Category

Ecologie / Ekologiezh

Category

Ur wech all c’hoazh zo bet dour beuz e kreiz-kêr Montroulez e penn-kentañ miz Even 2018. Ul liamm a zo etre dour beuz ha kleuzioù. Ur barrad glav e-pad div eurvezh zo bet a-walc’h evit lakaat ster Jarlot hag ar C’heffleut da dic’hlannañ. Live an dour zo chomet uhel-tre betek hanternoz a-raok ma diskennfe ar sterioù d’an 3 a viz Even. Er stalioù e oa dour e-leizh hag ar gonversant.ed/ezed zo bet gwallsouezhet ken buan eo erruet an dour beuz : “ar c’hav oa leun a dilhadoù, pep tra zo bet distrujet gant an dour” eme ur c’honversant.

N’eo ket ar wech kentañ e c’hoarvezh ur gwallzarvoud evel-se : ar wech diwezhañ oa e 2013. Maorvat e c’hoarvezhe gwechall dija, met an doare da virout an douaroù e krec’h Montroulez na sikour ket. Rak e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù e veze diskaret kleuzioù ha gizhier, met hiziv an deiz c’hoazh e vez graet ha peurliesañ e vez graet diaotre. Gwelet e vez a-wechoù tachennoù gleb pe toulloù dour sec’het gant an agrikultourien. Pezh zo sklaer ne ya ket war wellaat an traoù, da skouer e Sant-Seo ez eus ur raktres a distrujfe tregont hektar deus un natur gleb en ur sevel un dachenn ekonomikel gant makadam war ar gorre. Met pa vez lâret d’an Aotrou maer Yvon Hervé eo difennet distrujañ an tachennoù gleb hervez al lezenn e respon hennezh : « l’économie doit primer. Sur un tel endroit stratégique, on ne reste pas s’embêter avec des grenouilles ou telle ou telle plante ». Ret eo gouzout eo pouezus kenañ tachennoù a seurt-se evit mirout an dour rak evel spouennoù int pa ra glav. Hag ar c’hleuzioù zo pouezus-tre ivez evit mirout an douar er parkeier. Poent eo cheñch an doare da labourat an douar, en ur adplantañ kleuzioù ?

N’eo ket nemet un istor dour beuz, ar gizhier hag ar c’hleuzioù zo tiez al loened hag al loened a sikour al labourerien douar da chom hep implij produioù chimik. Un dra all zo pouezus iviz, seul vravoc’h eo ar vro, seul blijusoc’h eo ar vuhez.

J.A.G.