Category

Brezhoneg / Articles en Breton

Category

Redit ar Redadeg evit ar yezh a-gevret gant BREIZHISTANCE e-doug ar c’hilometrad 58 e Gwipri hag ar c’hilometrad 118 e hent-maez Faouell war an D16. Ouzhpenn bezañ ur prantad arc’hiñ a-du gant hor yezh e vo un digarez da ziskouez hon enebiezh ouzh raktres aerborzh Kernitron-al-Lann pa dremenimp nepell alese.

mapdata

Ar Redadeg evit ar yezh a loc’ho dilun eus Roazhon hag a echuo gant ur gouel bras e Pondi d’ar Sadorn 15 viz Mae. Evit an eil tro en em gavo miliadoù a Vreizhiz war an hent, yaouank pe gozh, o reiñ ar vazh-test an eil d’egile war 1200 km a-dreuz Breizh. Hiziv ez eo ar Redadeg un degouezh pouezus a-benn lakaat hor yezh da vevañ hag reiñ tro da arc’hantaouiñ kalz raktresoù kevredigezhel a-du gant normaladur ar brezhoneg. Evel m’en diskouez ar sontadegoù hag hollad an intruduoù poblek a-du ganti e chom hor yezh un elfenn gevreus hag a ya d’ober ul lodenn eus hevelepted an holl Vreizhiz, brezhoneger pe get. Daoust da se n’eus ket ganti an araezioù ensavadurel rekis da c’hounit ar plas a zo dleet dezhi er gevredigezh. Ar Redadeg, koulz ha darvoudoù all, a aotren, a-drugarez d’an dud a youl vat o vuhesa,mapdata1 da wellaat an aozioù sokial ha politikel ma ra ganto dre ledanaat an doareoù da adperc’hennañ hor yezh. Hogen un digarez eo ivez evit degas da soñj redioù ar gevredigezh vreton war an dachenn yezhel. Dellezek bras eo an dud a zoug ar raktres-mañ, a zo test eus gouestoni ar Vreizhiz da sammañ kiriegezhioù o-unan ha d’en em aozañ daoust d’an diouer a youl bolitikel ha d’an dianaoudegezh.

http://ar-redadeg.org

gbbMiz Mae : miz ar yezh vrezhonek !

Just goude ar Redadeg e vo kaoz eus distro Gouel Broadel ar Brezhoneg adal an 18 betek an 23 a viz Mae e Kawan. Adal kreiz ar bloavezhioù 1980 en deus bodet ingal Gouel Broadel ar Brezhoneg miliadoù a dud tro-dro d’un degouezh gouel evit embann azgoulenn ofisializadur ar yezh. Goude ouzhpenn dek vloaz troc’h e c’han en-dro ar raktres, test eus ar badelezh hag eus an ezhomm a vez da zisklêriañ ar c’hoant hor bez ma vo graet stad ent gwir eus ar brezhoneg.

http://www.gouelbroadelarbrezhoneg.org

Normaladur dre wir ar yezh vrezhonek eo mennentez politikel BREIZHISTANCE. Rak-se e vimp amañ da geñver an darvoudoù bet menneget a-us hag ho kervel a reomp da vont di niverus.