Du

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar 5 a viz Du deuit da gKallag da lâret nann d’ar faskourien !

Fest-deiz antifa !

Bezomp niverus e Kallag d’ar 5 a viz Du da zerc’hel penn ouzh ar faskouriezh en ur lâret pegen pouezus eo deomp e chomfe digor Breizh, kengred, enepfaskour hag evit ar justis sokial, koulz hag an ingalded evit an holl.

Ha degas a raio un nebeud a repuidi gant an aotre da chom muioc’h a drubuilh evit :

-ar riskl zo da serriñ servijoù yec’hed lec’hel ospitalioù Karaez ha Gwengamp

-ar c’hlasoù serret er skolioù dre ar vro

-an diaesamantoù zo da gavout un ti abalamour da gresk ar prizioù. Ar re binividik eo a laka ar prizioù da greskiñ pa brenont eil tiez. Bretoned eo a laka en feurm tier dirapar hag a implij ar feurmoù berrbad evel AirBnB da c’hounid muioc’h.

-Pe c’hoazh raktresoù bras ha diezhomm evel uzin eoged Plouizi evit brasañ mad embregerezhioù etrebroadel a zistruj an endro.

War an holl sujedoù se, pouezus d’hor bro, an tu-dehoù pellañ a gred embann difenn an terouer hag an dud diwar ar maez na ra ket mann ebet jamez, evel ne ra mann ebet da zifenn ar servijoù publik diskaret gant gouarnamant Macron.

Amañ e Kreiz-Breizh omp niverus o tifenn hor yezh vrezhonek koulz hag ur sevenadur pobl bev. An tu-dehoù pellañ a ra ar c’hontrefed mik a-viskoazh, en ur lâr nann d’ar brezhoneg ofisiel er vuhez bublik en ur mod pemdeziek : ‘peus ken soñjal e komzoù Zemmour diwar-benn an anvioù bihan gallek, Nann Marine Lepen d’ar brezhoneg war ar panneloù hent, emzalc’h negativel Gilles Pennelle evit ma vo implijet ar brezhoneg pe ar gallaoueg er c’huzul-rannvro.

An tu-dehoù pellañ na zegas ket ha na zegaso biken diskoulm ebet da gudennoù pemdeziek tud ar vro. Gwashoc’h c’hoazh, dont a ra amañ da zroukimplij ar raktres Horizons evit abegoù politikour da c’hwezhañ un avel leun a gasoni ha gouennelour, en ur lakaat gwask war an dud e Kallag hag an dilennidi, da spontañ anezhe tout.

N’eo ket ur sav-poent zo difennet gante met ur raktres kevredigezhel : hini ar faskouriezh. Amañ er vro paotred ha merc’hed FTP Kallag ‘oant en em gannet enep gant armou betek reiñ o buhez da lâret nann d’ar faskourien.

Dont a ra endro ar faskourien. An tu-dehoù pellañ a garfe tapout tachenn, graet dija en ensavadurioù, er mediaou, distreiñ a ra er straedoù e-lec’h ma sko alies : arabat lezel anezhe da vleuñvin ha da vezañ kreñvoc’h, war-sav ha stourmomp !

Asambles er ruioù, er vilajennoù, er c’hartieroù koulz ha diwar ar maez, bezomp skoaz- ouzh-skoaz !

12e: Pik-nik (boued a vo war al lec’h)

14h: Fest-deiz, prezegennoù….

Sinerien gentañ: Union Syndicale Solidaires Bretagne, CVA 22, War-sav ! Gauche Indépendantiste, Ensemble! 22, Vigilance Syndicale Antifasciste 29, CGT deskadurezh prevez Breizh ,NPA 22 ha 29….

Write A Comment