Gouez d’ur sontadeg bet aozet gant Yes Cymru e c’hellfe 32 % eus voterien ar vro mouezhiañ evit an dizalc’hiezh. Tost da un den diwar tri neuze.
📈 Byddai 32% yn pleidleisio dros annibyniaeth yfory. Ond edrychwch ar y to iau. 🔥 Byddai 59% o bobl 18–24 oed yn pleidleisio DROS annibyniaeth 🔥 Byddai 54% o bobl 25–34 oed yn pleidleisio DROS annibyniaeth 🔥 Byddai 57% o bobl 35–44 oed yn pleidleisio DROS annibyniaeth Ym mhob grŵp oedran o dan 45, mae annibyniaeth ar y blaen! Ymunwch â’r ymgyrch! 🏴 Gorymdaith dros Annibyniaeth 📍 Aberystwyth 🕐 1pm, dydd Sadwrn 26 Medi Welwn ni chi yno!
— YesCymru (@YesCymru) September 11, 2026
Pa seller a-dost ouzh ar rummadoù oad eo splannoc’h c’hoazh ar c’hresk :
Evit ar voterien etre 18 vloaz ha 24 bloaz, 59 % anezho a lavarfe ya d’an dizalc’hiezh ma vefe dalc’het ur referendom.
Etre 25 ha 34 bloaz an dregantad zo par da 54 % ha 57 % evit ar re etre 35 ha 44 bloaz.
Ar rummadoù koshañ zo stagoc’h ouzh peurrest ar Rouantelezh-Unanet.
1023 den a oa bet aterset evit ar sontadeg e miz Eost. Dañvez preder evit dazont koulzadoù Yes Cymru neuze, ur vanifestadeg a vo dalc’het e Aberystwyth d’ar 26 a viz Gwengolo da c’houlenn ma vo dalc’het ur referendom diwar-benn an dizalc’hiezh e Kembre.
The leaders of Wales, Scotland and Northern Ireland are to meet in Cardiff to discuss independence and the future of the UK. ““For the first time ever, Scotland, Wales and Northern Ireland are led by pro-independence first ministers.” https://t.co/SyKmEHakxe
— YesCymru (@YesCymru) September 13, 2026
D’al Lun 14 a viz Gwengolo e Caerdydd maodierned Kembre, Skos ha Norzh-Iwerzhon a sino ur c’hendiskleriadur evit ma vo asantet reiñ an aotre da zerc’hel referendomoù e pep broad.
E anv Plaid Cymru e vo Rhun ap Iorwerth, evit SNP e vo John Swinney ha besprezidantez Sinn Féin Michelle O’Neill ac’h emgavo asambles da c’houlenn doujañs d’ar gwir d’en em dermeniñ en teir broad kelt meneget. En Iwerzhon e vefe ar goulenn kentoc’h diwar-benn unaniezh an enezenn, evel ma oa bet skrivet du war wenn e Emglev ar Gwener Mat e 1998. Evit poent e ra Andy Burnham, maodiern Breizh-Veur, skouarn vouzar da c’houlennoù ar pobloù a c’hellfe kimiadiñ diouzh galloud Londrez.






