Abaoe un nebeud deizioù e weler pennadoù er c’helaouennoù diwar-benn ur sinadeg, bet harpet gant hogos 10 000 den , evit goulenn ma vo cheñchet ar reolennoù a c’hellfe sterniañ marc’had al lojañ e Breizh.
Dont a ra da heul un tamm mat a vanifestadegoù, emvodoù a-bep seurt diwar-benn an hevelep problemategezh.
Pal ar re o deus roet lañs d’ar c’houlzad se zo bountañ war meur a live, hini ar stad evit ma vo lakaet kumunioù Rannvro Breizh en takad tenn , met ivez goulenn gant Rannvro diskouez he youl da verañ kembeli al lojañ.
Sed aze testenn glok ar galv da sinañ bet lakaet e brezhoneg. Evit sinañ e ranker tremen dre aze.
TRAWALC’H GANT ENKADENN AL LOJAÑ ! BREIZH TAKAD TENN !
Kalz a stourmoù zo bet e-doug ar bloaz 2022 o tennañ da enkadenn al lojañ ha d’an diskoulmoù evit klask he disteraat. N’eus ket bet ur sizhun hep na vefe anv er media eus an diaez m’eo kavout lojeiz e Breizh. E pep lec’h war ar maez, war an aod hag an inizi, er meurgêrioù ha betek e Kreiz-Breizh hag a seblante bezañ gwarezet betek-henn, emaomp gant enkadenn al lojañ !
Hiziv an deiz ez eo diaes-bras chom da vevañ, dont pe distreiñ da Vreizh evit an darn vrasañ eus an dud. Goullonderet e vez kumunioù ha karterioù zo hag a zeu da vezañ mirdioù. Dister eo ar c’hinnig lojeiz a-hed ar bloaz hag e pep lec’h e kan an traoù evit a sell ouzh priz ar feurmoù ha prizioù ar prenañ.
Kement-mañ a redi an dud da bellaat diouzh al lec’hioù bevañ ha labourat pe da asantiñ koll galloud prenañ evit gallout chom. Heuliadoù eeun zo d’an dra-se : kresk ar saotradurioù liammet ouzh an dilec’hiañ ha kresk an digevatalderioù ha kreizennadur ar pinvidigezhioù.
Anavezet mat eo abegoù :
-
- Re a eiltiez e takadoù zo.
-
- Diorroadur sofkont ar Feurmoù Berrbad ha diouzh ar c’houlz.
-
- Digresk arc’hantadur ar parkad lojeiz sokial publik
-
- An diouer a bolitikerezh youlek da gaout nebeutoc’h a lojeizoù vak, dinatur ha diyac’hus..
Diskoulmoù da lakaat e pleustr zo koulskoude : goulenn a reomp groñs ma vo astennet an takad tenn e Breizh a-bezh, ar pezh a roio an tu da lakaat un toullad diarbennoù da dalvezout :
- sterniadur ar feurmoù,
- bevenniñ ar feurmoù berrbad,
- dreisttaosañ an eiltiez hag an tiez vak.
Tregor #ZoneTendue hent all e vo tan du ! La colère dans la rue pour l’accès au #logement partout en #Bretagne ! #bzh pic.twitter.com/g1hJVTVF2t
— Tregor Argoat Goelo Zone Tendue (@TTendue) September 10, 2022
Diarbennoù all zo ret a-hend-all :
– Adarc’hantaouiñ al lojeiz sokial publik kement ha ma’z eus ezhomm ha kreskiñ ar Skorennoù Personelaet evit al Lojeiz (SPL)
– kelaouiñ, broudañ, rediañ obererien ar parkad tiez prevez ha publik da nevesaat ha da adkempenn al lojeizoù vak, dinatur, diyac’hus hag al lojeizoù difuet fall.
– Lemel al logoù kemedel war ar feurmoù berrbad.
– Suraat ha frammañ diorroadur an annez kevelourel, pennaenn ar c’hen-feurmiñ, an annez skañv hag ar font kengred hag enep-arvrokañ.
– P’emañ 50% eus al lojeizoù da feurmiñ e dalc’h 3,5% eus ar boblañs, e rank ur politikerezh kemedel uhel e balioù stourm a-enep dreisttolpadur ar berc’henned vras. Evit Stourm Asambles a-enep enkadenn al lojañ e c’houlennomp groñs :
1) digant dilennidi ha dilennadezed ar strollegezhioù lec’hel (kumunioù, etrekumunelezhioù, departamantoù) mont e darempred gant an holl ensavioù evit ober diouzh ar gwellañ gant ar binvioù reoliñ zo anezho ha bezañ sikouret en o difrae.
2) digant Kuzul-rannvro Breizh e vefe goulennet gantañ en ur mod ofisiel digant ar Stad an aotre d’ober e vad eus ar Gwir d’an arnodiñ evit a sell ouzh an Annez hag al Lojeiz hag e vefe rummet Breizh evel Takad tenn.
3) digant ar Gouarnamant e respontfe a-du gant goulennoù ar C’huzul-rannvro.
4) digant ar gannaded ha kannadezed, senedourien ha senedourezed ober o mad eus lezenn-reizhañ ar finañsoù evit degas hag ouzhpennañ elfennoù lezennel a yafe muioc’h a-du gant koazhadur enkadenn al lojañ.
Ur gwir eo kavout da lojañ ha n’eo ket ur gwir-dreist, sinomp ar sinadeg, deuit da stourm ganeomp.
Sinerien gentañ :: Douarnenez Droit à la Ville, DouarnVendez, Tregor Argoat Goelo Zone Tendue, Tous et Toutes Un Toit Lorient,Comité Logement du pays de Morlaix.