Brezhoneg / Articles en Breton

“Skrivañ a reomp deoc’h diwar an dispac’h “danevelloù Etrebroadelourezed er Rojava

Pinterest LinkedIn Tumblr

Embannet e 2021 gant Syllepse, Skrivañ a reomp deoc’h diwar an dispac’h zo bet savet gant un daouzek maouez bennak bet er Rojava (lodenn ar C’hurdistan e Norzh Siria), lod evit un nebeut deizioù, lod all e-pad meur a vloaz. Reoù zo o doa labouret en aozadurioù sivil, reoù all e-barzh an aozadurioù emzifenn. A-bep seurt oad int, hag a-orin eus Breizh, Okitania, Katalonia, Flandrez ha broioù all dindan ar Stad C’hall evit al lodenn vrasañ anezhe. « Stourmerezed, kazetennerezed, mammoù… » sed aze penaos en em ginnigont o-unan e digoradur al levr. E Breizh e oa deuet teir anezhe e miz genver 2022 da ginnig al levr, da gelaouiñ an dud war stad an traoù er Rojava ha da stummañ maouezed war ar Jîneolojî, peotramant « skiantoù ar maouezed » er C’hurdistan. Tremenet e oant dre Roazhon, Gwengamp, Plougonveur, Brest, Douarnenez, An Oriant, Naoned…

 

 

 

Skrivañ a reomp deoc’h diwar an dispac’h…

Diouzhtu e vezer sachet gant an titl, ha gant ar skeudenn, a zo divoutin a-walc’h. War golo al levr e vez gwelet maouezed war an oad, gwisket gant saeoù hir ha mouchet o fenn. Met n’eo ket aze emañ an dalc’h. E-barzh ar fuzuilhoù etre daouarn lod anezhe, ne lâran ket. Ral eo skeudennaouiñ merc’hed prest da vrezeliñ, pe ‘vefe er Rojava pe e lec’h all, ha raloc’h c’hoazh klevet komz eus Etrebroadelourezed, ken stag eo skeudenn ar stourm etrebroadel ouzh patrom ur paotr yaouank gwenn, en e 20 pe 30 vloaz, deuet eus broioù Europa ar C’hornog. Ha koulskoude zo estroc’h evit paotred hag a glask mont d’ar Rojava da skoazellañ an dispac’h kroget e 2012, muioc’h-mui a vaouezed az a ivez.

An dra gentañ o doa lakaet en o soñj ar skridaozerezed pa ‘oa bet kaoz eus sevel ul levr a oa treuszkas ar pezh o doa gwelet ha bevet du-hont evel just met ivez stardañ al liammoù a genskoazell etre Europa hag an dispac’h. Lakaat war wel ha talvoudekaat ar skiant a c’hallomp prenañ digant ar Gurded hag ar C’hurdezed en o stourm evit ur vro diazezet war an ekologiezh, an demokratelezh, ar benelouriezh, an ingalded hag an doujañs etre ar pobloù, rak ouzhpenn Kurded a zo o chom er Rojava, pe e « Aozadur emren Siria an Norzh hag ar Reter », evel a rankfer lâret bremañ.

E penn-kentañ al levr e vo kavet daou bennad istorel : an eil diwar-benn istor ar C’hurdistan, hag egile diwar-benn istor Siria hag ar Rojava. Gant an daou bennad-mañ e c’haller kompren gwelloc’h istor an dispac’h er Rojava hag ar stourmoù a-enep Daech ha Turkia du-hont.

Un dispac’h maouezed

Unan eus palioù al levr eo kinnig perzh luskad ar C’hurdezed en dispac’h hag er brezel, hag o mod d’en em aozañ o-unan e-keñver an difenn, an deskadurezh, al labour, treuzkas ar c’hurdeg en-dro, an ekologiezh hag an demokratelezh diazez. Dindan 10 vloaz zo bet savet gant maouezed a bep seurt kumuniezhioù aozadurioù emren war gement tachenn zo. Gant ar mod m’ eo aozet ar vuhez politikel e Aozadur Emren Siria an Norzh hag ar Reter e kaver maouezed e pep live divizout. Kemer a reont perzh en emgannoù ivez, pa vez kaoz d’en em difenn ouzh Daech pe ouzh an arme turk. Stummet hag aozet en ur rann distag int, met kas a reont da benn tre ar memes kefridioù hag ar wazed war dachenn ar brezel.

 

Ar stourm etrebroadel

Degas a ra ar skridaozerezed da soñj dimp pegen pouezus eo ar stourm etrebroadel a-benn talañ ouzh « sistem bedel mestroniañ ha korvoiñ an dud hag an natur » emeze. Dave a reont d’ar Brigadennoù etrebroadel e Spagn, d’an FTP-MOI e Frañs ha da skoazelloù etrebroadel all e-kerzh brezelioù. Er Rojava zo bet savet ur « Gumun etrebroadel » a-benn stummañ an dud deuet eus diavaez-bro. Goude ar prantadoù stummañ e c’hallont labourat en aozadurioù lec’hel, er mediaoù, evit aozadurioù ar maouezed, war dachenn ar yec’hed ha kement zo. Gallet a reont kemer perzh ivez e raktresoù ekologel a-seurt gant al luskad « Make Rojava Green Again », a zo e bal lakaat e pleustr ur gevredigezh ekologel, stummañ hag aozañ ar genskoazell etrebroadel. Ha gallet e reont ivez bezañ kaset d’an talbenn ha kemer perzh en emzifenn dindan banniel ar YPG1/YPJ2

