Piv a yelo da brezidant ar Stadoù-Unanet e deroù miz Du ? Trump pe Biden ? Gouez d’ar mediaoù bras ne vije nemet ar strolladoù Demokrat pe Republikan o kabaliñ evit ar votadeg. Dilennadegoù all a vo evit ar c’hendalc’h.
Christopher Helali zo o chom er Vermont, ul lodenn e reter ar Stadoù-Unanet stag ouzh Kanada. Derc’hel a ra ur menaj gant e wreg, er vro abaoe m’eo distro deus ar Rojava e-lec’h ma oa bet o vrezeliñ a-gevret gant bolonterien etrebroadel ar YPG/YPJ.
Gant e rochedoù karrezennek , e varv hag e vousc’hoarzh e kreder e c’hellfe Christopher Helali bezañ o chom er Menezioù Are pe e Tremargad, daoust da se ez eus soñjoù komunour digemplez gant ar paotr.
E vamm a oa a orin deus ar c’hanada met e dad a oa Kurd, tapet hent an harlu gantañ da vare an dispac’h islamour en Iran.
Divoutin a-walc’h eo koulzad Christopher Helali kar emañ war ar renk evit mont da gannad evit ar Vermont e kendalc’h ar Stadoù-Unanet ha kement-se e anv Strollad Komunourien ar Stadoù-Unanet (PCUSA).
A Communist for Congress in Vermont? Absolutely!@ChrisHelali from the PCUSA is joining the stream this evening at 7pm GMT. Don’t miss it ✊
Link: https://t.co/kcuusgNC6U pic.twitter.com/aatXO8TBXW— Paul Morrin (@paulmorrinIE) October 26, 2020
Enep ar c’hevala
Evel-just e fell dreist-holl da gChristopher Helali kemer digarez ar c’houlzad evit skignañ mennozhioù dreist-ordinal ha dianav da vouezherien ar Vermont. “Ar gomunouriezh a c’hell bezañ ken amerikan hag an tartezennoù avaloù” emezañ, ar Vermont zo brudet evit bezañ bro an tartezennoù avaloù, kement a wez-avaloù zo er c’horn-se.
Arguzennoù sirius tre zo gantañ ouzhpenn d’ar c’hinnigoù klasel evel : ” Distruj ar c’hevala, broadelaat an industrierezhioù bras, hag adperc’hennañ dindan kontrol ar vicherourien an doareoù produiñ“.
Sachañ a ra evezh ar voterien war an dispignoù divent graet gant ar c’hendalc’h evit ar brezel hag an arme, dre zaou da nebeutañ e fell dezhañ rannañ budjet ar Pentagon (712 miliard) ha kreskiñ hini ar yec’hed evit brasañ mat ar re vunud. Didruez eo gant an daou challenger a zo e servij ar vouc’hizelezh hag an impalaerezh hervezañ.
Nullañ dleoù ar studierien a rank ober amprestoù a adpaeiont o buhez-pad zo unan deus e balioù, evel m’eo azgoulenn ar servij yec’hed digoust.
M’emañ war ar renk evit mont da gannad ar Vermont en deus graet e strollad un emglev gant ar PSL (Strollad evit ar Sokialouriezh hag an Dieubidigezh) a ginnig Gloria Lariva evel dañvez prezidantez ar Stadoù-Unanet.
Comrades in Vermont from @pslweb and @communists_US are campaigning together for @LaRiva2020 for President and @ChrisHelali for Congress! pic.twitter.com/CiS8nwPY2F
— Christopher Helali (@ChrisHelali) October 18, 2020
Hag Antifa….
Gouez da servijoù an departamant amerikan evit ar surentezh diabarzh emañ e anv war ul listennad ruz kar en doa kemeret perzh e stourmoù kalet da zieubiñ Raqqa enep DAESH asambles gant ar YPG/YPJ, nerzhioù politikel armet Kurded Syria. Bet e oa er Rojava evel Kendal Breizh da harpañ ar gurded. Ha dalc’het en deus soñj deus poltred Kendal Breizh ouzh moger an akademiezh e-lec’h ma veze graet skol d’ar stourmerien ha stourmerezed etrebroadel. Eno en defe graet e soñj emezeliñ d’ur strollad komunour. Embann a ra divezh e skoazell da Balestin hag ar gwir d’en em dermeniñ evit an holl bobloù. Anat eo e implij e brantadoù a gabalerezh ofisiel evit brudañ ar c’houlzad ” Black Lives Matter” ha kondaoniñ ar ouennelouriezh ha feuslter ar polis.
Meur a gabaladenn zo bet a-raok gant komunourien SUA
N’eo ket ar wezh kentañ da strolladoù komunour bezañ war ar renk evit dilennadegoù er Stadoù-Unanet. E 1984 e oa aet ar stourmerez benelour du Anjela Davies asambles gant Gus Hall dindan livioù ur strollad komunour all (CPUSA) evit enebiñ ouzh Walter Mondale (Demokrat) ha Ronald Reagan (Republikan) , 36 386 keodedour o devoa votet evite.
Abretoc’h c’hoazh e istor ar vro ez eas ar gomunourien war ar renk er Stadoù-Unanet, da skouer gant Foster ha Ford e 1932 evit difenn e-mesk kinnigoù all ar gwir evit ar re du da grouiñ ur stad dizalc’h e kreisteiz an unvaniezh.