Actualité / Keloù

Rojava hag ar stourm etrebroadelour

Pinterest LinkedIn Tumblr

Pevar bloaz zo eo aet diganimp ar c’hamarad Olier Le Clainche, “Kendal Breizh” e anv brezelour. Perzh eus bagadoù ar YPG e oa Kendal Breizh. Lazhet eo bet d’ar 4 a viz C’hwevrer 2018 e Afrin (Siria) gant bombezennoù Erdogan, prezidant Turkia. Evel miliadoù all a vrezelourezed ha vrezelourien etrebroadelour en doa brezelet Kendal Breizh skoaz-ouzh-skoaz gant ar Gurded a-enep da Daesh, a-enep d’ar faskouriezh. Ma ya an etrebroadelourien betek ar Rojava, Kengevredigezh demokratel norzh Siria renet gant ar Gurded eo ivez evit ma vo trec’h an dispac’h er Rojava hag e batrom kevredigezhel emrenour, reizh ha sokial.

Kemeret en deus perzh an tu-kleiz dizalc’hour, War-Sav, d’an droiad gehentiñ aozet e Breizh e fin miz Genver 2022, diwar intrudu stourmerezed etrebroadelour aet da Rojava ha skrivet al levr gante Nous vous écrivons depuis la Révolution

Ul levr kaer da brenañ !

Sed aze un atersadenn e brezhoneg kaset da benn gant Erwan Blanchard, kazetenner Arvorig FM, lec’h ma tispleg Fabris Cadou, stourmer an tu-kleiz dizalc’hour, pouezusted ha palioù ar stourm etrebroadelour. E-pad an atersadenn e klevfed ur ganaouenn gurdek e koun ar verzherien kanet dirak ar freskenn e Karaez a enor Olier Le Clainche.

Bec’h d’ar stourm etrebroadelour ! Bec’h d’an dispac’h er Rojava !

Write A Comment