Abaoe penn-kentañ an dispac’h zo bet lazhet ouzhpenn 11 000 stourmer ha stourmerez er Rojava. En o zouez Etrebroadelourien hag Etrebroadelourezed. E fin al levr e vo kavet ur roll anezhe. Un doare da derc’hel soñj eus Kendal Breizh (Olivier Le Clainche) marvet e 2018 ha eus an holl re all o deus roet o buhez evit an dispac’h, evel :

Ivana Hoffmann-Avaşin Tekoşin Güneş Bet lazhet e Tell Tamer e 2016 d’an oad a 19 vloaz

 

pe  Anna Campbell-Hêlîn Qereçox, Bet lazhet en Afrin e 2018,  d’an oad a 26 vloaz.

 

Un oberenn gaer

Ar pezh zo plijus-tre ha fromus da lenn eo e vez kavet a-bep-seurt testennoù el levr: skridoù evit magañ ar preder, barzhonegoù, kontadennoù, kanaouennoù, lizheroù, atersadennoù, pennadoù tennet eus un deizlevr bennak… Meur a vouezh, meur a vaouez a vez roet da glevet, ha meur a neudenn az a d’ober gwiadenn ar c’haer a levr-mañ. Personel-tre ha kizidik eo o doare-skrivañ. Ezteurel a reont brav o soñjoù, o santadurioù, penaos int cheñchet e-kerzh o chomadenn du-hont. Ha pegen start eo boazañ en-dro ouzh ar vuhez e Frañs.

Soutil eo sell ar skridaozerezed war ar vro. Klask a reont en em dizober eus raksoñjoù kalz a dud er C’hornog hag a gav dezhe int barrekoc’h ha speredekoc’h evit tud ar Reter, ha techet da genteliañ ar re all en o bro-int. Strivañ a ra ar skridaozerezed evit chom uvel, ha deskiñ digant ar C’hurdezed, ha n’eo ket ober skol dezhe, na tennañ diwar-wel o flas kentañ er stourm, evel e oa bet graet gant Etrebroadelourien zo, a roe da grediñ e oa bet gwarezet an dispac’h er Rojava gras dezhe. Damsantet e vez ar goulennoù niverus a savont oute o-unan, hag ouzh an dud o deus bet tro da genvevañ gante. Tristidigezh a vez a-wechoù ivez, pa glevont komz eus marv unan eus o c’hamaradezed, peotramant pa rankont kuitaat ar vro.

Meur a bennad anvet «etrec’hoari» a zo el levr. Seurt divizoù adsavet a-ratozh evit al levr int met awenet gant gwir gaozeadennoù o doa bet an Etrebroadelourezed gant Kurdezed. Enne e vezont klevet o tabutal diwar-benn o modoù bevañ disheñvel, en Europa hag er Rojava, diwar-benn ar frankiz, an uvelded, ar raksoñjoù, selloù an eil re war ar re all, ar ouennelouriezh. Da lod eus an Etrebroadelourezed e oa ar wech kentañ en em santet estren en ul lec’h bennak, ha gouzañv selloù kurius pe disfizius oute. Dedennus-bras eo ivez ar mod ma keñveriont al luskad benelour en Europa hag ar Jîneolojî. Ne glot ket tre an eil gant egile. Daoust ma anavez mat ar C’hurdezed diazezoù ar stourmoù benelour er C’hornog ha ma « enkorfont » ar mennozhioù-se er Jînelojî, e seblant pinvidikoc’h ha ledanoc’h tachenn « skiantoù ar maouezed » e meur a geñver.

Unan eus ar skridaozerezed he deus savet ur pennad diwar-benn ur vaouez bet o stourm evit Daech, he doa bet tro d’en em gavet ganti en ur c’hamp-bac’h. Klask a ra ar skridaozerez kompren, ha n’eo ket barn. Kompren penaos e c’hall maouezed zo kemer ur perzh bras e-barzh stourmoù hag ideologiezhioù a lako anezhe da vezañ gwasket muioc’h c’hoazh, pe e vefe dindan Daech pe dindan forzh peseurt luskad faskour ha gouennelour.

Danvez preder, boued spered e-leizh a zo el levr-mañ. Tresadennoù brav a zo ivez. Renket eo ar pennadoù dindan temoù : « Degouezh », « Maouezed », « Daech », « Brezel », « Mammoù », « Distro ». Moaien zo da lenn ar pennadoù en urzh a garer avat.

Ur c’heriaoueg hag ul levrlennadur a zo er fin. Klok eo al levr, ha n’eus ket ezhomm da vezañ desket bras war an darvoudoù istorel tremenet du-hont evit bezañ desachet ha fromet. Ha n’eus ket ezhomm kenebeut da vezañ ur mailh war an douarbolitikerezh evit kompren ha bezañ dedennet. Ar c’hontrefed eo, pedagogel-kenañ eo al levr, aes ha plijus da lenn.

Anne Koadig

 

Evit prenañ al levr

1YPG (Yekîneyen Parastina Gel) : Strolladoù Difenn ar Bobl. Degemer a reont tud a bep lec’h.

2YPJ (Yekîneyen Parastina Jin) : Strolladoù Difenn ar Maouezed. Emren, enne nemet maouezed. Perzh eus kenurzierezh ar YPG.

 

Write A Comment