E Penn-ar-Bed evel en Aodoù-an-Arvor emañ ar vrogarourien skoaz-ouzh-skoaz evit kinnig listennadoù d’an dilennerien veur ha difenn war-un-dro ur galloud politikel e Breizh.
Amañ dindan e adkopiomp skrid brezhonek al listennad savet e Aodoù-an-Arvor. Diwar ar 5 den , 3 anezho a oar brezhoneg. 1 758 den a c’hell mouezhiañ evit dilennadeg ar Sened en departamant-mañ. An holl anezho neuze a zegemero dafar kabaliñ divyezhek.
Harpet eo al listennadoù brogarour gant Unvaniezh Demokratel Breizh, Dizalc’hourien War-Sav, Breizh War-Raok.

Kinnig a reomp deoc’h dibab hol listennad evit kas ur gemennadenn splann.
Ur gemennadenn a-enep an troc’hoù e dispignoù ar strollegezhioù lec’hel, divizet gant ar Stad-kreiz, evit paeañ un dle ha n’eo ket ar strollegezhioù kiriek anezhañ.
Ur gemennadenn evit ma vo savet ur gwir c’halloud politikel e Breizh : ur statud a emrenerezh, diazezet war un darn eus ar galloud-lezenniñ, eus ar galloud-reoliañ hag eus an delladurezh, evel ma vez graet e meur a vro eus Europa.
Dilennet er Sened e strivimp evit treuzfurmiñ ar vuhez politikel ha degas ur galloud gwirion tostoc’h ouzh an dachenn.
Yec’hed
Kinnig a reomp erlec’hiañ Ajañs rannvroel ar yec’hed, un ajañs-Stad anezhi, dibal ha dibriorelezh, gant un Ensavadur publik rannvroel evit ar yec’hed. Sturiet e vo gant dilennidi lec’hel, asambles gant dileuridi eus pleustrerien ar servij hag an dud a-vicher. Lakaet e vo da briorelezhioù dezhañ mirout ha diorren ar servijoù-yec’hed a-dost, ha digeriñ en-dro servijoù-ospital serret er bloavezhioù tremenet.
Lojañ
Ur wech dilennet er Sened e kinnigimp diluziañ stignadoù-sterniañ marc’had al lojañ hag ar font, evit o astenn d’an holl diriadoù o defe ezhomm anezho. Kresk an taos-annezañ war an eil-tiez pe war al lojiri vak, endalc’h annez pennañ, sterniañ live ar feurmoù… Dleout a rafe an dilennidi bezañ gouest d’o implijout. Kinnig a reomp ivez arnodiñ doareoù-reoliañ a gaver e broioù all en Europa endeo.
Sevenadur ha deskadurezh
Fellout a ra deomp implijout an digresk-demografek evit ma vo graet gwelloc’h war-dro ar vugale er skol, gant nebeutoc’h a vugale dre zen gour, kentoc’h eget evit serriñ klasoù. Harpañ a raimp da vat diorren ar c’helenn divyezhek ha dre soubidigezh brezhoneg-galleg, ha kinnig a reomp kemm ar Vonreizh evit ma ne vo ket ur skoilh ken war an dachenn-se. Ar budjedoù publik sevenadurel, berniet en Enez-Frañs betek re, a fell deomp o ingalañ gwelloc’h, da reiñ an dorn d’an oberourien er vro, ha pa labourfent e galleg, e brezhoneg pe e gallaoueg.
Treuzdougen
Stag omp ouzh diorren an treuzdougen a-stroll en Aodoù-an-Arvor, da skouer evit digeriñ al linenn Sant-Brieg-Loudieg en-dro. Aze ivez e fell deomp ma vo ingalet gwelloc’h an dispignoù foran etre Enez-Frañs hag an tiriadoù all.
Arc’hantaouiñ ha demokratelezh
Dav eo ober un DHM eeunoc’h ha reishoc’h, tostaat eus an ingalded en euroioù dre annezad. Kinnig a raimp ivez distreiñ war aozadur an etrekumunelezhioù bras hor boa savet dre redi, ha cheñch an aozadur-se e kement lec’h ma ne vo ket laouen an dilennidi lec’hel hag ar geodedourien gantañ.

Endro
Difenn a reomp un diorren primoc’h eus an energiezhioù-nevezadus hag eus an espern-energiezh, hag ur moned aesoc’h d’ar skoazelloù evit reneveziñ ar savadurioù. Dav e vo degas ur skoazell-arc’hant d’ar c’humunioù a vir douaroù-labour pe naturel, rak sikour a reont kalz da wareziñ an dour, an hin, an emrenerezh war ar bevañs hag ar vevliesseurted.
Labour-douar
Ganeomp, lezenn Duplomb ebet ! Mouezhiañ a raimp atav evit ul labour-douar peizant, a c’hopr mat ar broduerien, hag evit un dasparzh ingaloc’h eus ar skoazelloù europat etre al labourerien. Difenn a reomp ur moned reizh evit an holl d’an douar ha d’an dour, gwareziñ an douaroù-labour, hag ar gwir evit Breizh da gemer perzh er marc’hatadennoù europat pe etrevroadel diwar-benn al labour-douar.
Hol listennad :
1. Danvez-senedour : Nil Caouissin, 35 bloaz, Kawan, kuzulier-rannvro Breizh, kelenner divyezhek war an istor-geografiezh en ur skolaj publik.
2. Danvez-senedourez : Christèle Daisey-Mogère, 57 vloaz, Plouha, bet kuzulierez-kêr, skoazellerez er gêr, stourmerez-sindikat.
3. Danvez-senedour : Fabris Tréhorel, 50 vloaz, maer Korle-Uhel, kuzulier-kumuniezh e Kumuniezh Loudieg, merour un embregerezh-kevelouriñ war al labour-douar biologel.
4. Erlec’hierez : Nolwenn Morvan, 40 vloaz, kuzulierez-kêr e Koatreven, ijinourez war ar stlenneg.
5. Erlec’hier : Gael Roblin, 53 bloaz, kuzulier-kêr Gwengamp, gwazour tiriadel.





