Brezhoneg / Articles en Breton

Ne reomp forzh deus ali kuzul ar vonreizh : stourmomp evit muioc’h a c’halloud en hor bro hag evit hor yezh !

Pinterest LinkedIn Tumblr

An ali goulennet digant Kuzul ar vonreizh gant tri-ugent kannad perzh deus LREM da heul vot al lezenn diwar-benn ar yezhoù reer rannvroel anezho a addegas da soñj an holl ez eo ar strollad-se ha da gentañ tout JM Blanquer, enebour liesseurted ar yezhoù.

Peogwir n’eo ket bet kadarnaet al lezenn dindan pemzektez gant ar prezidant o deus gellet ar gannaded ober seziz evel ma vije bet raktreset en a-raok.

N’eo ket reizh e 2021 e vefe dibabet dazont ar brezhoneg hag ar yezhoù all, dalc’het penn gante dirak ar Stad-C’hall distrujus e-pad ken pell, diouzh ali ur c’huzul nann dilennet war ur vonreizh votet e 1958.

E Breizh e c’hellomp en em glevet evit treuzkas hor yezh, gellet mestroniañ dre ensavadurioù dizalc’h ur politikerezh yezh adperc’hennañ ledan a ra diouer deomp.

Mat eo deomp bepred mont skoaz-ouzh-skoaz er straed adarre gant an holl vretoned kar-o-yezh evit ma vo doujet d’hor gwirioù broadel.

Dizalc’hourezed ha Dizalchourien an tu-kleiz/War-Sav 

Write A Comment