Actualité / Keloù

Manifestadeg « Brezhoneg e pep lec’h ! » e Naoned

Pinterest LinkedIn Tumblr

D’ar sadorn 21 a viz Mae ez eus bet dalc’het ur vanifestadeg dindan al lugan « Brezhoneg e pep lec’h ! » diwar intrudu ar skolioù Diwan. D’an devezh se e tremene ar Redadeg dre Naoned.

Fellout a ra d’ar rouedad Skolioù dre soubidigezh e vefe un emglev Stad-Strollegezh lec’hel par da hini Rannvro Breizh evit treuzkas hag implij ar brezhoneg.

 

 

Tro 800 den o doa dibunet dindan un heol skedus e straedoù kêrbenn Breizh.

Etre 800 ha 1000 den o tibuniñ e straedou Naoned. Ar wezh kentañ e oa d´ar gumuniezh vrezhonek dibuniñ e straedoù kêrbenn istorel hor bro. Dazont ar brezhoneg zo ivez er c’heriou bras, er meurgeriou.
N’eus ket tu lezel ur bembvedenn deus hor bro hep emglev stad-strollegezh lec’hel, bloaz goude e vije bet votet al lezenn Molac.
Un devezh kaer dindan an heol skedus, leun a vrogarouriezh, mousc’hoarzhus , gant kalz a bennou yaouank hag a gomzou digemplez. Gant un dibenn plijus hag un engroezig entanet da zegemer Ar Redadeg war un ton bras.
Ur vanifestadeg all a vo war hent ar Redadeg evit un eil skolaj e Aodoù-an-Arvor.
 
 
Lod a soñjo marteze ne oa ket uhel a-walc’h an niver a vanifesterien. Degas a reomp d’o soñj e oa ar wezh kentañ d’ar gumuniezh vrezhonek en em aozañ da zibuniñ dindan he gerioù-stur digemplez e straedoù Naoned. Ur sifr da genveriañ gant ar manifestadegoù a veze aoazet er bloavezhioù 90 e Kemper pe Brest evit ar brezhoneg hag a vode kantaoù pe a-wezhoù un nebeud miliadoù a vretoned kar-o-yezh. Ne dremener ket deus 0 da 15 000 manifester evel ma oa bet warlene e Gwengamp e-korf un devezh.
 

 
Kalz a gevredigezhioù brezhonek o doa galvet da gemer perzh, evel un nebeud a frammoù politikel (War-Sav, UDB..) koulz hag un dornad dilennidi.
 
Da heul prezegenn Yann Uguen prezidant Diwan o deus daou zen yaouank bet skoliataet e Diwan Naoned Mevena Guillouzig-Gouret hag Awen Looten Roynard embannet o  soñj, kavout a rit amañ dindan o frezegenn.
 
 
Diwan a ro emgav deoc’h er c’hKM 2018 disadorn dirak gar-mor Gwened da zougen c’hoazh azgoulennou evit ma tapo hor yezh tachenn ha gwiriou nevez evit an dazont !
 

 

Skoliataet omp bet e Skol Diwan Naoned. Ar skol a oa bet digoret daoust da bep tra e 1979… goude pemp bloaz he doa ranket serriñ. Tri bloaz goude gant kalz a youl a-berzh ar familhoù he doa addigoret e 1987.

Digeriñ skolioù Diwan n’eo bet aes gwezh ebet e lec’h ebet. Da gentañ abalamour da enebiezh ar stad, ar bonreizh, ha peogwir e oa ur mennozh araokour-tre krediñ skoliata bugale dre soubidigezh e brezhoneg, ur mennozh az ae enep an dispriz a oa bet plantet e penn ar vretoned ha bretonezed da geñver o yezh, o bro, o istor…

Diaesoc’h eo e Bro Naoned avat. Abalamour d’ar mod m’eo bet rannet hor bro hep na vije bet goulennet gwezh ebet ali pobl Breizh.

 

 

E 1989 setu ar pezh a lavare Skol Diwan Naoned : L’école Diwan de Nantes accueille 22 éleves en maternelle et primaire. Mais cette demande croissante des familles pour une éducation en breton en Loire-atlantique exige :

– Des locaux décents

– Une prise en charge financière correspondant au service public qu’assure Diwan à Nantes car Diwan est une école laique, gratuite et ouverte à tous.

– La reconnaissance politique par les élus de Loire Atlantique

– L’application en Loire Atlantique comme dans les autres départements bretons du protocole signé avec l’éducation nationale.

Assez de promesses electoralistes ! Nous voulons des actes positifs !

 

Abaoe 1989, daoust d’an diaesterioù eo kresket kalz an niver a vugale skoliataet e Naoned, tost da 200 bugel e Naoned, met ivez ur skol e Sant Ervlan, unan e Sant-Nazer, unan e Savenneg, unan e Gwennrann, ha bremañ skolaj Diwan Sant Ervlan ha maorvat daoust d’an diaesterioù ur skol e takad Kernitron-al-Lann dindan nebeut.

400 bugel zo skoliataet dre soubidigezh en departamant. Hag 800 gant an holl hentennoù all. C’hoant hon eus ez afe c’hoazh war gresk !

Da heul skouer Diwan ez eo en em gavet ar brezhoneg er skolioù publik an deskadurezh stad. Ha kement se n’eo ket bet aes kennebeut. Evelto e fell deomp e vefe simploc’h d’ar familhoù skoliata o bugale e brezhoneg en holl hentennoù divyezhek.

Kar m’emañ dazont ar brezhoneg en e gavell istorel emañ ivez er c’herioù bras, er meurgerioù : e Brest, e Roazhon met ivez evel-just e Naoned ha tro-war-dro.

Da heul c’hoazh, ar brezhoneg n’eus kavet e blas e Naoned en ur vagouri, er skol-veur, er radio, er stummadur dibaouez, el levraoueg, er c’hentelioù-noz, war ar panelloù, el levrigoù familh… Ha n’eo ket echu !

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Naoned hon eus c’hoant un emglev stad-strollegezh lec’hel evel ma ‘z eus unan e Rannvro Breizh.

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Breizh a-bezh hon eus c’hoant e vefe kemmet mellad 2 bonreizh ar republik a laka da netra an holl yezhoù a reer yezhoù rannvro anezho.

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Breizh hon eus c’hoant e vefe ur statud ofisiel d’hor yezh.

Evit ma c’hellfe kreskiñ didrabas ar gumuniezh vrezhonek e Breizh hon eus c’hoant e vefe lakaet un termen d’an disparti a vir ouzhomp da alaniñ a-stroll ha gwitibunan evit reiñ un dazont all d’hor yezh ha d’hor bro.

Bro Naoned e Breizh ! Brezhoneg ofisiel ! Diwan a vevo ! Diwan a gresko !

 

Write A Comment